Charlez ar Gall
skrivagner brezhonek
Charlez ar Gall (An Ospital, 5 a viz Meurzh 1921 – Brest, 3 a viz Du 2010) a oa ur skolaer, ezel eus Ar Falz, hag a gemeras lec'h Pêr-Jakez Heliaz e penn an abadenn skingomz sizhuniek e 1959 (Radio-Kimerc'h). Eilet e veze gant e wreg Chanig ar Gall.

Charlez ar Gall e 1966.
Goude-se e voe an den kentañ da ginnig abadennoù skinwel e brezhoneg e 1964, bepred gant e wreg Chanig. Reiñ a reas e zilez e 1974 pa oa bet silziget unan eus e abadennoù. Anvet e voe Fañch Broudig en e lec'h.
Roet e oa bet Kolier an Erminig dezhañ ha d'e wreg, gant Skol-Uhel Ar Vro e 1990 en Alre.
Kenlabourat a reas gant Brud Nevez. Ur pennad barn gantañ er gelaouenn-se diwar-benn Geriadur brezhoneg An Here a servijas da ziazez d'ur c'hazetenner brestat evit sevel Afer Geriadur an Here.
OberennoùAozañ
- Breizh hor bro (gant Job Jaffré). 1955. Adembannet en 2005, Toutes les Cultures de Bretagne, Ed. Skol Vreizh.
- Disterachou diwar netraig, embannadurioù Brud Nevez, 1998.
- Breiz o veva, Vivre la Bretagne, skridoù e brezhoneg hag e galleg gant Charlez ar Gall, kinniget gant F. Broudig, embannadurioù Emgleo Breiz, 2011.
Liammoù diavaezAozañ
- « Charlez ar Gall. Disparition d'un pionnier des médias en langue bretonne », Le Télégramme, 4 a viz Du 2010
- Prezegenn gant Paolig Kombod - ABP 6/11/2010
- Dielloù Charlez ar Gall
- Le vocabulaire breton de l'Hôpital-Camfrout - lodenn gentañ, Annales de Bretagne niv. 64-4, ha Le vocabulaire breton de l'Hôpital-Camfrout - eil lodenn, Annales de Bretagne niv. 65-4