Pandjabeg
yezh
(Adkaset eus Pundjabeg)
Ur yezh indez-ariek eo ar pandjabeg (pan̄jābī; ਪੰਜਾਬੀ e gurmukhi, پنجابی e chamukek) komzet gant 90 milion a dud er Panjab, rannet etre India (28 milion) ha Pakistan (61-62 milion).
Kavet e vez panjabegerion dre ar bed a-bezh, gant meur a hini er Rouantelezh Unanet, er Stadoù Unanet hag e Kanada dreist-holl m'emañ ar pemvet yezh muiañ komzet.
Unan eus yezhoù ofisiel India an hini eo.
Skrivet e vez e meur a doare-skrivañ disheñvel hervez al lec'h hag ivez hervez relijion an hini a skriv zoken:
- * ar siked ha tud all er Pandjab en India a implij kentoc'h ar skritur gurmukhi;
- * an hindoued hag an dud all o chom e Haryana ha Himachal Pradesh a ra a-wechoù gant ar skritur devanagari;
- * ar vuzulmiz en India ha Pakistan a implij kentoc'h al lizherenneg arabek anvet skritur chamukek (shahmukhi)
Gwelet ivez
kemmañ