An deog zo un doare taos a vez paeet d'un ensavadur relijiel, peurvuiañ, pe d'un aotrouniezh bennak. Da gentañ e talveze an deog kement ha 10% eus gounid pe frouezh an douar. Abaoe an Henamzer eo anavezet an taos-se. Da gentañ e veze paeet gant madoù, evel chatal, gloan, laezh, trevadoù... ha mont a raent d’ober un dekvedenn eus ar pezh a oa bet dastumet gant an dud e-pad ar bloaz. Goude e teuas da vezañ paeet, alies, dre sammadoù arc’hant e-lec’h madoù. Meneget eo an deog er Bibl ha roud a gaver anezhañ er yuzevegezh, er gristeniezh hag en islam. E kevredigezh ar Grennamzer, e broioù Europa, e oa un dra a bouez bras. Abaoe an Dispac'h gall n'eus ket eus an taos-se e Bro-C'hall, nag e Breizh. Diner an Iliz en deus kemeret lec’h an deog, en hon amzer hag en hor bro, evit an Iliz katolik.

Paeañ an deog en Templ gant Pierre Monier.

Ar meneg kentañ eus ar ger brezhonek deog a gaver er C'hatholicon e 1499. Dont a ra eus ar ger latin decima (pars) "dekvet (rann)"[1], dre ma veze kemeret an dekvedenn eus an trevadoù. Hervez al lec'h avat e c'helle ar c'hementad-se bezañ un daouzekvedenn pe un driwec'hvedenn[2].

Notennoù

kemmañ
  1. Geriadur bras Faverau
  2. Ar Feiz hag ar Vro, Alain Durand, p. 220