Kartennouriezh

Recycle002.svg
Gwellaat ar pennad-mañ a vo ret a-raok ma vo gallet lavarout ez eo ur pennad a live holloueziadurel, ken e-keñver danvez, ken e-keñver brezhoneg.
Ma fell deoc'h reiñ hoc'h ali, resisaat petra zo da wellaat, grit e pajenn ar gaozeadenn.

  • Pa vo bet graet ar gwellaennoù e vo ret dilemel ar patrom-mañ.

Kartennouriezh a reer eus ar studi hag ar pleustr da sevel kartennoù.

Deskrivadur moullet an Ecumene (1482, Johannes Schnitzer, engraver) savet en ur implij daveennoù douaroniel Ptolemaios hag an eil vannerezh kinniget gantañ ha jedet diwar an daveennoù kavet e-barzh Geografia Ptolemaios. Goude bezañ bet dilezet kantvedoù-pad e voe adc'hanet an douaroniezh goude ma voe troet e latin ar Geographia e penn-kentañ ar XVIvet kantved

Dre genstrollañ ar skiant, ar genedelezh hag an teknik e talc'h ar gartennouriezh da gas an traoù gwelus da stlennoù egor gant un aozadur grafek pe stlennel. Pan eo ar gartennouriezh hollad an hentennoù da sevel ar c’hartennoù, ar sevel kartennoù e-unan eo an disoc’h ha kartennaouiñ a c’hall bezañ kevatal d'an dro-lavar-se. Posubl eo gwelout ar gartennouriezh evel ur skiant a c’hell bezañ kelennet e pep lec’h, met er skolioù sevel kartennoù e veze pleustret warni gwechall ha bremañ e vez kelennet dre hentadoù arbennik er skolioù-meur.

Goude m’eo bet kavet ar mammennoù, da lavaret eo skeudennoù, luc’hskeudennoù pe stlennoù (savleoù, skridoù, restroù…) e teu ar sevel kartennoù, hag a zo pal diwezhañ ar gartennouriezh.

  • Sevel program an traou da vezañ kartennet ha dibab an traezennoù da vezañ deouezet. An traezennoù a c’hell bezañ traou fetis evel an hentoù pe an torosennadur pe difetis (lec'hanvioù, harzoù politikel).
  • Mont d'un hollad douaroù digompez da zeouezad (ur seurt skeudennadur en arzoù) war ur skor stlenn plat ; setu perak e tleer ober gant bannerezhioù gartennel.
  • Lemel elfennoù an traezennoù deouezet kuit ha ma n'int ket a-blom gant ar pezh a zo da gartenniñ
  • Krennaat perzhioù a denn d’an traezennoù da vezañ kartennet betek mont d’an hollekadur.
  • Aozañ kempenn an elfennoù treset ken e c’hell ar gartenn kas ur gemmenadenn efedus d’an dewelerien, ar pezh a zo pal pennañ an ermeg kartenn (dizain[1] ar c’hartennoù).

Pan eo bet un darn eus teknikoù koshañ ar gartennouriezh re an dreserien hag ar voullerien emaint bremañ e dalc’h skiant ar stlenn douaregorel[2] hiziv ha diwar-se e vez savet reizhiadoù stlenn douaroniel (RSD) a endalc’h ar stlennoù douaregorel evit o c’hemm er restroù prest da vezañ moullet pe vannet pe gaset enlinenn.

Meur a skiant hag a ziskiblezh a ya da fardañ ar stlennoù douaregorel : douaroniezh, steredoniezh, mentoniezh, matematik, urzhiataerezh, aerlunerezh hag all. Ha meur ar skiant (ar re veneget dija) o deus ezhomm eus kartennoù (douarouriezh, bevoniezh, skiantoù sokial keraozouriezh, sokiologiezh…). Evit bastañ d’o ezhommoù eo ret implij elfennadur ar stlennoù.

Nevez zo eo bet ouzhpennet ar gartennouriezh 2.0 hag ar gartennouriezh kelaouiñ. Ijinet ez eus bet ur ger nevez evit kenskejadur ar gartennouriezh hag an urzhiataerezh : ar geomatik gant geomatikourien o pleustriñ warni.

Istor ar gartennouriezhAozañ

 
Arz roc'hel e Val Camonica
 
Kartenn Bedolina
 
Ur gartenn eus Breizh-Veur, Bizantion, Patrom:XIVvet kantvet, hervez Geographia Ptolemaios. Sifroù gresianek a verk 52–63°N – 6–33°E
 
