plot Mar ne welit ket mat arouezennoù zo eus ar pennad-mañ, pe mar gwelit anezho fall (karrezioù goullo, pikoù-goulennata...) : ur font Unicode a vank deoc'h kazi-sur.

Talvezout a ra al lizherenneg arabek da skrivañ an arabeg da gentañ-penn. Kentoc’h eget ul lizherenneg ez eo ar reizhiad arveret evit skrivañ an arabeg un "Abjad". Abjadoù a vez implijet evit skrivañ yezhoù all ivez (yezhoù semitek da gentañ-holl). Abjad a vez graet eus ur reizhiad skrivañ na notenn nemet kensonennoù ur yezh, war-bouez nebeut.

Istor al lizherenneg

Genealogiezh klok

kemmañ
Skriverez arabek

Dre m'eo an arabeg yezh ar C’horan, levr sakr ar Vuzulmiz, eo en em ledet al lizherenneg-se bep ma'z ae an Islam war-raok. Ha setu penaos eo bet implijet (hag ez eo c’hoazh) evit skrivañ yezhoù ha n'int ket kar tamm ebet d'an arabeg. Ar perseg (pe farsi), an turkeg a-raok 1928 (pa c’hourc’hemennas Mustafa Kemal Atatürk ober gant un treuzskrivadur latin), ar c’hashmireg, ar sindheg pe c’hoazh an ourdou hag ar c’hurdeg a ra pe o deus bet graet gant al lizherenneg-se. Betek ar c'hastilhaneg a oa bet skrivet gant lizherennoù arabek pa'z edo Muzulmiz o ren war darn eus Ledenez Iberia. An holl yezhoù-se, war-bouez an turkeg, zo yezhoù indezeuropek. Yezhoù afrikan zo, evel an haoussa o deus bet graet gant al lizherenneg arabek a-raok tremen d'un treuzskrivadur lizherennegel latin. Alies-kaer ez eus bet ranket ouzhpennañ pe kemmañ lizherennoù zo d'al lizherenneg evit azasaat anezhi ouzh reizhiad soniadurel ar yezhoù-se (sellet ouzh Azasadurioù al lizherenneg arabek e yezhoù all)

Ne bled ket ar pennad-mañ gant distagadur al lizherenneg arabek.

Digoradur

kemmañ

Nav lizherenn diazez warn-ugent a ya d'ober al lizherenneg arabek. Eizh warn-ugent ma lakaer a-gostez an hamza a c'hall bezañ pe ul lizherenn drezi hec’h-unan pe un arouezenn diforc'hiñ. Skrivet e vez an arabeg a zehou da gleiz. N'eus diforc’h ebet etre al lizherennoù dornskrivet hag al lizherennoù moullet. Ne lakaer ket kemm kennebeut etre ar pennlizherennoù hag al lizherennoù munut. Diouzh an tu all e vez staget an darn vrasañ eus al lizherennoù an eil ouzh eben, memes pa vezont moullet, ha kemmañ a ra an tres anezho hervez ma'z eus lizherennoù all dirazo pe war o lerc’h pe pa vezont en o-unan. Ober a reer adstummoù diouzh ar gendestenn eus an dra-se. Lizherennoù zo avat ne vezont ket staget morse ouzh lizherenn all ebet. Evit gwir, e c’hall ur ger hepken bezañ dastroc’het gant un esaouenn pe meur a hini tre evel ma vez graet evit dispartiañ ar gerioù kenetrezo. Peurliesañ eo brasoc’h an esaouennoù etre ar gerioù eget ar re zo e diabarzh ur ger etre al lizherennoù distag avat.

Un abjad eo al lizherenneg arabek. Se a dalvez e rank al lenner, gouzout eus framm ar yezh evit adkavout ar vogalennoù. Evit se eo sikouret gant dasparzh peuzreoliek ar vogalennoù e diabarzh ar gwrizioù kensonennek zo diouzh yezhadur ar yezh. Sellet ouzh ar pennad a denn d'an arabeg war-eeun evit kaout muioc’h a ditouroù. Implijet e vez un notadur vogalennet resis pe resisoc’h en testennoù didaktek pe en embannadurioù ar C’horan avat. Graet e vez gant arouezennoù diforc'hiñ a raer diforc'helloù anezho. Ouzhpenn e vez graet ivez en testennoù-se gant un heuliad diforc'helloù silabenniñ a zo ar re voazetañ anezho ar sukūn (pe soukoûn), a verk an ezvezañs a vogalenn, hag ar šadda (pe chadda), a verk hirder ar c'hensonennoù.

