Padrig Montauzier zo ur broadelour ha kazetenner breizhat bet ganet e 1950, e Roazhon.[1]

Ganet eo bet en ur familh a vicherourion eus Roazhon ; e dad a oa unan eus renerion CGT Il-ha-Gwilen. Deuet eo da vout entanet gant Breizh dre selaou abadennoù Charlez ar Gall hag en ur lenn Istor Breizh an abad Poisson.

Komunour e oa pa oa yaouank, a-raok kemer perzh er strolladoù broadelour Strollad Ar Vro hag ar Strollad Komunour Brezhon e penn-kentañ ar bloavezhioù 70. Dont a reas da vout stourmer en FLB dindan al lesanv Colonel Armand. Ugent gwalldaol a voe tamallet dezhañ gant polis Bro-C'hall. Toullbac'het e voe e 1978 evit bout lakaet bombezennoù da darzhañ e kastell Versailhez. Dieubet e voe gant ar prezidant gall François Mitterrand e 1981.

Logo Adsav! Strollad Pobl Vreizh krouet gant Padrig Montauzier

Ezel eus ar strollad POBL e oa er bloavezhioù 1980-1990 a-raok krouiñ ur strollad politikel eus an tu-dehoù pellañ : Adsav. Rener ar gelaouenn War Raok ! eo abaoe 2000, ivez. Aet eo da gabaliñ evit an dilennadegoù kanton eus 2008 e Dol, war anv Adsav!, ha 4% eus ar mouezhioù en doa bet.

A-raok mont war e leve e oa e penn un embregerezh kirri-samm. E verc'h Mannaig he deus skrivet ul levr diwar-benn an FLB.

E 2012, Padrig Montauzier a ro harp d'al listenn "Bretagne, nous avons foi en toi" krouet gant Jeune Bretagne skourr lec'hel e Breizh d'ar Bloc identitaires evit dilennadeg ar gannaded.

Notennoù ha daveennoùAozañ

  1. Cf. Evit ur poltred anezhañ, gwelout ar pennad An den en deus lakaet Versailles da darzhañ er gelaouenn Le Mensuel de Rennes (e galleg).