Eilskrid (1472) eus kartenn Isidoro Sevilla

HenamzerAozañ

N’eo ket aes sevel un asant diwar-benn ar gartenn goshañ er bed pa n’eo ket sklaer ar pezh a weler livet pe gizellet milvedoù zo. E Catal Höyük e seblant bezañ livet skeudenn ar geoded anatoliat an Henamzer war un voger savet e-kerzh ar seizhvet milved kent Jezuz-Krist. Asambles gant roc’helloù kizellet er Ragistor e weler e Menez Bego (Bro-C'hall) hag e Val Camonica (Italia) ez eus tresadennoù lunioù mentoniel eno ha deveizet e vezont alies evel skeudennadurioù ar parkoù gounid, pevar mil bloaz zo, e deroù ar gounizerezh en Alpoù. Ur voger livet a weler e Ti an Amiral e Knosos (Mare ar Minoidi) a zispak ur gêriadenn war vord ar mor (navet kantved kent J.-K.). War-dro ar mare-se e voe skeudennet keoded Nippur, tost da Vabilon e Mezopotamia. Dre daveiñ d’ar bed babiloniat eo bet kavet skeudennadurioù ar bed a oa anavezet gant o zreserien. Kreizennet war keoded Babilon war ribl an Eufrat, e tiskouez ar gartenn ur seurt kantenn gant tresadennoù meur a geoded hag e weler ur stêr tro-dro dezho : ur meurvor emichañs. Ur gartenn all a ziskwel Babilon e Norzh ar bed.

Kavet ez eus bet deouezadurioù-lec’h kizellet e-kerzh Oadvezh an houarn. Ar gartenn anavezetañ a zo hini anvet  kartenn Bedolina , bet kavet e Val Camonica, en Alpoù adarre.

E mare an Henamzer gresian-ha-roman ez eus heklevioù war labourioù Anaksimander (c'hwec'hvet kantved KJK), met muioc’h a vrud a zo bet tapet gant oberoù Ptolemaios a skrivas an arnodskrid, Geographia (eilvet kantved K.J-K), kartenn an Oikumene (evel-se e oa anvet ar bed anavezet tro-war-dro an Hellenelezh) enni. Ar gartenn-mañ a chomas un daveenn a-bouez e-pad kantvedoù. A drugarez d’an Arabed a zalc’has da dreiñ an douaroniourien c’hresianek e voe miret o labourioù.

KrennamzerAozañ

E Sina gozh ez eus bet miret roudoù labourioù douaroniel er pemvetvet kantved KJK, met n’anavezer kartenn ebet a-raok ar pevare kantved KJK dindan paeroniezh Stad ar Qin e-pad Marevezh ar Stadoù Brezelour. Kantvedoù war-lerc’h e embannas ar skiantour Su Song ul levr, Xin Yi Xiang Fa Yao e ditl, hag a endalc’he kartenn ar stered savet dre ur bannerezh granennek (1091), ar gartenn goshañ graet diwar ur voulladenn. Koulskoude e seblant bezañ bet kartennoù merdeiñ[3], sterenn an Norzh enno, e deroù an Amzervezh kumun.

En IXvet kantved e veze savet gant ar c’hloer gristen kartennoù ar Bed[4] kreizennet war Jeruzalem, o tiskouez Afrika an Norzh, Azia hag Europa, ha tennet diwar ar Bibl. Kartennoù speredel evit prezegenniñ e oant, kartennoù evit beajiñ ne oant ket. N’eus kartenn ebet savet diwar ur dewouezhadur a-raok an XIvet kantved, darn anezho harpet war an Daolenn Beutinger a eilade sturlevrioù an Impalaeriezh roman diwezhat.

Er bloaz 1154 ez embannas an douaroniour arab Muhammad Al-Idrisi un atlas anvet Tabula Rogeriana (diwar anv roue Sikilia) a enlakae anoudegezhioù e-keñver Afrika, broioù an Meurvor Indian hag ar Reter-Pellañ dastumet gant ar varc’hadourien arab kenstrollet gant oberoù ar gartennerien c’hresian-ha-roman. Evel-se-se e savas ar gartenn resisañ evit e amzer hag an tri c'hantved war-lerc'h.

E diwezh an XIIIvet kantved e voe bet ijinet kartennoù arbennik evit ar verdeerien, ar portulaned o anv. Ne oa diskouezet nemet ar porzhioù, ar merkoù, linenn an aodoù, an enezennoù ha pep traezenn a c’hellfe bezañ emsav evit ar merdeadur. Evit sevel kartennoù merdeiñ e voe staliet ar skolioù sevel kartennoù e porzhioù zo. Da gentañ e Spagn ma voe savet ar portulan koshañ e 1344 (skol sevel kartennoù Mallorca) hag e Portugal (Lisbon) ha pelloc’h e Dieppe ha Konk-Leon. E Mallorca e voe savet an "Atlas katalan" (1375) a zo bet kaset da levraoueg ar roue Karl V. Ur portulan kartenn ar Bed warnañ eo.

War-dro 1 100 kartenn fardet er Grennamzer a zo bet miret, an darn vrasañ anezho enlakaet e-barzh dornskridoù enlivet, hag ur c’hantad en o unan.

AzginivelezhAozañ

Pa voe troet Geographia Ptolemaios e latin e diwezh ar Grennamzer, goude bezañ bet troet gant an Arabed, kartennoù ar Bed anavezet gantañ a vroudas goulennoù diwar-benn ar pezh a c’hellfe bezañ da gavout trema ar meurvorioù.

