Annick Lagadec
Annick Lagadec (ganet e 1950 e Blois) a oa ur gazetennerez vreizhat a laboure e Breizh-Info hag EGIN, hag ur stourmerez vreizhat.
He buhez
kemmañEus ur familh vreizhat divroet e oa. Annick Lagadec zo bet mouezh-aotreet ar Coordination des comités de soutien aux inculpés du droit d'asile, hag a zifenne gwirioù ar familhoù lakaet diskred warno dre soñjal o doa herberc'hiet repuidi euskarat.
D'ar 16 a viz Mae 2001 e voe lakaet dindan evezh ha tapet e voe he dafar urzhiataerezh e-kerzh an enklask war afer Plevin. E miz Mae 2001 ivez e c'houlennas gant an Ao. Yann Bouëssel du Bourg tagañ ar Stad C'hall e dic'haou evit "mont en-dro direizh-bras servij publik ar justis"[1], dre ma soñje dezhi bezañ bet lakaet en un doare direizh e darempred gant an afer-se.
D'an 22 a viz Genver 2008 e asantas lez-varn-galv Roazhon e oa bet "ur mont en-dro direizh-bras er justis", ha kondaonet e voe ar Stad da reiñ dezhi un digoll a 2 500 €, rak en abeg ma oa bet selaouet evel test, ne c'helle ket bezañ lakaet dindan evezh pelloc'h eget ne oa ezhomm evit sevel ar goulennoù outi[2].
Adalek 2004 eo bet Annick Lagadec ezel eus kuzul-merañ Skoazell Vreizh.
Embannadurioù
kemmañ- Breizh Euskadi, histoire d'une solidarité, Embannadurioù Breizh Info, 1998, gant Mikel Gil Cervera
- On n'enferme pas les menhirs : regards sur la Bretagne, 2001, ISBN 2913842151
- FLB-ARB, l'histoire, 1966-2005, gant A. Lagadec ha L. Henry, Yoran Embanner, 2008
Notennoù ha mammennoù
kemmañ- ↑ Testenn orin : dysfonctionnement grave du service public de la justice
- ↑ "Ouest-France", 25/01/2008, "L'État devra indemniser des autonomistes bretons" ha "Le Télégramme", 24/01/2008, "Attentats. La Justice de l'État jugée défaillante", [1] : entendue comme "simple témoin", la durée de la garde à vue ne pouvait "excéder le temps d'une simple déposition"
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |