Signum
N'eus daveenn ebet er pennad-mañ. Gallout a rit labourat d'e wellaat dre ober dave da vammennoù solius. Tabut a c'hall sevel diwar an diouer a zaveoù, hag ar pennad a c'hall bezañ diverket. |
Ar signum linguæ (pe signum dre verrdro) zo bet ur benveg kelenn implijet da rediañ studierien da gomz yezh ar c'helenn e-maez ar c'hlas. Peurvuiañ e veze un tamm paper ruilhet ma ranke ar studierien, bet tapet o komz o yezh, skrivañ o anvioù. Goude e rankent tapout ur c'hamarad da reiñ ar baperenn-se dezhañ. An hini a veze ar signum gantañ e fin an ehan-skol, pe e fin an deiz (pe ar miz) a veze kastizet, gant taolioù pe gant un dell-gastiz.
Evit al latin
kemmañEr XVIvet kantved e voe kroget d'implij ar signum en Izelvroioù er skolioù latin evit boazañ ar vugale da ober gant al latin. E reolennoù ar skolioù e veze skrivet e ranked ober gant al latin hep distag, er c'hoariadegoù zoken. Betek en XIXvet kantved e chomas an traoù evel-se.
Evit ar galleg
kemmañAdalek amzer ar Renad Kozh e voe klasket lakaat ar galleg da yezh voutin etre an dud er broioù flamank. E hanternoz Bro-C'hall e voe berzet kelenn an izelvroeg en 1853, ha gant lezenn 1866 savet gant ministr gall an deskadurezh, Victor Duruy, ne veze ket implijet an izelvroeg ken nemet er c'hentelioù katekiz. E deroù an XXvet kantved e veze implijet ar signum c'hoazh er skolioù gall.
E Flandrez Belgia e veze graet ivez gant ar signum goude ma oa bet embannet gant astad Belgia e oa bet lakaet ar galleg da yezh ofisiel. E 1883 e oa bet votet lezennoù nevez diwar-benn ar yezhoù en deskadurezh, hag e 1885 e voe echuet ober gant ar signum er skolioù-stad war urzh ar ministr Joseph Thonissen. En un toullad skolioù katolik avat e voe implijet betek ar Brezel-bed kentañ. D'an emsav flamank e oa arouezius ar signum rak e veze implijet dreist-holl evit kastizañ ar vugale a gomze flandrezeg er skolioù. Koulskoude e veze graet gant ar signum en Belgia romanek ivez, ma veze rediet ar studierien d'ober gant ar galleg ha da zilezel o rannyezhoù romanek (walloneg, pikardeg).