En Amzer an Ergerzerezh pe Amzer an Dizoloadennoù (XVvet kantved-XVIIvet kantved), ar gartennourien europat o deus implijet parzhioù kavet er c’hartennoù a-gent ha savet kartennoù aozet diwar arselladurioù an ergezhourien ha diwar an teknikoù nevez. Gwellaet-tre e voe ar spisted dre an ostilhoù nevez iijinet evel an nadoz-vor, an teleskop hag ar c’hwedant. Ar gartenn goshañ a zispak an [[Douar (planedenn)|Douar en e bezh (bedkartenn pe gartenn ar Bed) a voe aozet e 1492 gant an Alaman Martin Behaim (1459-1507).

Johannes Werner (1468-1522) a ginnigas ar bannerezh Werner, hag e 1507 e fardas Martin Waldseemüller (1472-1520) eus un tu ar gentañ bellenn douar hag eus un tu all ar gartenn voger gentañ, Universalis Cosmographia, emañ notennet ar ger America warni. E 1513, ur c'hartennour otoman, Piri Reis, a dresas douaroù eus Amerika ivez. Ar portugalad Diego Ribero († 1533) a dresas linenn ar C’heler war ur blanisferenn. An italian Battista Agnese (c. 1500-1564) a zo bet oberour 71 atlas dornskrivet, kartennoù merdeiñ tesket ennañ.

Ne oa ket boas (nag aes, a-wezhioù) skrivañ war gostez ar c’hartennoù da be zen e oa bet amprestet darn ar mammennoù. Da skouer, p’en doa arSaoz Herman Moll (1654-1732) embannet e 1715 The Beaver Map ("Kartenn an Avank"), kartenn goshañ Amerika a-hervez, e voe kavet da c’houde ne oa nemet eiladur ar gartenn savet e 1698 gant ar Gall Nicolas de Fer (1647-1720), met hemañ en doa kavet kalz elfennoù e-barzh labourioù ar Belgiad Louis Hennepin (1626-1704) hag ar Gall François du Creux (1596-1666).

Estreget ar c’hartennoù merdeiñ paeet gant ar varc’hadourien, aozet ha kellidet e veze ar c’hartennoù gant ar galloudoù politikel evit difenn pe tagañ an tiriadoù. Kalz kartennoù a veze gwelet evel traezennoù kuzh hag ar gartennourien a c’helle kaout goproù uhel pa lod anezho a glaske en em werzhañ d’ar Stad amezek.

Holl Stadoù Europa a glaskas staliañ skolioù kartennoù ha kas kartennerienn kuzh e pep lec’h. Roma, Firenze ha Venezia a zo bet al lec’hioù ma oa bodet un niver bras a gartennerien.

E Sina, ergerzhadennoù Zheng He er Meurvor Indian betek aodoù Afrika a vouetas ar c’hartennoù savet er XVIvet kantved gant kaelioù ha deouezadurioù an traezennoù, met ne voe ket kendalc’het gant an traou nevez-se.

XVIIvet-XVIIIvet kantvedAozañ

Ma ‘z eo bet bannerezh ar Flandrezad Gerard De Kremer (Gerardus Mercator, 1512-|1594]]) un araokadenn dispar evit ar verdeerien, ezhomm a oa eus bannerezhioù all evit kartenniñ an douaroù. Un Alaman, Matthäus Seutter (167-1757) a voe an hini kentañ e 1740 oc’h ober gant ur bannerezh gant diarsell a-zerc’h hag, e 1743, Joseph-Nicolas Delisles (1688-1768) a ginnigas ar bannerezh gernennek keit-ha-keit. Ar matematikour suis Johann Heinrich Lambert (1728-1777) a bledas gant kudenn ar bannerezh (penaos mont eus un douar pellennek d’ur dewouezad plaen evit e gas war ur follenn baper). Kavout a reas meur a hentenn evit ober bannerezhioù, met div anezho a chom implijet-kenañ : ar bannerezh kernennek kenfurm hag ar bannerezh azimutel.

Ken pouezhus eo al liamm krouet etre ar gartennouriezh hag ar glennadurezh (skiant ar ventoniourien brizachourien) pa skiant kozh ar gwalennataerezh a yae da vezañ implijet evit muzuliañ gorread an Douar ha d’e deouezañ war ar c’hartennoù paper. Ar benveg kentañ a oa ar c’hard kelc’h arwellaet. Ur bazenn vuioc’h hag ez eas an uhelventerezh da lakaat uhelderioù al lec’hioù da vezañ kartennet. Kaout muzulioù resis an hedoù evit sevel an deouezad kenstag a zeuas gant teknikoù an tric’hornekadur.

