Ganet eo Ronan Le Flécher d'an eil a viz Genver 1973 e Kemperle. Kazetenner eo evit Armor Magazine, Radio Bro, Breizhmag, Bretons, Bretagne Magazine, Univers Celtes, Musiques Celtiques, L'Interceltique, LeCoq Gourmand. Bep sizhun evit ar gelaouenn sizhuniek Ya ! e vez brezhonekaet pennadoù savet gantañ e galleg. "Degemer mat e Breizh" en deus souhetet da Liliane Bethencourt war Blog Breizh, ul lec'hienn aozet ha renet gantañ. Pennkazetenner an Agence Bretagne Presse eo Ronan Le Flecher. Emañ o vevañ e Rieg, Roazhon hag Pariz.