TV Breizh
TV Breizh a zo ur chadenn skinwel war loarell, ar «chadenn rannvroel prevez kentañ» (e Bro-C'hall), krouet e 2000. N'eus tamm abadenn brezhonek ebet ken abaoe 2009.
Titouroù hollek:
kemmañKrouet d’ar c’hentañ a viz Gwengolo 2000
Ar yezh : Galleg
Bro a orin : Bro-C’hall
Statud : hollidigezh broadel prevez
Sez sokial : Kae ar Péristyle
56324 An Oriant Cedex
Pgz : (33) (0)2 97 35 01 00
Plr : (33) (0)2 97 35 01 10
Lec’hienn internet : tv-breizh.com[1]
Analogel : Ket,
Niverel : Ket
Loarell
CanalSat : Chadenn niv 26,
TPS : Chadenn niv 25,
Kabl
Numericable : Chadenn niv 45,
Noos : Chadenn niv 22,
MC Cable : Chadenn niv 174,
VOO (e niverel),
ADSL Belgacom TV, en dibab select.
TV Breizh a zo ur chadenn skinwel mini-holligidezh ha rannvroel gall ha prevez.
Istor ar chadenn
kemmañAr chadenn a zo bet krouet d’ar c’hentañ a viz Gwengolo 2000 diwar intrudu PDG ar chadenn TF1, Patrick Le Lay, evit reiñ ur skeudenn vroadel d’e rannvro orin, Breizh. Ar raktres a voe heuliet gant tud vrudet Breizhiz a galon, e-giz Charles Biétry pe Patrick Poivre d'Arvor.
Reiñ a reas lañs ar chadenn d'un industriezh eilmouezhiañ tresadennoù bev ha filmoù e Brezhoneg gant skoazell Kuzul Rannvro Breizh.
Adalek 2003 e voe fiziet al labour se er gevredigezh Dizale a gendalc'has gant an hent-se hep skoazell TV Breizh da c'houde. 341 eurvezh tresadennoù bev ha 60 eurvezh filmoù ha seriennoù a voe advouezhiet e Brezhoneg etre 2000 ha 2008 diwar c'houlenn TV Breizh. Filmoù brudet ha liesseurt en o zouez evel Shakespeare in Love, The Untouchables, Apollo 13, Beethoven hag all.
Adalek 2002 e krogas ar chadenn da skignañ pep noz keleier diwar benn Breizh Istorel. Ar media nemetañ o c'holoiñ Breizh en he fezh. E 2004 e voe ehanet gant an abadennoù kelier-se evit kinnig en o flas keleier berroc'h gant skeudennoù hepken ha nebeutoc'h a livioù breizhek dezho.
E-pad an hañv 2003 e voe anv da serriñ ar chadenn pa ne wele ket ar gevrannerien penaos e vije tu chom a-sav d'ober koll. A-benn ar fin e prenas TF1 ar muiañniver eus ar c'hevrannoù ha divizout a reas eilpennañ politikerezh ar programmoù ha skarzhañ Rozenn Milin ar renerez. D’an 8 a viz Gwengolo 2003 e tisplegas pennoù TF1 ha pennoù nevez TV Breizh e vefe digresket an amzer gouestlet d'ar programmoù rannvroel dre ma veze kollet arc’hant ganto. Cheñchet e voe ar gael abadennoù evit dont da vezañ nebeutoc’h breton ha hollekoc'h, a-benn gounit sellerien ha dont da vezañ ampletus. E-pad ar bloavezh 2004-2005 e voe anv da unvaniñ TV Breizh ha TV Match dindan ar memes chadenn. Serret e voe an eil d’an 31 a viz Eost 2005 hep na yafe ar raktres betek penn.
Pennoù TV Breizh a glaskas en em gannañ e-pad pell ouzh ar "Conseil supérieur de l'audiovisuel" (CSA) evit tapout ur frekañs hertzian analogel lec’hel e Breizh. Atav o deus nac’het izili CSA kement-mañ. Padal en deus CSA roet unan evit ur raktres skinwel lec’hel e Naoned, hini ar Socpresse evit Nantes 7. Eus an evelep doare en doa klasket tud TV Breizh kaout ur frekañs war an SND (Skinwel Niverek Douarel pe TNT) e 2004, ur wech ouzhpenn e voe nac’het gant CSA. Ar bec'h a oa lakaet gant Patrick le Lay war ar CSA d'ar poent-se evit daleañ donidigezh ar skinwel niverel douarel a zo bet unan eus an abegoù e voe nac'het ar frekañsoù goulennet.
E miz Even 2008 e oa chomet a-sav ar chadenn da skignañ abadennoù e Brezhoneg. Al liamm nemeto a chome etre Breizh hag ar chadenn a oa al lec'h ma chom diazezet e savadur an Oriant, hag anv ar chadenn a voe dalc'het dre ma oa hiviziken hini ur raktres ekonomikel a rae berzh, hag en arvar e vije bet lakaet ma vije bet cheñchet anv.
Aozadur :
kemmañTud e penn :
Prezidant : Laurent Solly
Renerien hollek : Rozenn Milin (2000-2004) ha Gaël Desgrées du Lou (2004-2009)
E-karg eus ar prenidigezhioù hag eus ar programoù : Armand Dubruel
Sez :
Adalek An Oriant, en diazezlec'h arme evit al listri-spluj kozh, e vez skignet c’hwec’h chadenn eus strollad TF1. Abadennoù TV Breizh (Tro War Dro) a vez graet en Oriant.
Programmoù :
Er penn-kentañ e veze ul lodenn vras a brogrammoù rannvroel war TV Breizh (keleier, abadennoù e brezhoneg) hag o doa skignet kalz a ouelioù keltiek, e-giz Gouelioù etrekeltiek an Oriant pe an Nozvezhioù Keltiek er « Stade de France » gant tud e-giz Ronan Manuel, Irène Frain pe Yvon Etienne o tisplegañ anezho. Da heul adaozadur ar chadenn e 2003 e teuas da vezañ hollekoc’h ar programmoù hag e voe skignet muioc’h a brogrammoù amerikan bet prenet o gwirioù gant TF1 e-giz Columbo pe Arabesque pe filmoù hag abadennoù faltazi. Deuet eo tamm ha tamm da vezañ ur chadenn hollek broadel war ar c’habl hag al loarell o tilezel ar programmoù breizhek. Bep Sul noz e vez adskignet abadennoù kozh strollad Les Enfoirés.
Ne vez ket mui enrollet abadennoù nevez, met skingaset e vez atav ar programmoù asambles gant chadennoù skinwel all ar strollad TF1 adalek penn-ahel An Oriant
Kenlodeien
kemmañHollad kenlodennoù ar chadenn TV Breizh a zo gant strollad TF1 abaoe ar bloavezh 2007.
Mediaset, strollad Silvio Berlusconi, en deus gwerzhet e lodenn (14% eus an arc'hant-sol) eus TV Breizh d’ar produour gall ha tunizian Tarak Ben Ammar. Hervez titouroù eus ar bankoù e vefe bet an eskemm gant un dalvoudegezh a 5 milion a euroioù.
Ar genlodeien a orin a oa (da vare krouadur ar chadenn):
Artemis, holding François Pinault, 27%, TF1, 22%, Crédit Agricole de Bretagne, 15%, Rupert Murdoch, 13%, Silvio Berlusconi, 13%, Jean-Claude Darmon (bruderezh sport), 6%, Panavi (René Ruello), 4%.