Ur skiant all a zeuas da reiñ harp d’ar gartennourien, ar steredoniezh a bled gant muzulioù an egor, ken war zouar hag en neñv. Pa vez termenet e 1663 hedredenn Pariz kentañ, hemañ-eñ war-lec’h Arsellva Pariz, da vezañ savet ha pa zeuas ar raktres sevel kartenn Bro-C’hall diwar urzh Loeiz XIV, ar gartennourien a zlee jediñ tres resis darn an hedredenn bennañ, koulz e Norzh hag e Su Pariz. Kroget al labourioù tric’hornekañ e 1700, ne voe ket echu sevel tres an hedredenn a-raok 1718. Da c’houde e voe jedet tresoù seizh linenn a-zerc’h ha re an harzoù hag an aodoù. Jedet e voe 814 tric’horn evit goleiñ tiriad ar rouantelezh a-bezh ha lec’hiadurioù ar c'hêrioù hag ar c'hêriadennoù, koulz re an elfennoù douaroniel (dourredennoù, menezioù…). War an dachenn e voe dastumet ar muzulioù gant daou ijinour-douaroniour. E 1744 e voe kinniget ur gartenn a ziskoueze an tric’hornioù.

Kinniget e voe kartenn hollek Bro-C’hall[5] d’ar roue Loeiz XV e 1747, met pa ne veze roet arc’hant publik ebet evit he c’henderc’hel e tivizas er c'hartennour gall César-François Cassini (1714-1784) sevel ur embregerezh prevez gant aotre ar roue. Daou vil tric’horn a voe treset (ar 814 kent enno) evit produiñ kartennoù lec’hel gant skeuliad 1 linenn evit 1 tezad Pariz (1/86 400 pa ya 864 tezad PAriz en ul linenn). Embannet ha kinniget da vezañ gwerzhet e voe etre 1747 ha 1793.

Rakjedet e oa bet embann 180 follenn kartenn, met 165 a oa bet moullet pa voe divizet ma vijent deoget gant ar Republik ha kaset eus voniad an Arsellva d’an Dépôt de la Guerre (dastumlec’h an dafarioù milourel), pa ne zlee mui enebourien ar vro anavezout tres spis an tiriad[6].

Pa voe krouet Akademiezh roueel Skiantoù Pariz (Académie royale des Sciences de Paris) e 1666 e voe sachet evezh an izili war kraf al lun m’he deus an Douar (la figure de la Terre), rak ur sferenn beurvat e oa, hervez diskibled René Descartes (hag un damsferenn pladet e takad ar polioù hervez diskibled Isaac Newton). Evit kaout un diskoulm e voe divizet kas ur skipailh skiantourien renet gant arsteredoniour breizhat Pierre Louis Moreau de Maupertuis (1698-1759) da Norzh Finland gant kefridi kenveriañ hed un derez gwarenn war an hedred gant an hini a oa bet jedet nepell diouzh Pariz. Pa oa an hini kentañ an hini hirañ e vsoe kadarnaet teorienn Newton.

Divizet e voe gant Akademiezh ar Skiantoù kas un skipailh all evit muzuliañ un derez gwarenn war un hedredenn a droc’h ar C’heheder er vro a vez Ecuador hec’h anv e Amerika ar Su. Ar steredoniour gall Charles Marie de la Condamine (1701-1774), ar matematikour breizhat Pierre Bouguer (1698-1758) hag al louzawour gall Joseph de Jussieu (1704-1779) a voe an tri skiantour pennañ.

XIXvet-XXvet kantvedAozañ

Pep Stad er Bed a glaskas sevel kartennoù ar spisañ ma c’heller rak diorreadur an ekonomiezh hag an deskadurezh a vroude an holl evit gouzout penaos e oa aozet ar bed ha penaos e oa posubl beajiñ, ober kenwerzh hag eskemm divizoù. Dre ar wask hag al levrioù skeudennet e veze degaset deskrivadurioù ar broioù pell, ha gwell a-se ma veze degaset kartennoù ouzhpenn.

E 1818, e krogas an Dépôt de la Guerre gant sevel kartennoù sturvod (cartes d’état-major) gant ur skeul 1 metrad evit 80 000 metrad, met ar savleoù a veze graet evit ar skeul 1/20 000. Pep follenn ar c’hartennoù a veze goloet gant kartoñs tev evit bezañ implijet gant an ofiserien dindan an amzer. E 1887 e oe dispartiet ar Service géographique des armées (SGA) d’ar Service historique des armées hag ar SGA a yeas da vezañ an Institut géographique national (IGN) e 1940.

Etre 1799 ha 1804 e veajas Alexander Von Humbolt e Spagn Nevez (Mec'hiko hiziv) evit dastum anaoudegezhioù skiantel. Sevel a reas kartenn vras ar vro-se diwar labourioù lec’hel kempennet o hedredennoù hag o ledredennoù.

Er Stadoù-Unanet, daou amsez kevredel a bledas gant ar c’hartennouriezh : an US Coast Geodetic Survey hag an US Geological Survey.

