Roudour (stummadur)
Un embregerezh kelenn brezhoneg eo Roudour, dezhañ statud ur gevelouri. Ar stummadur dibaouez eo e obererezh pennañ evit ma vo posubl pleustriñ war ar micherioù e brezhoneg. Krouet e voe en Uhelgoad, d'ar 6 a viz Meurzh 1995, gant Herve Kerrain, Mich Beyer, Lan Tangi ha Yann-Fulup Dupuy. Kresket eo ken ez eus meur a lec'h obererezh gantañ e Breizh-Izel.
Istor
kemmañKroget en doe sevel devezhioù kelenn e Ti ar Stêr, en Uhelgoad, dindan statud ar c'hevelourioù a zo rouez-tre war dachenn an deskadurezh.
E 2001 ez eas Sedrig Laur da gevelour hag ez eas da verour e 2008[1].
Krouet eo bet e 2019 ul leurenn bellstummañ, Ambroug e anv, ha ganti e vez implijet teknikoù nevez azazaet d'an deskarded a-bell[2].
Aozadur
kemmañP'eo Roudour un embregerezh e furm ar gevelouri perzhiañ emañ en e benn ur merour dilennet pep bloaz gant an emvod-meur.
Ditouroù lezennel
kemmañE 2022 e treuzkazas d'al lez-varn kenwerzh e voe bet graet 539 933 € a gengreadur. Staliet eo ar sez sokial er 6 plasenn Gwirioù ar Mabden, e Karaes.