Ur gelaouennerez vrezhonek eo Manon Deniau. Goude bezañ labouret pell diouzh Breizh he deus kavet tu da labourat evit ar mediaoù brezhonek e Penn ar Bed, goude desket ar brezhoneg ganti.

Studiet he doa al lizhiri e Skol-veur Roazhon 2, a-raok mont da studierez e Ensavadur Skiantoù politikel Roazhon, ma echuas gant ur master kelaouennerezh[1].

Obererezh micherel

kemmañ

Pa oa o chom e Dulenn e skrivas pennadoù paeet diouzh an oeñsad[2] evit Médiapart, Ouest-France, Le Monde diplomatique, La Vie, Reporterre, pe c'hoazh Kaizen. Pa zeuas da Vreizh en-dro e kavas labour er sizhunieg Le Poher e-pad un nebeud mizioù, a-raok ober he soñj deskiñ brezhoneg ken e c'hellfe ober he micher er yezh-se en ur heuliañ kentelioù amzer leun gant Roudour.

Kroget en doa da labourat er c'hazenneterezh brezhonek e miz Gwengolo 2022-2023, war hanter etre Ya! ha Radio Chrétienne Francophone Finistère[1]. E-barzh he fennadoù evit Ya! e tegas dour d'al linenn-stur nevez deuet e 2022 en ur reiñ pouez d'ar stourmoù sokial, d'ar stourmoù benelour hag ekologel ha da re ar vinorelezh jener ivez[1].

Kengrouerez ar media Splann eo ivez Manon Deniau.

Pennadoù skrivet ganti (roll diglok)

kemmañ
  • DENIAU Manon, Rozenn Milin, ur simbol a esperañs, Ya !, niv 922, 7 a viz C'hwevrer 2023.
  • DENIAU Manon, Liammañ an dud dre ar sevenadurioù hengounel, Ya !, 26 a viz Gouere 2023.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. 1,0 1,1 ha1,2 Julien Meffre, Manon Deniau, ur gelaouennerez er vro. E-barzh Le Télégramme, 19 Mae 2023.
  2. Oeñsad : doare da baeañ ar gelaouennerien hep o c'hoprañ (Geriadur an armerzh). Kevatal da baeañ diouzh marc'had.