Digeriñ al lañser pennañ

Armor Magazine a oa ur gelaouenn viziek embannet e Breizh etre 1969 ha 2011. Krouet e oa bet gant Yann Poilvet. Ar 500vet niverenn, an hini ziwezhañ, a voe embannet e miz Gwengolo 2011.

Istor ar gelaouennAozañ

Krouet e oa bet e 1969 gant Yann Poilvet. Ur gelaouenn hollek e oa, kaoz a veze eus keleier pemp departamant Breizh: politikerezh, ekonomiezh, sevenadur, sportoù... Evit kaout ur sell neptu e vez roet ar gaoze d'ar bobl a ra an arvorig a-vremañ, gant ar c'hoant lakaat en a-raok un identelezh vreizhat kreñv.

Bep miz ouzhpenn ar c'hronikennoù reoliek, e veze kaoz eus ur gêr pe ur vro hag un doser war un tem liammet ouzh an armerzh. Roet 'veze ar gaoz d'ar vrezhonegerien er-maez eus Breizh: ur rann Horizons Bretons a oa evit liammañ Bretoned ar bed a-bezh.

Adalek 1977 e veze roet gant ar gelaouenn Priz Breton ar bloavezh. E 2010 eo bet roet ar priz-se da Philippe Abjean eus "Traoñienn ar Sent" e Karnoed.

Paouezet e oa ar gelaouenn gant he 500vet niverenn, e miz Gwengolo 2011.

Kengor embannAozañ

Skipailh skridaozañAozañ

Liamm diavaezAozañ

  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.