E 1884 e voe bodet e Washington D.C Kuzuliadeg an hedredenn etrebroadel hag e voe divizet lakaat hedredenn Greenwich da vezañ an hedredenn orin evit an holl gartennoù merdeiñ hag an holl gartennoù a-vremañ erfin[7].

Luc’hskeudenniñ an douaroù diwar ur c’harbed o nijal a c’hell dibradañ diouto a zeuas da vezañ posubl, da gentañ gant an aerlistri, da c’houde gant an nijerezioù. Implijet e voe ar mekanikoù-se er Brezel-bed kentañ evit ober nijadennoù reizhet gant nijerezioù arbennik.

Gant an urzhiataerezh e voe eilpennet teknikoù ar gartennouriezh, koulz ar savleoù hag an sevel kartennoù e-unan. Pep luc’hskeudenn tennet diwar nij a c’hell bezañ dezreget da vont da vezañ e-giz ma vije plaen (reizhluc’hskeudenn) ha goude 1978 (loarelloù Transit ha Spot) e voe posubl implij al lunerezh dre loarell un diarunusted dindan 5 metrad ganti. Graet e vez an aerlunerezh eus ar sevel skeudennoù niverel diwar an uhel.

XXIvet kantvedAozañ

P’eo bet posubl amestezañ lestrazioù loarelloù e voe ijinet gant al lu stadununat ma vije resevet arhentoù lec’hiañ a-drebad ken e oa anavezet lec’hiadur ar resever. Evel-se e vez goloet ar Bed gant 6 reizhiad douarlec’hiadur dre loarell (DLL)[8]. Goude ar Stadoù-Unanet (GPS, 1996-2000), Rusia (Glonass, 1996-2010), Sina (Beidou), Unaniezh Europa (Galileo), Japan (QZSS) hag India (IRNSS), meur a reizhiad a c’hell bezañ resevet war ur benveg boutin-tre evel ur poellgomzer.

P’eo bet lakaet asambles ar gartennouriezh dre loarell hag ar reizhiad douarlec’hiadur dre loarell e c’hellas embregerezhioù urzhiataerezh bras embann reizhiadoù kartennouriezh enlinenn evit ar Bed a-bezh (evit al Loar ivez). Google, Yandex, Here, Tom Tom, Apple, Beidou : ken implijet int deuet da vezañ ma ne ra mui lod tud gant ar c’hartennoù paper. Dispaket e vez war skrammoù ar c’harbedoù ur sell war gartennnig al lec’hioù m’o deus c’hoant da vezañ.

Google Maps a voe disklêriet e 2003 hag a reas berzh pa ginnige tammoù kartenniñ evit ar beajoù hag an dezougerezhioù ma c'heller o implij war pep urzhiataer pe boellgomzer, koulz ha tammoù aerlunerezhioù, met ur sistem henchañ hag un etrefas evit atersiñ ha kavout lec'hioù, straedanvioù, stalioù a bep seurt hag all. Deuet eo kenderc'hadoù ar gartennouriezh da vezañ un dra voutin-tre.

E 2004 e voe lañset an embregenn OpenStreetMap, dezhi ar pal kartenniñ a-stroll hag a-youl-vat an holl vroioù diwar an arselloù war al lec'h pe diwar mammennoù stlennoù egordouaroniel frank. Embregennoù digor pe brevez all a ya d'ober ar pezh a vez anvet ar gartennouriezh 2.0.

Kartennouriezh ha galloud politikel-ha-milourelAozañ

Brezelekaat eo talvoudegezh pennaén an douaroniezh, hervez Yves Lacoste[9]. Efedus-tre eo bet ar c’hartennoù e-touez an ostilhoù savet diwar ar skiant-se. Savet eo bet gant skiantourien a laboure evit ar galloudoù, hag er XIXvet kantved e voe roet d’al luioù monopol ar sevel kartennoù bras o skeuliadoù.

Er Rouantelezh Unanet, servij an dafarioù milourel (Board of Ordnance) a gavas e vije aesoc’h difenn Bro-Skos goude emsavadeg ar Jakobidi (Jacobites)[10] dre sevel kartenn an Uheldirioù. E 1790, ur servij sevel kartennoù a voe diazezet, an Ordnance Survey e anv. Eilañ a reas teknikoù gall an tric’hornadur evit embann follennoù kartenn vras ar rouantelezh. E Spagn ivez e voe ar c’hartennoù bras o skeul savet gant al lu, a-raok bezañ fiziet en Instituto Geografico Nacional.

Met dispartiet eo bet ar servijoù stlenn douaroniel, an darn vuiañ da vezañ un ensavadur tredvourel ; chom a ra servijoù milourel (e Bro-C’hall, ar Service géographique de l’État-major hiziv) a zo ur egorlestraz loarelloù ganto.

Pep a lestraz mor a savas ur servij sevel kartennoù merdeiñ, ken n’hell e vagoù bezañ en arvar, nag en dourioù broadel, nag en dourioù estren. E Bro-C’hall e voe diazezet an Dépôt des cartes et plans de la Marine e 1720 ha deuet eo da vezañ ar Service hydrographique et océanographique de la Marine (SHOM), pemp ensavadur ennañ, Brest en o zouez.

