Dornskrid enlivet

oberenn gant livadurioù pe tresadennoù

Dornskrid enlivet a vez graet eus un dornskrid kozh skeudennet gant livadurioù a oe savet e meur a vro er bed. Ar re a zo bet savet en abatioù Europa er Grennamzer eo ar re anavezetañ. Pa vez ret ober un dave d'ar skeudennoù nemeto e reer gant enlivadur.

Gwellaat ar pennad-mañ a vo ret a-raok ma vo gallet lavarout ez eo ur pennad a live holloueziadurel, ken e-keñver danvez, ken e-keñver brezhoneg.
Ma fell deoc'h reiñ hoc'h ali, resisaat petra zo da wellaat, grit e pajenn ar gaozeadenn.

  • Pa vo bet graet ar gwellaennoù e vo ret dilemel ar patrom-mañ.
Levr Kells (IXvet kantved), folio 005.

Savet ez eus bet dornskridoù enlivet er Reter-Pellañ, er Reter-Kreiz, an darn-vuiañ levezonet gant an arzoù islamek, e Norzhafrika, er Sahel, e Kreizamerika hag en Europa a-bezh.
En Europa e krog amzer an oberennoù-se gant ar re a oa savet war tiriadoù an Impalaeriezh bizantat ha Rouantelezh an Ostrogoted (400-600). Ar skeudennadurioù koustus-se a veze savet evit ambroug testennoù relijiel pe lennegel. A-drugarez d’ar venec’h o deus eilskrivet ha kinklet (pe get) testennoù latin pe gresianek skrivet en Henamzer eo bet saveteet roudennoù ar sevenadurioù aet da get.
En « amzerioù teñval » Europa ( da lavaret eo Dark Ages an istorourien saoznek) ne c’helle mui ar pennoù-bras tennañ splet eus an teñzor sevenadurel-se, met doujet outañ ha miret e voe. Muioc’h-mui a zornskridoù enlivet, e latin peurvuiañ, a voe savet a-feur ma yae kevredigezhioù ar Grennamzer da binvidikoc’h-pinvidikañ ha desketoc’h-desketañ dindan bleinerezh pounner-pounnerañ an Iliz kristen. Evit bastañ da ezhommoù ar veleien, koulz evit o studioù hag evit al lidoù. Adal an XIIIvet kantved e voe savet muioc’h-mui a zornskridoù nann-relijiel. Savet e voe kartennouriezh kentañ Europa war an dornskridoù enlivet.

En Egipt eo bet kavet an dornskridoù enlivet koshañ, dindan stumm rolloù papiruz hir a-walc'h. Savet e voe a-hed amzerioù ar faraoned (3000 kent JK - 44) produet a-leizh evit ezhommoù relijiel. E-touez ar re vrudetañ hag enlivetañ emañ Levr an anaon evit Ani a zo 23,60 metr e hed.
Ur stil perzhek a zo bet gant saverien an dornskridoù enlivet bizantat dasparzhet war tiriad an Impalaeriezh ha broioù ortodoks Europa ar Reter. E rouantelezhioù muzulman Spagn e teuas war wel levrioù deskadurezh ha skiantel gant skeudennoù evit treuzkas skridoù an Henamzer da skolioù-meur Europa. Ezhomm e oa dezho sevel enlivadurioù diouzh an dibab, liammet en un doare aketus gant an destenn pa veze produet pleustradoù mezegiezh pe steredouriezh.
Renket e vez dornskridoù Europa hervez ar prantadoù politikel pe genedel : dornskridoù an Henamzer diwezhat, dornskridoù hengristen, dornskridoù merovingat, dornskridoù an Inizi, dornskridoù karolingat, dornskridoù romanek, dornskridoù gotek, dornskridoù an Azginivelezh. E-pad kantvedoù kentañ ar Grennamzer e voe savet levrioù bras-kenañ da vezañ dispaket en ilizoù (avieloù evel ar re fardet e abati Lindisfarne, bibloù, salmegoù), met tamm-ha-tamm e voe produet follennoù enlivet distag ha levrioù bihanoc'h. E deroù ar Grennamzer ne voe tud desket nemet e-touez tud a Iliz hag an abatioù o doa ar salioù arbennik a anvent scriptorium-où, koule hag ar skriverien hag al livourien (a oa menec'h peurvuiañ). Pennoù-bras ha tud ar vegenn a gave mat paeañ ker evit kaout levrioù ez-personel. Roueed ha priñsed a glaske dastum ul levraoueg gant levrioù livet-tre. Chomet eo koun levraouegoù Fulup ar Moal, dug Bourgogn (1342-1404) ha Charlez V Bro-C'hall. An hini kentañ a rene an Izelvroioù, douar ar varc'hadourien binvidik hag an arzourien flamank.
Ne zeuas ket ar paper a-raok an daou gantved diwezhañ pa voe degaset an teknik evit e fardañ gant an Arabed (e Troyes e voe savet ar milinoù-paper kentañ). Lies stiloù arzel a voe dispaket, darn anezho o tont eus an Henamzer gresian-ha-roman ha kelt hag e tarzhas al liesseurtegezh hag ar binvidigezh e-doug an amzer gotek gant senennoù, kaerlizherennoù, troellennoù, bleunioù e-leizh.