Lakaat a reer al lizherenneg-mañ da sevel betek al lizherenneg arameek en hec’h adstumm nabateek pe siriek a ziskenne eus al lizherenneg fenikek. Homañ eo zo bet mamm d'al lizherennegoù hebraek, c’hresianek ha, da-heul, d'al lizherennegoù kirillek, latin, hag all. E 512 eo testeniekaet an destenn gentañ skrivet gant al lizherenneg arabek. N'eo ket nemet er VIIvet kantved m'eo bet ouzhpennet ar pikoù a-us pe a-is da lizherennoù zo evit o disheñvelaat. Nebeutoc’h a soniadoù eget an arabeg a oa gant ar patrom arameek. E penn-kentañ e oa bet ranket ober gant ul lizherenn hepken evit skrivañ meur a soniad eta. Pa oa degaset ar c'hemmoù e oa kemmet urzh al lizherennnoù, setu perak ne heuilh ket mui al lizherenneg arabek urzh hengounel lizherennegoù ar yezhoù semitek all (anvet urzh ar sav-heol, bet dalc’het gant an hebraeg betek hiziv.

Evit gouzout hiroc’h, sellit ouzh ar pennad istor al lizherenneg arabek.

Treuzskrivadur ha treuzlizherennadur

kemmañ

Meur a zoare zo da dreuzlizherennañ ha da dreuzskrivañ al lizherenneg arabek. En teul-mañ e vo graet kentoc’h gant an treuzlizherennañ DIN-31635. Gallout a ra an arabeg bezañ kodet gant lies reizhoù arouezennoù, en o zouez ISO-8859-6 hag Unicode, a-drugarez d'ar bloc’had arabeg zo etre U+0600 ha U+06FF. N'eo ket merket en daou rikoù-se ar stumm a rank ul lizherenn gwiskañ hervez ar gendestenn avat. D'ar c’heflusker diskwel eo diuzañ al lagad mat. E ken kaz az piije c’hoant kodañ stumm dibarek un arouezenn e kaver memes tra ar bloc’hadoù « Stummoù kinnig evit an arabeg A » (U+FB50 da U+FDFF) ha « Stummoù kinnig evit an arabeg B » (U+FE70 da U+FEFF). Enno emañ an darn vrasañ eus adstummoù an arouezennoù en o c’hendestenn hag ivez arouezennoù astennet evit yezhoù all. Erfin, poellek eo ar c’hodañ evit an arabeg, da lavaret eo e skriver an arouezennoù hep prederiañ pelloc’h war tu ar skrivañ (eilpennet evit ur c’hornôgad). D'ar c’heflusker diskwel eo embann an arouezennoù en tu mat. Er-c’heñver-se, ma welit ar gerioù arabek skrivet en tu kontroll war ar bajenn-mañ, eo peogwir eo re gozh ar stumm zo ganeoc’h eus keflusker diskwel Unicode. Evit gouzout hiroc’h diwar-benn ar pezh a denn d'ar c’hodañ an arabeg, sellit ouzh sturlevr Unicode a c’haller da gaout war Hapax (e galleg).

Heuliañ a ra ar pennad-mañ an treuzskrivañ hag an treuzlizherennañ a gaver er reolad DIN-31635, dreist-holl ; merket eo an adstummoù stag ouzh reoladoù all gant ur varrenn veskellek (s.o. Treuzskrivañ ar yezhoù semitek). notennit e c’haller erlec'hiañ un tired kognek ouzh ar makron a skiver a-us d'ar vogalennoù. Evit treuzlizherennañ an arabeg e ranker merkañ sklaer an arouezennoù na vezont ket distaget pe a vez distaget evel arouezennoù all, kuit a nep amjestregezh ; koulskoude ne ra an treuzlizherennañ nemet heñchañ an distagadur. Sellet traoñoc’h evit gouzout hiroc’h. Heuliañ a ra an treuzskrivadur soniadurel (eeunet un disterañ amañ) reolennoù al Lizherenneg Soniadurel Etrebroadel (API) : mar fell deoc’h mont donoc’h war distagadur an arabeg, sellit ouzh ar pennad soniadurezh an arabeg. Nemet e vije resisaet un dra bennak all e vo treuzskrivet an arabeg er pennad-mañ ha neket treuzlizherennet eo. Vogalennet eo an holl dermenoù skrivet en arabeg ha merket eo an holl diakritegoù (war-bouez ur sukūn bennak). war ar pemdez eo ral-kenañ seurt notadur klok na vez kavet nemet en oberennoù didaktek, evel ar pennad-mañ.