Kemmoù teknikel an tresañAozañ

Er c’hantvedoù kent ar XIVvet kantved, teknikoù ar sevel kartennoù a denne da amweziadoù ar skrivañ : pluennoù, broustoù, barroù-livañ, perzhioù ar parchoù… Nebeut-tre a skouerennoù a veze fardet evit ar vegenn bolitikel pe gefredel.

Gant ma vez implijet ostilhoù evit muzuliañ an hedoù, an ankloù ha saviadoù ar c’horfoù-egor e vez kaset ar sevel kartennoù trema ar matematikoù ha rannoù ar skiant-se evel ar ventoniezh hag an tric’hornventouriezh, da skouer kartenn ar "Gallia" a voe savet e 1525 gant ar matematikour gall Oronce Fine (1494-1555). Pelloc’h e teuas araokadennoù ar mekanikoù (gwaskerell, kard kelc’h, nonius) evit jediñ al lec’hiadur ez-resis. En XVIIIvet kantved e voe ijinet ar padventadur-mor evit jediñ an amzer merdeiñ ha didennañ lec’hiadur ar vag en ur genveriañ gant saviadurioù ar stered. War an douar e voe ijinet benvegoù hezoug a bep seurt evit muzuliañ an hedoù hag an ankloù.

Cheñchamentoù bras a zeuas e-keñver ar skor ma vez lakaet al labour warnañ pa zeuas amzer ar gwask a c’helle degemer koadengravadurioù pe grafengravadurioù pe arouezennoù. Pa greske barregezhioù ar grafengraverien e teuas ar c’hartennoù da vezañ aesoc’h da lenn ha kemplesoc’h. Pelloc’h, en XIXvet kantved, ijinadenn ar maendreserezh a zegasas un doare da fardañ kartennoù marc’had-mat da vezañ dasparzhet a-viliadoù gant ar moullerezhioù herrek. Araokadennoù graet e-barzh al luc’hgimiezh a zegasas moulladennoù finoc’h ha stabiloc’h .

Un emdroadur war daou lamm eo degouezh an tresañ leviet gant an urzhiataerezh en deus degaset en treselloù (asambles gant un daol vras peurvuiañ) a laboure hep daouarn. Ur bazenn ouzhpenn ha pep a voullerezh hiniennel a c’hall moullañ kartennoù. Erfin eo deuet da vezañ boutin arselled kartennoù war ur skramm.

Teir familh teknologiezhioù zo deuet da vezañ pileroù ar gartennouriezh : Computer-aided design (CAD ; Tres ameilet gant urzhiataerezh - TAU), ar reizhiadoù stlenn douaroniel hag ar meizantoù skeudenniñ arbennik. Boniet e vez ar stlenn egordouarel e-barzh an urzhiataerioù ken e vez adtapet diwar c'houlenn. Pep a stlenn a c'hell bezañ implijet evit sevel war ar prim kartennoù etrewezhiat ha dinamek. Dafar teknikel evit ar savleoù war an dachenn (urzhiatarerioù kaletaet, roudennerioù, ardivinkoù laser) a zo ken heloc'h ha ken efedus m'eo aet ar sevel kartennoù da vezañ un ober predel.

Perzhioù hollek ar gartennouriezhAozañ

Hollek pe dodennekAozañ

Daou rummad a gaver ar c’hartennoù : ar re hollek hag ar re zodennek. Ar re gentañ a endalc’h kalz elfennoù gant titouroù war al lec’hiadur ha daveennoù all. Produet e vezont a-yoc’h evit an dud. En o zouez emañ ar c’hartennoù bras o skeulioù evel tresoù-gêr ha kartennoù evit ar c’henkadennoù (troiadoù-bale). Ma vezont o tispakañ titouroù war un nebeud dodennoù e c’hall ar c’hartennoù lakaat war wel titouroù perzhek evel ar pezh a vez gounidet en un takad pe harzoù politikel ur bastell-vro pe ur vro a-bezh. Bez' ez eus kartennoù hollek ha dodennek war un dro, ar c’hartennoù-reteriñ pa ‘z eo un dra hollek deouezhadur ar strujerezh ha dodennet meur a elfennoù.

Glennadurel pe loadonielAozañ

O teouezhañ spisoc’h al lec’hioù gant o ferzhioù torosennadurel eo deuet da vezañ glennadurel (topografek) meur a gartenn savet adalek an XIXvet kantved. Ma ne degas nemet un nebeud perzhioù an takad e lavarer m’eo loadoniel (topologek) ar gartenn, ken e vez graet un tres (un tres kêr, da skouer) eus ar gartenn simplaet-se. Savet e vez tresoù an dezougerezhioù (trenioù, kirri-boutin…) hep mirout ur skeul unvan ha gant linennoù eeunaet. Azasaet eo an tres diwar mennad degas titouroù bevennet mat d’ar re o deus ezhomm kompren buan ar gallustedoù beajiñ. Kartennoù-hent a zo ur skouer vat eus ar c'hartennoù loadoniel.