Teknikoù

kemmañ
 
Skriver tal e skritouer, XIVvet kantved
 
Emgann An Alre (1364), tennet eus Compillation des cronicques et ystoires des Bretons gant Pierre Le Baud, XVvet kantved

Saviadoù ar c'henderc'hioù

kemmañ

Pa oa dornskridoù an Henamzer kenstaget an eil war-lec’h egile ken e ranke al lenner bezañ harpet gant an eñvorerezh e voe kavet emsavoc’h sevel levrioù gant testennoù didroc’het e meur a bajenn, ar c’hodeksoù o anv. Er mod-se e veze embannet al levrioù war dornskridoù enlivet. Priziet-kalz e veze enderc'hel aour hag arc'hant e-barzh an enlivadurioù a veze graet evit ambroug testennoù sakr. Liested ha skedoù al livioù a veze a-bouezh-tre.

War parchoù e krec’hin dañvad (maoutken), leue (leuegen), gavr (gavrken) e veze skrivet ha skeudennet an dornskridoù enlivet, met e dibenn ar Grennamzer e voe kroget gant implij ar paper a oa marc’hadmatoc’h.

E deroù ar Grennamzer e voe produet al levrioù dornskrivet er manatioù hepken pe evit bastañ d'o ezhommoù pe diwar c'houlenn. Goude ma voe krouet skolioù-meur e kêrioù Europa zo e voe savet skriptoriom-où lik evit pourvezañ levrioù d'ar studierien ha d'o mistri ken, war-dro dibenn ar XIVvet kantved, e teuas obererezhioù ar fardañ dornskridoù da gaout neuz an embann levrioù, da lavarout eo e voe ezhomm eus tud evit sevel raktresoù ha dastum dafar ha dañvezioù (ardamezioù ar prener, titouroù diwar-benn ar sent da vezañ enlakaet…) a voe pimpatromoù an embannerien hag ar gouraterien embann. Kalz a verc'hed a veze gopret evit sevel an enlivadurioù.
Er XVIvet kantved e voe echu gant an dornskrivañ evit al levrioù a-feur ma kreske an embannadurioù moullet a veze aesoc’h da lieskementiñ. Ijinadenn ar c’hoadengravadur a bourvezas un teknik efedus a-blom gant ar gwaskoù ha ne voe savet nemet un nebeud dornskridoù enlivet evit an dud pinvidik-kenañ er c'hantved-se.

