Simbol
Ar simbol, pe ar vuoc'h, a oa un dra (ur votez-koad da lakaat en e gerc'henn alies) a veze roet d'ar vugale a veze tapet o komz brezhoneg er skolioù gallek. D'o zro e c'hallent reiñ anezhañ da unan anezhe a glevent o vrezhonegañ. An hini a veze ar simbol gantañ e diwezh an devezh a veze kastizet en un doare bennak gant ar skolaer. Evel se e tesked d'ar vugale n'eo ket hepken komz brezhoneg met eveshaat ha flatrañ an eil egile.
Doareoù heñvel a veze e trevadennoù Bro-C'hall, ha re Bro-Saoz.

"Komzit galleg, bezit naet" skrivet ouzh moger pratell skol Ayguatébia-Talau
Ar simbol zo bet roet e parrez Boulvriag koulz er skol gristen hag er skol-stad. setu a gaver e levr Glaoda an Du :
- E 1928-1932, er skol-gristen e oa ur votez-koad gant ur fiselenn.
- E 1935 er skol-Stad e oa ur voest koaraj lakaet e kerc'hen ar vugale.
- E 1930-1936 e oa ur votezig-koad lakaet er c'hodell.
- E 1930-1938, er skol gristen, e oa ur baperenn skrivet warni e galleg "difennet eo komz brezhoneg".
- E 1930-1938, er skol-Stad, e oa ur ganetenn goad.
MenegoùAozañ
- Taldir Jaffrennou. Eñvorennoù. Moulladurioù Hor Yezh.
- Claude an Du. Histoire d'un interdit. Le breton à l'école. Hor Yezh 2000.
- Françoise Morvan, en he levr Le Monde comme si :
- “ …et cette manière de faire croire que le breton était interdit parce que la langue de l’école était le français… ” (Le Monde comme si, p 328)
- “ Aurait-il fallu que l’école soit faite en deux langues ? On se dit que oui. Seulement ça ne s’est pas fait.… ” (Le Monde comme si, p 328)
Liammoù diabarzhAozañ
- Welsh Not, e Kembre, an dra heñvel an bata scór, en Iwerzhon
- Devezh etrebroadel ar yezh vamm
- Shohid Minar
- Signum
- Vergonha