Lizherennoù diazez

kemmañ
Skrivadur Anv Treuz. Talvoud.
hec’h-unan deroù ger diabarzh lost
أ, إ, ؤ, ئ
hamza ʾ / ’ ha ‚ [ʔ]
ʾalif ā / â [aː]
bāʾ b [b]
tāʾ t [t]
ṯāʾ ṯ / th [θ]
ǧīm ǧ / j / dj [ʤ]
ḥāʾ [ħ]
ḫāʾ ḫ / ẖ / kh [x]
dāl d [d]
ḏāl ḏ / dh [ð]
rāʾ r [r]
zāy z [z]
sīn s [s]
šīn š / sh [ʃ]
ṣād [sˁ]
ﺿ ḍād [dˁ]
ṭāʾ [tˁ]
ẓāʾ [ðˁ]
ʿayn ʿ / ‘ [ʔˤ]
ġayn ġ / gh [ɣ]
fāʾ f [f]
qāf q / ḳ [q]
kāf k [k]
lām l [l]
mīm m [m]
nūn n [n]
hāʾ h [h]
wāw w [w]
yāʾ y [j]

Al lizherennoù hep stummoù diabarzh na deroù ger ne vezont ket stag morse ouzh lizherenn all ebet, ha pa vefe e diabarzh ur ger. N'eus nemet un doare da skrivañ an hamza rak ne vez ket stag gwech ebet ouzh al lizherenn zo en he raok pe war he lerc’h. Un diakriteg e c’hall an hamza bezañ, a-benn neuze e rank kaout un harpell (lizherenn harp). Ne grog ger ebet er geriadur gant un ʾalif, setu m'eo an hamza al lizherenn gentañ ha pa vefe bet lakaet al lec’h-se d'an ʾalif gant an hengoun hag an istor.

Lizherennoù all

kemmañ
Skrivadur
hec’h-unan
Skrivadur
deroù ger
Skrivadur
diabarzh
Skrivadur
lost
Anv Treuz. Talvoud.
tāʾ marbūṭa h et t / Ø / h / ẗ [t], [h], Ø
ʾalif maqṣūra ā / ỳ [(a)ː]
lām ʾalif [l(a)ː]

Tāʾ marbūṭa

kemmañ

Ur gensonenn eo an ة tāʾ marbūṭa (« tāʾ bouklet » ; un deveradenn istorel eus an ت tāʾ eo ha neket eus an ه hāʾ, setu perak ez eus daou bik. Trawalc’h eo bouklañ un tāʾ evit kaout un tāʾ marbūṭa), da lavaret eo un /t/ ; koulskoude, ne vez kavet nemet e lost ar gerioù hag e vez atav un /a/ (skrivet nemeur) en he raok. Ne vez distaget an son /t/ nemet pa vez distaget ivez ar vogalennoù troadurel zo en he raok ; ingal e lamer ar vogalennoù-se en distagadur pemdeziek avat. Setu perak e lavarer, ha pa vefe direizh, e talv al lizherenn-mañ evit [a(t)].

En un distagadur ledan e lakaer da glevet un [h] e-lec’h an [t] pa vez un ehan. Ur ral eo ma vefe treuzskrivet an tāʾ marbūṭa pa vez mut ; n'eus nemet gant an treuzlizherennañ ma vez merket (sellet a-is ouzh ar rannbennad Treuzlizherennañ) peurliesañ, met kemmañ a ra an doare aliesik. Er c’helc’hgeriadur-mañ e vo notennet an tāʾ marbūṭa gant ʰ. Sellet ivez traoñoc’h ouzh Doareoù lenn evit titouroù all.

