Front de libération de la Bretagne

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Front de libération de la Bretagne
Banniel
Banniel ha skoed-ardamez an FLB
Krouidigezh 1963
Padelezh 1963 – 2000
Sujidigezh Kuzul Meur

CBL (Comité national de la Bretagne Libre, Kuzul broadel Breizh Dieub)

Doare Sponterezh
Ger-stur
Lec'h pennañ Breizh
Bro Breizh
Deiz-ha-bloaz
Anvioù all "Talbenn Dieubiñ Breizh"
Izili Dianav
Niver a gwalldaolioù Kantadoù
Gouzañverien 2 marvet, meur a zen gloazet[1]

Front de Libération de la Bretagne (FLB), troet a-wechoù e Talbenn Dieubiñ Breizh (TDB)[2] e brezhoneg, a oa un aozadur politikel kuzh oberiant etre 1966 ha 2000 da bal dezhañ dieubiñ Breizh. Ur skourr armet en devoa, anvet Armée républicaine bretonne da gentañ, deuet da vezañ Armée révolutionnaire bretonne (ARB) diwezhatoc'h.

An FLB kentañ eus ar bloavezhioù 1960 a oa hengounelour ha broadelour pa gemere perzh ennañ beleion evel an tad Le Breton pe an tadoù breudeur ar Barzh. Mikael Coic pe Ronan Tremel a voe izili eus an FLB-se.

Er bloavezhioù 1970 ha 1980, gant savidigezh an UDB hag astenn e levezon, e teuas da vout muioc'h troet war an tu-kleiz gant tud evel Yann-Kel Kernaleguen pe Martial Ménard, paneve un nebeud tud levezonet gant an tu-dehou pellañ ha pagan evel Serj Rojinsky, Padrig Montauzier pe Jakez Denez.

Er bloavezhioù 1990 e voe kleizelour da vat hag enebet ouzh ar gevalaouriezh gant stourmerien evel Gael Roblin.

Mare 1966-1972 Aozañ

Orin Aozañ

An teskanv FLB. (Front de libération de la Bretagne) a oa bet skrivet evit ar wech gentañ e Pondi : skrivadurioù a oa bet lakaet war an hentoù e-kerzh nozvezh ar 25 betek ar 26 a viz Gwengolo 1963. E 1966, ur gemennadenn eus ar strollad kuzh a oa bet embannet er gazetenn kevredadeler L'Avenir de la Bretagne, renet gant Yann Fouéré. Ton ar gemennadenn a oa tostik-tost ouzh hini ar vroadelourien a vro Iwerzhon :

« Nous reprenons le combat progressiste et révolutionnaire que chaque génération de Bretons a entrepris pour la liberté de la Bretagne et pour le droit des Bretons à rejeter le statut colonial afin de se gouverner lui-même. »


Goude ur gwalldaol c'hwitet a-enep ti an tailhoù e Sant-Brieg d'ar 17 a viz Even 1966, klemmet gant an FLB, un FLB-ARB a grog da zont war-wel gant un 30 a walldaolioù sevenet e Breizh a-enep simboloù ar Stad C'hall (savadurioù foran, prefetioù, kazarnioù jandarmed, burevioù an tailhoù…).

Flastridigezh Aozañ

Prim e oa bet kopiet gant an FLB ar stourm broadelour iwerzhonat. An IRA a zeu da vezañ an ARB (Armée Républicaine Bretonne), an obererezhioù a zeu da vezañ kaletoc'h.

Er bloavezh 1969 e voe harzet un 50 bennak a izili, evel Jean Bothorel ; toullbac'het e voent e la Santé a-raok bezañ dieubet a-raok an dilennadegoù 6 miz war-lerc'h. Ar stourmerien-se a oa ezel eus aozadurioù hengounel ar stourm breton. D'ar mare-se e oa an Emsav a zehoù c'hoazh (setu perak e adkaver un nebeud beleien).

Etre Kerzu 1968 ha Genver 1969, e voe roet lam d'ar c'hentañ aozadurioù FLB. E-pad Tro Breizh ar Jeneral De Gaulle e voe roet urzh gantañ da baouez gant an harzadennoù.

 
Yann-kel kernaleguen

Levrlennadur Aozañ

  • FLB Front de libération de la Bretagne - 1 emvod - miz Du 1969, Sal ar Mutualité (Pariz). Prezegennerien : Yann Morvan Gefflot (Comité Révolutionnaire Breton), Ronan Trémel (bet prizoniad an FLB), Morvan Gillemet (bet prizoniad an FLB), Abad Le Breton (rektor Gouanac'h), Guy Caro (stourmer PSU), Peter Berres Ford Ellis (kazetenner iwerzhonat - Ulaid), Tad Jean Cardonnel (vikel), Jean-Pierre Vigier (Comité d'initiative pour un mouvement révolutionnaire).
  • Levrig Front de Libération de la Bretagne

Notennoù Aozañ

  1. (fr) Lionel Henry et Annick Lagadec, FLB-ARB : L'Histoire 1966-2005, Embanner : Yoran Embanner, Fouenant, 2006, 390 pajenn (ISBN 2-9521446-5-6)
  2. Emsav, niv. 20, 1968, p. 179