Dibab an titouroù diwar ar mennadAozañ

Lakaat an dewelerien da intent ar mennad pennañ eo pal ar c’hartennour ken eo bet savet ar c’hartennoù gant ur mennad pe un nebeud mennadoù atav. Ar mennad arank bezañ intentet dindan nebeut amzer ha hep koll evezh. Dre splannded an titouroù ha sklaerded an doareoù tresañ e c’heller tizhout ar palioù ha seveniñ ul labour talvoudus.

Kendrec’hiñ an deweler m’eo diles an traou dispaket a dremen dre ar c’hempenn brav ha sklaer. Da gentañ holl eo ret dibab un titl a-feson a grou ul liamm etre an arouezennoù hag ar komprenezon ken e ro lañs d’an deveizadur[11].

Gant ar gartennouriezh a-vremañ eo deuet posubl kavout ur gartenn diwar-benn temoù diniver evel diabarzh ar c’horfoù koulz hag ar c’hiberegor.

Anvadur dre gendiviz emplegatAozañ

Pennad pennañ : Lec’hanvadurezh Dispak a ra an darn vuiañ eus ar c’hartennoù elfennoù lizherennet evel lec’hanvioù, anvioù boutin, alc’hwezioù, leadelloù ha notennoù ne c’hell ket an dewelerien tremen hepto. Fardet e vezont evit bezañ komprenet gant implijerien ur yezh pe ziv. Gwashoc’h e vez an diaesterioù pa vez lizherennegoù ha ne vezont ket anavezet gant an holl. A-wezhioù ne vez ket kenstag an anvadur pa vez mesket doareoù hengounel ur yezh gant furmoù lec’hel. Da skouer, kinniget e vez d’ar c’hallegerien kartennoù Rusia gant treuzskrivadurioù diwar al lizherenneg kirillek, met an doare hengounel a chom merket evit kêrioù bras zo (Moscou/Moskva, Saint-Petersbourg/Sant-Peterburg). An treuzskrivadur diwar ar skritur arabek a degas diforc’hioù evit keranvioù kaset d’ur yezh all (Moka, Mokka, Mocha, Al-Mukha e Yemen). Pa vez adreizhadur doare-skrivañ e weler an anvioù o kemmañ evel Beijing, kêr-benn Sina, a zo bet "Peking" evit ar saoznegerien (reizhiad treuzlizheradur Wade-Giles) ha "Pekin" evit ar c’hallegerien (reizhiad an École française d'Extrême-Orient / EFEO).

Pa vez implijet meur a yezh ofisiel e broioù zo e vez savet kartennoù divyezhek (pe liesyezhek). E Suis e weler kartennoù gant peder yezh (alamaneg, galleg, italianeg, romañcheg).

SkeuliadAozañ

Pan eo pep kartenn deouezad gwall galz bihanaet un dachenn ez eus ur c’heñver a-fed ment ar gartenn ha ment an tiriad ma tenn dezhañ. Ur skeuliad a vez jedet evit an derchennad eztaolet dindan stumm ar rann diwar unan. Eztaoliñ a reer ar skeuliad 1/100 (da skouer) dre ar formulenn :

  • ment manat = ment gwerc'hell × (1/100).

Dibab skeuliad ar gartenn a zo ar pep pouezusañ p'eo ret azazaat gorread an takad a glask da gartenniñ, spisted an traezennoù dispaket hag, erfin, ment ar gartenn. P'eo bras ar skeuliad (ur rann eo) e vez bihan ar ranner hag m'eo bihan e c'hell tizhout 80 000 ha muioc'h.

Ar "cartes de randonnée" (kartennoù kenkañ) a vez embannet ingal gant an "Institut géographique national" a zo 1/25 000vet o skeuliad. Kavet e vez kartennoù Breizh war paper a zo 1/250 000vet o skeuliad.

Ar c'hartennoù enlinenn o deus perzhioù dibar e-keñver ar re war baper : kartenno link int (posubl eo cheñch ar bastell-vro dewelet) hag kartennoù ganto un ugentad skeuliadoù d'an nebeutañ a lakaer da zibunañ.

Arouezskrivadur kartennelAozañ

Pennad pennañ : Arouezskrivadur Kempennet e tle bezañ ar gartenn ma vo gouest an deweler diboullañ pep a ditour a c’hell bezañ dedennus evitañ dre ur stellad arouezioù a gas d’ar goubaradur dre natur. Ezhomm eo eus ul leadell a zispak keit-ha-keit an arouezioù hag ar gerioù displegañ a dalvez da arouezskrivadur ar gartenn. Titl ar gartenn eo penn al leadell, distaget pe get, hag e veneg pe takad an Douar a zo aroueziet ha deouezhet peurvuiañ.