ʾAlif maqṣūra

kemmañ

Ne vez implijet al lizherenn ى ʾalif maqṣūra nemet e lost ar gerioù ; ul lizherenn hiraat evit ar soniad /a/ eo. E anv a verk ar son roet da glevet, « ʾalif hiraat », ha neket e stumm peogwir e tenn al lizherenn d'ur ي yāʾ. Deskrivet eo e implij er rannbennad « Vogalennoù hir ha lizherennoù hiraat ».

Ere lām ʾalif

kemmañ

Pa vez un ا ʾalif goude ul ل lām, e ranker erlec’hiañ an div lizherenn gant an ere لا ;gwechall e oa ereoù all a seurt-se na reer ket ganto ken nemet er skridoù kribet-pizh han en un nebeud degouezhadennoù sonnet. Kavet e vezont c’hoazh er testennoù kozh. Lod anezho zo deskrivet er pennad a denn d'an ereoù.

ʾAlif mut

kemmañ

E gerioù zo, ha dreist-holl pa vez troadennet ar verb, e c’haller skrivañ un ʾalif mut na ra nemet harpañ un arouezenn diforc'hiñ. Kavet e vez dreist-holl er ger مِائَة miʾa, « kant » (a vefe reishoc’h e skrivañ مِئَة). E displegadenn ar berb ez ouzhpenner un ʾalif mut goude ur wāw و e lost ar gerioù ; evel-henn :

  • كَتَبُوا katabū, « skrivet o deus » ;
  • رَمَوْا ramaw, « stlapet o deus ».

Diforc'helloù

kemmañ

War ar pemdez ne ra an arabeg skrivet gant arouezenn diforc'hiñ ebet koulz lavaret, paneve ar pik usskrivet pe isskrivet evit digejañ lizherennoù amjestr (sellet ouzh Istor al lizherenneg arabek da gaout muioc’h a ditouroù). En ur framm kenteliourel pe relijiel avat e lakaer adarouezennoù niverus da aesaat al lenn. Dre ma ne vez ket notennet gant an arabeg nag ar vogalennoù, da skouer, nag hirder ar c'hensonennoù pe c’hoazh an hevelebekadurioù, n'hall ket un danvez lenner lenn un destenn a vouezh uhel hep bezañ skoazellet gant an arouezennoù-se pe hep gouzout ar yezh ervat.

Deskrivet eo an arouezennoù diforc'hiñ dre ar munud er pennad Diforc'helloù al lizherenneg arabek. aliet oc’h da lenn ar pennad-se a-raok kenderc’hel da lenn ar pennad-mañ pelloc’h. Evit gwir, ar gerioùarabek merket amañ a ra gant an diforc'helloù-se hag anavezout anezho zo ret-holl evit kompren krafoù zo.

Notadur ar vogalennoù

kemmañ

En desped d'ar pezh a c’hallfer krediñ, kensonennoù (pe lizherennoù mut) zo eus an holl lizherennoù meneget en taolennoù a-us. Ne vez ket notennet nemeur ar vogalennoù ha, pa vezont, eo dindan stumm arouezennoù diforc'hiñ.

Vogalennoù berr

kemmañ

Ne vezont notennet nemet dre stumm diforc'helloù hag hepken evit lemel kuit un amjestregezh (ral a wezh) pe enoberennoù kenteliouriezh pe relijion.

Vogalennoù hir ha lizherennoù hiraat

kemmañ

Peder lizherenn, anvet « hiraat », a implijer evit merkañ bezañs ur vogalenn hir — na vezont ket skrivet peurliesañ —, ا ʾalif, ى ʾalif maqṣūra (e lost ar gerioù hepken), ي yāʾ, ha و wāw. An div ziwezhañ zo ivez ar c’hensonennoù leun y ha w. Setu an degouezhioù amjestr a gaver en un destenn divogalennet (da lavaret tost dalc’hmat) :

  • ا ʾalif = ā pe soniadoù all, en o zouez ar gensonenn ʾ (taol tarzh) ;
  • ʾalif maqṣūra = ā e lost ur ger ;
  • ي yāʾ = ī pe y ;
  • و wāw = ū pe w.

