Rozenn Milin
Rozenn Milin (*Lanniliz, 30 a viz Ebrel 1960) zo ur vicheregez er c'hleweled bet o labourat war-dro abadennoù brezhonek er skingomz TV Breizh hag er skinwel hag ur skrivagnerez 2023 e voe dilennet da brezidantez . Gopret e vooe gant Diazez Jacques Chirac evit merañ ar program Sorosoro. Aet e voe da brezidantez Kuzul Sevenadurel Breizh eus Genver 2023 da Genver 2024. Savet he deus al labour skiantel kentañ war an doareoù lakaet e pleustr evit rediañ an dud da chom hep implij o yezhoù-mamm evel m’eo bet graet e Breizh e kreiz ar XXvet kantved.
Buhez
kemmañE Plougin e voe desavet en ur familh gounezerien ha brezhoneg a veze ganto. Studiet he deus Istor e Skol-veur Brest. O klask ledanaat he feadra, hag hi yalc'hadourez, e tegemeras kinnigadenn Fañch Broudig mont da vezañ kazetennerez vrezhonek e Radio Frañs Arvorig/Frañs 3. Kenderc'hel a reas gant ar vicher-se e Frañs 3 betek 2000, betek ma 'z eas da renerez TV Breizh.
Goude ma voe arsavet TV Breizh e 2003 ez eas da chom e meur a lec'h er bed, New-York ha Beijing en o zouez. Distroet eus Sina e 2006 e tiviz Rozenn Milin sevel ur program evit ma vevo yezhoù ar bed en ur pouezañ war o zalvoudegezh hag o klask enrollañ ar re wellañ eus o c'homzerien. Degemeret e voe an obererezh-se, anvet Sorosoro[1], gant Diazez Jacques Chirac hag embannet war an ton meur e 2008.
E 2017 e reas un droiad enrolladurioù brezhonegerien ampart a-drugarez d'un yalc'had digant Kef al Labour-douar Penn ar Bed.
E 2022, goude eizh bloavezhioù enklask e soutenas un dezenn, Du sabot au crâne de singe : histoire, modalités et conséquences de l'imposition d'une langue dominante : Bretagne, Sénégal et autres territoires (Eus ar votez d’ar glopenn varmous…) he zitl, dirak Skol-veur Roazhon 2.
E miz Genver 2023 e voe dilennet da brezidantez Kuzul Sevenadurel Breizh, met e roas e dilez e deroù ar bloaz 2024 abalamour da ziemglevioù kreñv eztaolet gant 35 ezel ar C'huzul.
Studioù
kemmañTapet he deus un aotregezh hag ur vestroniezh war an Istor e Skol-veur Brest. Mont a reas da Skol pleustrek ar studioù uhel (E1cole pratique des Hautes études) evit labourat war lennegezh an Henamzer. Un testeni war ar studioù keltiek he deus bet gant Skol-veur Roazhon 2 e 1998 un doktorelezh war sokiologouriezh diwar-benn ar yezhoù-mamm m’eo bet rediet dilezel ar skolidi e meur a vro, Breizh en o zouez.
Tezenn war waskerezh evit kemmañ ar yezhoù mamm a-hed an amzer
kemmañPrientet he deus he zezenn war ar soliologouriezh dindan kenrenerezh Ronan ar C'hoadig hag Ibrahima Thioub.
Enni e tiskouez diwar enklaskoù istorel ha divizoù enrollet an dud skoliataet er skolioù ar Stadoù trec’h ez eus bet un mennad patrom diwriziennañ ar yezhoù vamm dre an destrizh hag ar mezhekadur e meur a lec’h er Bed hag an hini buanañ e Breizh. 1398 pajenn a ya d’ober testenn an dezenn hag he deus krennet anezhi evit lakaat embann un diverradenn 382 pajenn enni
.
Merkoù a enor
kemmañDilennet e voe da Bretonne de l'année gant Armor magazine e 2000. Bet he deus Kolier an Erminig e 2001.
Embannadennoù
kemmañ- Les celtes de l'antiquité et les sacrifices humains d'après les textes grecs et latins, Pariz, École pratique des hautes études, 1998, 169 p. Tezenn dindan renerezh Wenceslas Kruta.
- Questions d'identité : Pourquoi et comment être Breton ?, Éditions Bo travail!, 2015, 207 p.(ISBN 9782955343609)
- Pennad e Aktaoù ar gendaelDu partage des chefs-d'œuvre à la garantie des droits culturels : ruptures et continuité dans la politique culturelle française’' aozet e Pariz, 19-20 Kerzu 2019 gant ar Comité d'histoire du Ministère de la culture, La Passe du Vent, 2020.
- Du sabot au crâne de singe : histoire, modalités et conséquences de l'imposition d'une langue dominante : Bretagne, Sénégal et autres territoires. Tezenn Skol-veur Roazhon 2 soutenet e 2022. Enlinenn war Hal. Brassellet d’an 18 a viz Meurzh 2025.
- La honte et le châtiment: Imposer le français: Bretagne, France, Afrique et autres territoires, Champ Vallon, 2025, 382 p. (ISBN 9791026712688).
Levrlennadur
kemmañ- Manon Deniau, « Rozenn Milin, ur simbol a esperañs ». E-barzh Ya!, niv. 922, 7 C'hwevrer 2023.
- Laëtitia Jacq-Galdeano, « Crise ouverte au conseil culturel de Bretagne : sa présidente Rozenn Milin démissionne ». E-barzh Ouest-France, 31 Genver 2024.
- Pierre Fontanier, « Rozenn Milin a le breton hevillé au corps et au cœur ». E-barzh Ouest-France, 7 Meurzh 2025.