Ma vez lec’hiet war gostez ar gartenn roll an arouezioù gant o displegadennoù e weler un nebeud anezho hag a zo diret, o tispakañ ar reteradur (dre ur bir pe [[rod an avelioù), skeul an hedoù, bannerezh ar gartenn. Kavout a reer titouroù skrivet: mammennoù, gwirioù miret, embanner ha notennoù teknikel.

A-bouez-tre eo dibab ha kempenn al livioù pa vez un niver divent anezho (16 milion dre urzhiataerezh). Ret e vo heuliañ reolennoù war gempenn al livioù evit ma ne vo ket takadoùigoù harz-ouzh-harzh heñvel o livioù. Harpet e vez al labour gant an urzhiataerioù a c’hell jediñ ar pezh a vez gwelloc’h evit an dewelerien.

HollekadurAozañ

Pennad pennañ : Hollekadur kartennel Sevel ur gartenn a zo kemer divizoù resis war ar pezh a vo endalc’het e-barzh ha plegañ dirak ar fed ne c’hell ket silañ pep traezenn arouezet ken e vije re leuniet ha diaes da lenn, pe distummet gant arouezioù kuzhet dindan reoù all. Seul vihanoc’h ar skeuliad, seul nebeutoc’h a draezennoù dispaket. Hollekadur kartennel a vez graet eus ar c’hempenn a zle bezañ graet pe gant an dorn pe gant jedadennoù an urzhiataer evit digreskiñ an arouezioù d’o azasaat da vent ur gartenn bihanoc’h e skeuliad pe evit ar c’hontrol.

Meur a hentenn a c’hell bezañ dibabet : eeunadur, lamedigezh, teuzidigezh, skañvadur, kreñvadur, strolladur ha krouidigezh un arouez arbennik.

BannerezhioùAozañ

Pennad pennañ : Bannerezh gartennel Estreget ar c’hartennoù na dispakont ket ar pezh a c’hell gwelout war an dachenn eo ret ober un treuzvarc’had etre pellennegezh ar Voul Douar ha plaended ar c’hartenn, ha kalz bannerezhioù a zo bet ijinet adalek an Azginivelezh. Evit gwir ne ra ket dave d’un bannerezh mentoniezel, met d’an treuzfurmadur plaen. D’ar c’hartenner eo da zibab ar bannerezh hervez ledanded ar gartenn hag ar mennad pennañ. Hiziv e vez implijet kalz ar vannerezh Winkel-Tripel evit sevel bedkartennoù, met meur a vannerezh a vez implijet evit ar skeuliadurioù uhelañ. E Bro-C’hall eo dibabet ar vannerezh Lambert93 evit ar c’hartennoù aotreet gant ar Stad.

Fazioù hag ouzhpennadennoù er c’hartennoùAozañ

Estreget ar fazioù a zeu eus savleoù direizh pe ziglok e kaver fazioù dre youl, anvet "vioù Pask" e saozneg (Easter eggs), peurvuiañ en tresoùb kêr (ur straed pe ur gêriadenn ha n’eus ket anezhi, da skouer), ken e servijfe da prouiñ m’eo bet eilet an dra dilezenn. Ober ar c’hefred eo ar c’hartennoù hervez Emglev Bern (1886). Ritennadurioù a vez silet e-barzh ar c’hartennoù evit klask mirout anezho da vezañ eilet evit an adwerzh.

Pa c’hell ar c’hartennoù bezañ un afer Stad pe vilourel ez eus bet fazioù pe tresoù dilec’hiet dre abegoù politikel.

LevrlennadurAozañ

Liammoù diabarzhAozañ

NotennoùAozañ

  1. Dizain eo ar ger erbedet gant Ofis publik ar brezhoneg evit design.
  2. Saozneg: GIS science, ma talvez GIS kement ha Geographic Information System.
  3. Kartennoù-mor (kartenn-vor) a vez implijet ivez. Carten-vor ha Cartennou-vor, e geriadur Gregor Rostren, 1732.
  4. Kavet eo an tro-lavar-se e geriadur Gregor Rostren, carten ar bed, 1732.
  5. Carte qui comprend tous les lieux de la France qui ont été déterminés par les opérations géométriques.
  6. Patrice Bret, Le Dépôt général de la guerre et la formation scientifique des ingénieurs-géographes militaires en France (1789-1830), en Annales de la Science
  7. Emañ an hedredenn 0 implijet evel an daveenn gant ar c’hartennoù mor e 102,5 metr er reter da Arsella Grennwich.
  8. Global positioning system (GPS)
  9. (fr) Yves Lacoste, La géographie, ça sert d’abord à faire la guerre, Maspéro, 1976 ha La Découverte, 2014(ISBN 978-2-7071-7836-7)
  10. 16881746
  11. Monmonier, Mark, Mapping It Out, Chicago: University of Chicago Press, 1993, p. 93 (ISBN 978-0-226-53417-6)