Evit ar son ū, da skouer, e tigej an arabeg en un doare poellek ar soniad hir en uw ; evel ne vez skrivet nemet ar gensonenn e seblant notenniñ ū ivez. En doare-se e c’hall al lizherennoù-se, zo holl kensonennoù (ent istorel evit an ا ʾalif) c’hoari, en ur mod, ar roll vogalennoù hir ; lavaret e vez neuze ez int mater lectionis (e latin « mamm al lenn »). Ent gwir, daoust dezhañ bezañ un abjad e verk atav al lizherenneg arabek plas ar vogalennoù hir : hag evel-se, ar sinoù a verk ar plasoù-se zo lennet evel pa vijent vogalennoù. Skriturioù semitek all evel, da skouer, hini al lizherenneg hebraek a implij ivez an doare-se. Kement-se a laka arbennigourien zo war ar skriturioù (evel Thomas Bauer ; s.o. al levrlennadur a-is) da embann n'eo ket kensonennek-rik an abjadoù-se hag e tleer sellet outo evel ouzh gwir lizherennegoù enno vogalennoù neuze.

Divvogalennoù

kemmañ

Implijout a reer div (pe zivvogalenn) dreist-holl, ay hag aw ; evel ne skriver ket a diouzh boaz, ne verker nemet an eil elfenn, y pe w gant ar gensonenn a zere, ي yāʾ pe و wāw, ar pezh a zegas un amjestregezh ouzhpenn rak gallout a ra ي yāʾ ha و wāw bezañ lennet evel :

  • kensonennoù ;
  • lizherennoù hiraat ;
  • eil elfenn an divvogalenn.

Skrivañ an hamza

kemmañ

E penn-kentañ e notenne al lizherenn ʾalif ur gensonenn darzh taolet gant an tarzh, pe « taol tarzh », treuzskrivet [ʔ], evel ma vez kadarnaet gant al lizherennegoù all deveret eus an hevelep orin fenikek. Ar pezh zo eo bet implijet da mater lectionis, evel yāʾ ha wāw, da lavaret eo he deus talvezet da arouezenn erlec’hiañ evit notenniñ ur vogalenn hir. kement-se zo c’hoarvezet ivez gant abjadoù all. A-feur ma tremene an amzer eo steuziet he zalvoudegezh soniadurel hag abaoe e talvez an ʾalif da erlec’hiañ soniadoù, da notenniñ hirder ar vogalenn /a/ pe da harp grafek evit arouezennoù zo.

Bremañ e ra al lizherenneg gant al lizherenn hamza evit treuzskrivañ an taol tarzh, ur soniad a c’hall dont en arabeg forzh pelec’h er gerioù, e penn-kentañ pe e dibenn ur ger zoken. Koulskoude, ne'z a ket al lizherenn-se en-dro evel al lizherennoù all : n'hall ket bezañ skrivet hec’h-unan pe ezhomm he deus eus un harpell ha neuze e teu da vezañ un arouezenn diforc'hiñ :

  • hep harpell : ء ;
  • gant un harpell : إ,أ (a-us hag a-is un ʾalif), ؤ (war ur wāw), ئ (war ur yāʾ dibik pe yāʾ hamza).

Kemplezh eo an doareoù da skrivañ an hamza : gwell eo eta mont er munudoù en ur pennad distag : Lizherenneg arabek (skrivañ an hamza).

Hevelebekadurioù

kemmañ

Ne verk ket al lizherenneg arabek hevelebekadurioù ar c’hensonennoù stok-ha-stok :

