Wikipedia:Pennadoù eus an dibab
Gant ar bajenn-mañ e klasker renabliñ ar pennadoù dezho perzhioù a-zoare hag heverk e-touez ar miliadoù a bennadoù a gaver war Wikipedia e brezhoneg. Mar en em gavit er Wikipedia brezhonek gant ur pennad dispar, klok, sklaer, savet eus ar c'hentañ e c'hallit ouzhpennañ anezhañ amañ. Pep hini a roio e soñj ha, ma vez kavet mat gant wikipedourien all ivez, e vo tu da renkañ anezhañ e-touez ar pennadoù eus an dibab. Ouzhpennet e vo ennañ ar patrom {{Pennad eus an dibab}} e traoñv ar bajenn:
Hag ar steredenn Pennadoù a-zoare a gaver war ar wikipediaoù all ivez. Servijout a c'hallont ober evit pinvidikaat hor pennadoù deomp ivez. Merket e vez ar pennadoù eus an dibab e Wikioù all gant ar patrom {{Liamm PuB|en}} (da skouer). Ar pennadoù a live mat a zo da vezañ kinniget war ar bajenn pennadoù mat ma seblant deoc'h e c'heller o wellaat c'hoazh. Etre 0,1% ha 0,2% eus ar pennadoù a zo eus an dibab, a geidenn, war ar wikipediaoù dre vras. Roll ar pennadoù eus an dibab war ar wikipedia brezhonekAozañ2 pennad diwar 78 764 a zo eus an dibab, da lavaret eo 0,01% Kinnigoù pennadoù eus an dibabAozañAn neb a fell dezhañ/i a c'hell lakaat pennadoù war ar renk evit bezañ anvet evel pennadoù eus an dibab. Lakait hoc'h ali, mar plij. Ur wech ma vo un ali sklaer a-berzh ar gumuniezh (d'an nebeutañ 5 ali a-du, hep enebadur kreñv) e tapo ur pennad steredenn ar pennadoù eus an dibab. Mod all e vo diellaouet gant ur merour goude pemp ali enebet. Pa kinnigit ur pennad evit bezañ anavezet evel mat, lakait ar patrom-mañ e traoñ ar bajenn: Patrom:KinnigPAD. Marco PoloAozañ
Porched:EgiptopediaAozañ
Ur porched mat kentoc'h eget eus an dibab. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:45 (UTC)
Porched:BabelAozañ
Mec'hikoAozañ
Go (c'hoari)Aozañ
Primo LeviAozañ
Porched:AlamagnAozañMe gav ez eo brav ha klok ar porched-mañ. --Y-M D 23 Her 2009 da 20:57 (UTC) BerlinAozañAr pennad Berlin a gav klok-tre. --Y-M D 23 Her 2009 da 20:57 (UTC) Roll Faraoned EgiptAozañUr mell labour a-zoare, a zo talvoudus evit al likezidi hag ar studierion pa zispleg dre daolennoù un Istor hir. — 2.13.214.63 18 Meu 2015 da 19:38 (UTC)
Goulennoù evit tennañ ar meneg "Pennad eus an dibab"AozañMa kav deoc'h n'eo ket dellezek ar pennad-mañ-pennad eus ar meneg "Pennad eus an dibab" e c'hellit goulenn amañ izeloc'h ma vo tennet ar meneg diwarnañ. Sellet ivez ouzh:Aozañ |