Ruggero II
Roger de Hauteville (1095 - 1154) zo ur c'hont norman eus an XIIvet kantved, anavezet evel Ruggero II hag a voe roue Sikilia.
Eil mab e dad, Roger de Hauteville, anavezet evel Ruggero Iañ, e oa. Hennezh a oa kentañ kont norman Sikilia, hag e vamm e oa Adélaïde de Montferrat. Gantañ e voe krouet rouantelezh Sikilia (1130), a vez graet anezhi a-wechoù Sikilia norman pe rouantelezh norman Sikilia.
Dimezioù ha bugale
kemmañE 1118 e timezas da Elvira, merc'h da Alfonso VI (war-dro 1100 - 1135), roue León, ha bugale dezho :
- Ruggero (1118 - 1148), dug Puglia,
- dimezet da Bianca di Lecce ebbe Tancredi, danvez roue Sikilia;
- Tancredi (war-dro 1120 - 1138), priñs Bari;
- Alfonso (war-dro 1122 - 1144), priñs Capua ha dug Napoli;
- Adelasia (war-dro 1126 - goude 1184), kontez Firenze hervez ar reizh, dimezet div wech
- da Jozzelino, kont Loreto
- da Roberto, kont Loritello ha Conversano;
- Guglielmo, (1131 - 1166), dug Puglia da gentañ, ha goude Roue Sikilia (1154-1166), lesanvet Guglielmo il Malo;
- Enrico (1133 - circa 1145), priñs Taranto;
- Clemenza (?)
Mervel a eure e bried Elvira e 1149, hag intañv e chomas Ruggero e-pad pevarzek vloaz. Hogen mervel a reas e vibien. Se zo kaoz ec'h addimezas da Sibylle Bourgogn (1126 - 1150) hogen bugel ebet n'o doe.
Goude marv Sibylle ec'h addimezas e 1151 da Beatrice di Rethel (1135 - 1185), hag ur verc'h dalif o doe:
- Costanza (1154 - 1198), impalaerez ha rouanez Sikilia,
- dimezet da Herri VI an Impalaeriezh Santel (1165-1197) ha mamm da Frederig II an Impalaeriezh Santel.
Mervel a reas Ruggero eta a-raok ganedigezh e verc'h Costanza. E vab Guglielmo Iañ a renas war e lerc'h e Sikilia.