Yann Poilvet, ganet d'an 3 a viz Eost 1927 e Landehen ha marvet d'an 18 a viz Genver 2013 e kêr Sant-Brieg, a oa ur c'helaouenner hag ur stourmer politikel breizhat.

Ganet eo bet e Landehen (Bro Sant-Brieg) met rankout a reas e familh kuitaat ar vro evit kavout labour. D'an arme ez eas e dad. Gloazet e voe e 1940. Dont a reas da vezañ poliser-kêr Argentan e 1941.

Kavet en doa Yann Poilvet repu en un atant eus an Eure e-pad ar brezel. Da 13 vloaz e kemeras perzh er Rezistañs. Da 17 vloaz e voe harzet gant ar Gestapo evit bezañ skignet traktoù a-du gant De Gaulle. Tec'hout a reas da rann dizalc'h ar Frañs. En em staliañ a reas e Béziers.

Tapet gantañ ar vachelouriezh e kavas labour er gazetenn bemdeziek Le Maine Libre e 1945. Kelaouenner eo bet a-hed e vuhez.

E 1946 e oa pennskridaozer Marianne au Combat, Le Nouveau Journal ha Paris banlieue. Pennskridaozer L’Espoir e voe e 1947. Eus 1948 da 1959 e renas Le Journal de Seine-et-Oise ha La Gazette de l’Île-de-France. Ren a reas La Tribune républicaine eus 1950 da 1953. E 1958 e teuas da vezañ prezidant-rener ar Moniteur, rener Notre République ha L’Avenir de l’Ile-de-France Sud.

Emezelañ a reas en UDT (Union démocratique du Travail), strollad René Capitant, gaullourien a-gleiz. E 1959 e oa ezel eus ar c'homite ren hag eus ar bodad seveniñ.

En em staliañ a reas en Étampes, ma krouas ur c'helc'h keltiek.

Emezelañ a reas er MOB e 1958. E miz Meurzh e oa ezel eus ar c'homite ren. Unan eus unnek ezel ar burev seveniñ e voe adalek 1961. Ren a reas kelaouenn ar MOB, L'Avenir de la Bretagne. Reiñ a reas e zilez e 1964.

Abaoe 1962 e oa pennskridaozer kelaouenn ar CELIB, La vie bretonne.

Ezel eo bet eus Gorsedd Breizh etre 1962 ha 1968.

Bet eo bet bezprezidant ar gevredigezh Bretagne-Irlande, prezidant an Union bretonne adalek 1950, mouezh aotreet Bretagne-Europe adalek 1980, kenkrouer ar Secours Populaire Interceltique, kañseller Kevredigezh skrivagnerien Vreizh (Association des écrivains bretons).

Emezelañ a reas er PS e-kerzh ar bloavezhioù 1970. Skarzhet e voe e 1979 evit bezañ sikouret listenn Kevredelour Breizh evit dilennadegoù parlamant Europa.

E miz Meurzh 1969 e voe embannet niverenn gentañ ar gelaouenn bet krouet gantañ : Armor Magazine (un niverenn 0 a oa bet savet e miz Kerzu 1968). Plediñ a rae gant an holl zanvezioù a selle ouzh Breizh, hep tuadur politikel. Miziek oa. E 1977 e krouas ar gelaouenn priz "Breizhad ar bloaz". Ouzhpenn goprañ he rener e c'helle ar gelaouenn goprañ ur sekretourez hag ur c'helaouenner all (Yann Guénégou). Dilezel a reas Yann Poilvert e garg e 2000. E verc'h Anne-Édith a gemeras e lec'h. Bevet he deus ar gelaouenn betek 2011 hag he niverenn 500. 42 vloaz goude bezañ bet krouet.

5vet e oa Yann Poilvet war al listenn Peuple breton, peuple d'Europe e departamant Aodoù-an-Arvor evit dilennadegoù Rannvro 1992 ; 16vet war listenn UDB e 1998.

Resevet en deus Kolier an Erminig e 1993.

Bet eo bet besprezidant Sindikad Broadel ar C'helaouennoù mareadek (Syndicat National de la Presse Périodique) (1979-1985).

Mammennoù

kemmañ