  • divouezhiadur : daoust d'ar pezh a verk ar skritur, مُبْتَدَأ mubtadaʾ zo distaget /muptadaʾ/. Heverk eo ne vez ket kemmet ar skritur en degouezh-mañ evit heuliañ an distagadur en desped d'ar pezh a vez graet e degouezhioù all (steuziadur an hamza distabil, da skouer) ;
  • Hevelebekadur klok ar ger-mell أَل ʾal : hevelebekaet-klok e vez /l/ ar ger-mell ouzh ar c’hensonennoù dent a heuilh (anvet diouzh boaz kensonennoù « heol » evit enebiñ ouzh ar re all, anvet « loar ») ; ne verk ket splann ar skritur an hevelebekadur-se : /ʔal/+/d/ > /ʔadd/, skrivet د + أَل (ʾal + d-) > أَلدّ (treuzlizherennadur : ʾaldd- ; notenniñ ar šadda) ha neket *أَدّ (treuzlizherennadur : ʾadd). Derc’hel a reer da skrivañ al lizherenn lām, ha pa ne vefe ket distaget ken (ne lakaer ket a sukūn warni eta) ; stambouc’hus eo ar skritur pa c’haller merkañ hirder ar c'hensonennoù anataet — ha pa vefe ral a wezh — gant ar šadda. Ret eo d'an treuzskrivañ reiñ an distagadur koulskoude ; en degouezh a-us e vo skrivet : ʾad-d (lakaet e vez u rvarrennig-stagañ etre ar ger-mell hag an anv evit merkañ peg ar ger-mell ouzh an anv er skritur arabek ; heñveldra eo evit gerioù binvioù all).
Skrivadur Treuzlizherennadur Treuzskrivadur
1 ز,ر,ذ,د,ث,ت + أَل
ʾal + t-, ṯ-, d-, ḏ-, r-, z- ʾal + t-, ṯ-, d-, ḏ-, r-, z-
أَلزّ,أَلرّ,أَلذّ,أَلدّ,أَلثّ,أَلتّ
ʾaltt-, ʾalṯṯ-, ʾaldd-, ʾalḏḏ-, ʾalrr-, ʾalzz- ʾat-t-, ʾaṯ-ṯ-, ʾad-d-, ʾaḏ-ḏ-, ʾar-r-, ʾaz-z-
 
2 ض,ص,ش,س + أَل | ʾal + s-, š-, ṣ-, ḍ- ʾal + s-, š-, ṣ-, ḍ-
أَلضّ,أَلصّ,أَلشّ,أَلسّ ʾalss-, ʾalšš-, ʾalṣṣ-, ʾalḍḍ- ʾas-s-, ʾaš-š-, ʾaṣ-ṣ-, ʾaḍ-ḍ-
 
3 ن,ل,ظ,ط + أَل | ʾal + ṭ-, ẓ-, l-, n- ʾal + ṭ-, ẓ-, l-, n-
أَلنّ,أَللّ,أَلظّ,أَلطّ ʾalṭṭ-, ʾalẓẓ-, ʾalll-, ʾalnn- ʾaṭ-ṭ-, ʾaẓ-ẓ-, ʾal-l-, ʾan-n-

Lizherennoù arveret evit skrivañ yezhoù all

kemmañ

Zoken en arabeg, el lizherenneg anvet « kornôgel », e veze skrivet al lizherenn fāʾ ڢ (e-lec’h ف al lizherenneg reterel), tra ma skrived qāf gant ڧ (kentoc’h eget gant ق). Hiziv an deiz e ra an embannadurioù maghrebek diouzh boazioù ar reter.

Evit ar yezhoù all ha n'int ket an arabeg sellet ouzh Azasadurioù al lizherenneg arabek.

Poentadur

kemmañ

Skrivet eo an arabeg a zehou da gleiz. Implijout a ra an embannadurioù modern sinoù poentaouiñ a zouj d'ar skritur-se, da lavaret eo :

  • Ar skej eilpennet « ، » (kuit da gemmeskañ «, » gant « د », da skouer) ;
  • Ar pik-skej eilpennet « ؛ » ;
  • Ar pik goulennata tuginet « ؟ ».

Niveradur

kemmañ

Sellet ouzh ar pennad Niveradur arabek.

Kudennoù reizhskrivañ all

kemmañ

[Da vezañ klokaet]

  • Kengej sukūnioù, sukun hag hamza distabil ;
  • Paragog er gerioù estren.

