Devezh etrebroadel ar yezh vamm
E 1999 e oa bet divizet gant an UNESCO ober eus an 21 a viz C'hwevrer Devezh Etrebroadel ar Yezh Vamm. Lidet e vez an devezh-se bep bloaz er stadoù zo izili eus an UNESCO hag e sez kreiz an aozadur, evit kas war-raok liesseurted ar yezhoù hag al liesyezhegezh.
Divizet e oa bet sevel Devezh Etrebroadel ar Yezh Vamm e koun Devezh Merzherien ar Yezh, un devezh eus 1952, pa oa bet lazhet manifesterien evit ar banglaeg gant ar polis hag an arme e Dhaka, e Pakistan ar Reter.
BrudAozañ
E broioù zo e vez implijet an devezh-se da vrudañ ar yezh, evel en Aljeria[1].
Gwelet ivezAozañ
Liammoù diavaezAozañ
- (en)International Mother Language Day. Kavet : 24/02/2021.
NotennoùAozañ
- ↑ (fr) Le Matin d'Algérie, 19/02/2016. Kavet : 24/02/2021.