Fañch Broudig, pe Fañch Broudic[1], ganet e 1946, a zo ur c'hazetenner, ur skrivagner hag ur produer skinwel ganet e 1946 e Bulien (e-barzh kumun Lannuon abaoe 1961).

Fañch Broudig
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denFañch Broudig Kemmañ
Anv ganedigezhFrançois Broudic Kemmañ
Anv-bihanFañch Kemmañ
Anv-familhBroudic Kemmañ
Deiziad ganedigezh1946 Kemmañ
Lec'h ganedigezhBulien Kemmañ
Breur pe c'hoarYann-Erwan Broudig Kemmañ
Yezh vammgalleg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg, brezhoneg Kemmañ
Micherkazetenner, skrivagner Kemmañ
Bet war ar studi eskol-veur Breizh-Izel Kemmañ
Rener tezennJean Le Dû Kemmañ
Diellaouet gantKreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek Kemmañ
Blog ofisielhttp://www.langue-bretonne.org Kemmañ

Breur eo da Yann-Erwan Broudig.

Pa oa teuliour e Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek (Skol-veur Brest) en doa kroget da genlabourat gant an ORTF e Brest war-dro 1964 evit skingasadennoù skingomz ha skinwel e brezhoneg. En amzer-se ivez e voe e penn Breuriezh Sant Erwan, un aozadur savet gant ar beleg Armañs ar C'halvez evit bodañ brezhonegerien yaouank e Bro-Dreger.

Ezel e oa goude ag ar JEB. Kemer a reas perzh e krouidigezh ar gevredigezh "Galv" (Comité d'Action Progressiste pour la Langue Bretonne) e 1968-69. Enni e oa bodet meur a gevredigezh : UDB, Ar Falz hag ar JEB da gentañ hag Yaouankizoù Penn-a-raok Breizh ivez goude, ha komiteoù lec'hel. Sekretour "Galv" eo bet Fañch Broudig.

Kemeret en deus e 1975 karg an abadennoù keleier er skinwel e Brest, e-lec'h Charlez ar Gall, a-raok bezañ anvet e 1991 da broduer dileuriet evit an abadennoù brezhonek e FR3 Kornôg e Roazhon. D'ar 1añ a viz Genver 2008 eo aet war e leve ha gant Bernez Rouz eo bet kemeret e lec'h e penn abadennoù brezhonek France 3.

Bet eo bet unan eus pennoù ar c'hevread Emgleo Breiz, bodet ennañ kevredigezhioù a gav gwelloc'h implijout ar "skritur skolveuriek". Dilennet eo bet evel prezidant ar c'hevread hag evel-se eo atebeg an embannadurioù liammet dezhañ (ti-emban Emgleo Breiz, ti-embann ha kelaouenn lennegel Brud Nevez, kelaouennoù pedagogel ar Skol vrezoneg hag ar Helenner.

Goude labourioù levrrollouriezh o tennañ d'e vicher gentañ eo en em lakaet Fañch Broudig da embann levrioù diwar-benn istor hag emdroadur ar brezhoneg (sellit ouzh e dezenn diwar-benn an implij eus ar brezhoneg).

Blog Fañch Broudig a zo, hervez Ouest-France, ar gwellañ lec'h da gaout keleier diwar-benn ar brezhoneg(Daveoù a vank).

Tud zo(Piv 'ta?) a lavar e oa bet difennet, gant Fañch Broudig, ar c'h ha n'emañ er skritur anvet (gant lod) skolveurieg, diouzh tagadennoù Yves Amiard, unan eus renerien La Poste e Breizh, e 2009. Tud all a lavar ne gaver ket anv eus ar c'h er blog: n'eus anv nemet eus "les apostrophes du breton", ha n'ouzer ket pelec'h emaint er skritur skolveuriek.