Stiloù skrivañ

kemmañ

[Da vezañ klokaet]

Doareoù lenn

kemmañ

[Da vezañ klokaet]


Klavieroù arabek

kemmañ

Savet eo bet touchennaouegoù arabek an urzhiataerioù war skouer touchennaouegoù ar skriverezioù, evel-henn e c’hallont bezañ :

 
 

A-zivout an treuzlizherennañ

kemmañ

Evel eo bet gwelet ganeomp, e c’hall lizherennoù zo gwiskañ talvoudegezhioù disheñvel, lod all zo mut ; diwar-se eo amjestr an treuzskrivañ alies :

  • An hamza en e-unan, an ʾalif, yāʾ ha wāw pa harpont an hamza diakritek, zo ganto-holl an dalvoudegezh [ʔ], treuzskrivet ʾ ;
  • An ʾalif hag an ʾalif maqṣūra a dalvez o-daou da hiraat an /a/ : n'haller ket gant an treuzskrivaudr gouzout pehini eus an div lizherenn-se zo bet implijet ;
  • Ur ral eo d'an tāʾ marbūṭa bezañ distaget /t/ ; dre voaz ne vez ket notennet gant an treuzskrivadenn eta ;
  • N'haller ket disheñvelaat an tanwīn eus un heuliad {vogalenn + n} ;
  • Ne zeu ket war wel ar sukūn hag ar šadda en un dreuzskrivadenn ; heñveldra evit /l/ ar ger-mell hevelebekaet dirak ur gensonenn « heol », n'eo ket notennet, hag all.

Setu perak eo emsav a-wechoù implijout un treuzlizherennañ resis a heuilh pizh an destenn orin arabek, arouezenn hag arouezenn. Posupl eo en ober gant ar reolad ISO 233 (er skouerioù da-heul e vo lakaet an treuzlizherennadennoù etre briatadurioù) :

  • Skrivet eo pep kensonenn gant un arouezenn gensonennek, memes an ʾalif (treuzlizherennet {’}, skrab kromm), ar wāw, hag al izherennoù hiraat all :
  • Ne vez merket ar vogalennoù nemet m'eo vogalennet an destenn orin hec’h-unan ;
  • Merket eo doareoù dishañvel an hamza dre :
    • {'} (skrab eeun) gant un harpell : حَقَائِبْ ḥaqāʾib {ḥaqa’y'ib°},
    • {ˌ} hep harpell : ضَوْء ḍawʾ {ḍaw°ˌ},
  • Skrivet eo an ʾalif maqṣura {ỳ} : مَتَى matā {mataỳ} ;
  • Talvezout a ra an tāʾ marbūṭa un {ẗ} (e reoladoù all, un {ʰ}) : سَبْعَة sabʿa {sab°ʻaẗ} ;
  • Merket eo an tanwīnoù dre an tired lemm : رَجُلًا raǧulan {raǧuláʼ} ;
  • Merket eo ar sukūn gant un {°} : زَوْج zawǧ {zaw°ǧ}, ar šadda gant ur makron : شَدَّة šadda {šad̄aẗ} ;
  • Skrivet eo hevelebekadurioù ar ger-mell lizherenn ha lizherenn : أَلشَّمْس ʾaš-šams {'a’lš̄am°s}, hag all.

Levrlennadur

kemmañ
  • The World's Writing Systems, oberenn stroll dindan renerezh Peter T. Daniels ha William Bright, pennad « Arabic Writing » gant Thomas Bauer, Oxford University Press, 1996 ;
  • Michel Neyreneuf ha Ghalib Al-Hakkak, Grammaire active de l'arabe, Le Livre de Poche, dastumad « Les langues modernes », 1996 ;
  • Régis Blachère ha Maurice Gaudefroy-Demombynes, Grammaire de l'arabe classique, pemvet embannadur, Maisonneuve et Larose, 2004 ;
  • Dictionnaire Mounged de poche (français arabe ─ فرنسيّ عربيّ), dekvet embannadur, emb. Dar el-Machreq, Bayrouth.

A bep seurt

kemmañ

Pennadoù kar

kemmañ


Soniadouriezh an arabeg • Istor al lizherenneg arabek
Skrivadur an hamza • Diakritegoù al lizherenneg arabek
Azasadurioù • Niveradur arabek • Sifroù arabek


  Anvet eo bet ar pennad-mañ da bennad eus an dibab dre ma tegas brud vat da Wikipedia, an holloueziadur frank, hollvedel ha digoust. Evit gouzout hiroc'h sellit ouzh roll ar pennadoù eus an dibab.
  Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.