Yves Amiard
Yves Amiard zo unan eus pennoù ar post (La Poste) e Breizh e 2008, ha rener ar c'has lizheroù ( Directeur Opérationnel Territorial Courrier, pe DOTC, e yezh an embregerezh) evit departamantoù ar Mor-Bihan ha Penn-ar-Bed. Meur a bennad zo bet er c'hazetennoù diwar e benn pa yae da vedalenniñ labourerien La Poste.
Lec'hanvadurezh
kemmañEmbannet en deus e oa mekanikoù nevez da vezañ staliet da zibab al lizhiri, ha da aesaat al labour. Siwazh, diaesaet e vez al labour gant an anvioù-lec'hioù brezhonek. Setu perak e vez aliet ar c'humunioù gant La Poste da lakaat anvioù straedoù e galleg. Ouzhpenn, emezañ, e vez diaezet buhez ar mekanikoù gant ar skraboù etre "c" hag "h".