Evit c'hoari klask(N'eo ket gwall holloueziadurel):

Aet eo Broudig war e leve, kuitaet e gargoù e F3. Kendalc'het en doa ur pennad evel kazetenner e-barzh Armor Magazine betek ma'z eas ar gelaouenn-mañ da get. Implijet eo bet ivez gant Rektor akademiezh Roazhon, "asambles gant Kuzul-Rannvro Breizh" [1]. Rentet en deus un danevell-skrid war "an deskadurezh (eus/dre) ar brezhoneg" e miz Du 2010, ha bet kinniget d'ar gazetennerien e miz Genver 2011. Barnet eo bet fall pe falloc'h al labour-se gant sindikadoù evel an FSU («Pour la FSU ce rapport doit être pris pour ce qu’il est : une somme de travail intéressante, comportant des réflexions justes, mais aussi des inexactitudes et des préconisations qui n’engagent que son auteur puisque formulées en dehors de toute concertation et basées sur des témoignages individuels et scientifiquement non représentatifs» «le rapport fait l’impasse sur des questions générales mais qui impactent l’enseignement du et en breton, comme celles de l’accueil des enfants de 2 ans en maternelle, la réforme de la formation des maîtres, les réformes en cours avec la disparition d’options…»[2].

Kaoz a oa en danevell ivez eus kemmañ skritur ar brezhoneg[3].

Kemer perzh a ra, en e zoare, e politikerezh Breizh :[4]

Oberennoù

kemmañ
  • Roll al leoriou hag ar pennadou bet embannet e brezoneg e 1973 = Bibliographie des publications en langue bretonne. Année 1973. In : Studi, n°1, Kerzu/Décembre 1974
  • Roll al leoriou hag ar pennadou bet embannet e brezoneg e 1974 = Bibliographie des publications en langue bretonne. Année 1974. In : Studi, n°5, Ebrel/Avril 1976
  • Roll al leoriou hag ar pennadou bet embannet e brezoneg e 1975 = Bibliographie des publications en langue bretonne. Année 1975. In : Studi, n°10, Genver/Janvier 1979
  • Ar bed o trei. Eun dibab a skridou a-vremañ evid ar skoliou brezoneg. Brest : Ar Helenner, 1983.
  • Taolennou ar baradoz, Le Chasse-Marée / Ed. de l'Estran, Douarnenez, 1988, ISBN 2-903708-15-0
  • Roparz, Jakez hag o diskibien, Ar Skol Vrezoneg, Brest, 1993, ISBN 2-906373-31-1
  • Combes a-eneb ar brezoneg, Brud Nevez, Brest, 1998, ISBN 2-86775-174-X

E galleg

kemmañ
  • Langue et littérature bretonne. Dix ans de bibliographie. 1973-1982. Brest : Brud Nevez, 1984.
  • Evolution de la pratique du breton de la fin de l'Ancien Régime à nos jours, thèse, Université de Bretagne Occidentale, Brest, 1993
  • La pratique du breton de l'Ancien Régime à nos jours, Presses Universitaires Rennes II, 1995, ISBN 2868471285
  • L'interdiction du breton en 1902. La IIIe République contre les langues régionales Coop Breizh, Spézet, 1996, ISBN 2-909924-78-5
  • À la recherche de la frontière. La limite linguistique entre Haute et Basse-Bretagne aux XIXe et XXe siècles, Ar Skol vrezoneg, Brest, 1997, ISBN 2-906373-44-3
  • Histoire de la langue bretonne, Editions Ouest-France, Rennes, 1999, ISBN 2-7373-2495-5
  • Le breton : une langue en questions, 205 p, Emgleo Breiz, Brest, 2007, ISBN 978-2-911210-71-9
  • Parler breton au XXI siècle. Le nouveau sondage de TMO Régions, 208 p, Emgleo Breiz, Brest, 2009, ISBN 978-2-911210-91-3

Notennoù

kemmañ
  1. An daou zoare a c'haller lenn e pajennoù Emgleo Breiz (Lec'hienn Emgleo Breiz).
  2. lec'hienn ar SNUIpp
  3. https://web.archive.org/web/20160908120603/http://breizh.blogs.ouest-france.fr/archive/2011/01/26/faut-il-reformer-l-orthographe-du-breton.html
  4. http://languebretonne.canalblog.com/archives/2015/12/10/33049703.html

Liammoù diavaez

kemmañ