Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ar paper a zo un danvez fardet diwar gwiad plant lakaet da vezañ un toaz hag a c'hell bezañ gwasket evit ober follennoù moan-tre gantañ. Ur baperenn a zo ur follenn baper hec'h-unan. Ijinet eo bet ar paper evit bezañ implijet evit skrivañ, ha meur a implij all a zo, evel gronnañ traoù pe ober kinkladurioù.

Ijinadenn ar paper

kemmañ

Krediñ a reer eo bet ijinet ar paper gant ar Sinaiz p'eo bet kavet ar baperenn goshañ e Bro-Sina deiziadet eus ar bloaz - 8 ktJK. Evit e veze kontet a-gozh gant ar Sinaiz e oa bet ijinet ar paper dindan ren Qin Shi Huang, diazezer an tiernelezh Qin en 3vet kantved ktJK.
Hervez ur vojenn all e vije bet reolennet penaos fardañ ar paper gant ur ministr sinaat karget eus ar gounezerezh er bloaz 105, ken e oe produet e-leizh.

Hervez an hengoun e vije bet dizoloet ar paper gant an Arabed pa oan bet trec'h war ar Sinaiz en emgann Talas (745). Koulskoude eo bet kavet e oa anavezet an dra dija. Er mare-se e komprenas an Arabed ervat eo ar paper ur benveg dreist evit dasparzh ar mennozhioù ha dont a reas kêr Samarkand da vezañ ur greizenn evit eilañ testennoù an Islam war dornskridoù e paper. Kompren a rejont ivez e oa gwelloc'h ouzhpennañ pilhoù roget d'ar plant a veze implijet.
A feur ma tostaas an Arabed ouzh Europa e oe ledanaet implij ar paper di war-dro ar bloaz Mil. E Bro-C'hall ez eus roudoù eus implij ar paper war-dro 1200.

Pennadoù kar

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.