Testenn

kemmañ

Peurvuiañ e veze savet an destenn a-raok an enlivadurioù war follennoù parch (ar parch graet gant leugen an hini moedusañ) a zlee bezañ didroc'het hervez ment al levr pe ar garta pe ar gartenn. Mentoù brasoc'h a oa gant an atlasoù hag ar bibloù da vezañ lakaet war letrinoù, met kavet e voe an tu da fardañ levrioù hezoug. Rakwelet e veze kempennadur pep pajenn dre dresañ linennoù ha merkoù skañv gant ur minaoued. Gant ur bluenn (pe ur bluenn wazi pe ur garennig raoskl) hag ur c'horn-livioù e teue ar skriver evit ober e labour skrivañ.
Hervez ar gizioù hag ar modoù lec'hel e emdroas ar c'haerskriverezh a-hed kantvedoù ar Grennamzer. Lizherennoù tev hervez ar boazioù roman a zo bet skañvaet hag azasaet evit aesañ ar skrivadur. En XIIvet kantved e voe ijinet ar skritur gotek, dindan ar stumm munut da gentañ, gant menec'h abatioù Saint-Riquier ha Corbie, nepell eus stêr ar Somme o-div. Ledet e voe e implij e Breizh-Veur hag en Izelvroioù a-raok tizhout Europa a-bezh, ken e teuas da vezañ skritur al levrioù dornskrivet nemeti ha hini an henvoulladurioù ivez.

Enlivadur

kemmañ

Meur a doare evit prientiñ ar skor, tresañ ha livañ ar skeudennoù enlivet a zo bet. Setu ur mod a zo bet implijet alies :

  1. Lakaat poentoù e poultr grafit evit ober un drolinenn
  2. Engravañ an tresoù gant ur minaoued arc'hant
  3. Adtreset ar skeudennoù gant al liv-skrivañ
  4. Prientet ar gorread ma vo lakaet ur follenn aour warnañ
  5. Lakadur ar follenn aour
  6. Frotet ar follenn aour evit ma ya da vezañ splann ha disvannus
  7. Lakaet ar follenn aour da begañ dre waskadennigoù a c'hellfe degas linennoù
  8. Livioù pennañ pintet
  9. Ouzhpennet al livioù teñvaloc'h evit degas ampled
  10. Pintañ an traoù munut en ur implijout livioù sklaeroc'h
  11. Sterniet an enlivadur gant linennoù liv-skrivañ

Levrlennadur

kemmañ
  • (en) BROWN, Michelle P. : Understanding Illuminated Manuscripts – A Guide to Technical Terms, J. Paul Getty Museum, 1994 (ISBN 978-0-89236-217-2)
  • (fr) MUZERELLE, Denis : Vocabulaire codicologique – Répertoire méthodique des termes français relatifs aux manuscrits, Éditions CEMI, 1985 Lenn en-linenn
  • (fr) DE HAMEL, Christopher : Une histoire des manuscrits enluminés, Phaidon, 1995 (ISBN 978-0-7148-9037-1)
  • (fr) WALTHER, Ingo & WOLF, Norbert : Codices illustres – Les plus beaux manuscrits enluminés du monde, 400 à 1600, Taschen, 2005 (ISBN 978-3-8228-5963-6)
  • (fr) PÄCHT, Otto : L'enluminure médiévale – Une introduction, Macula, 2000 (ISBN 978-2-86589-054-5)
  • (fr) CAMILLE, Michael : Images dans les marges – Aux limites de l'art médiéval, Gallimard, 1997 (ISBN 978-2-07-074275-2)
  • (fr) GARNIER, François : Le langage de l'image au Moyen Âge – Signification et symbolique, Le Léopard d'or, 1996 (ISBN 978-2-86377-014-6)

Filmlennadur

kemmañ
  • L’enluminure au Moyen Âge, diellfilm gant Georges Combe, 26 min, Delta-Image & Vision Age, (Skignadenn gentañ : France 3 Île-de-France / Centre, 24 a viz Mae 1997)
  • Jardins de parchemin, gant Gabriel Peynichou, Sylvie Germain ha Pierre-Gilles Girault, videofilm, 26 min, Chamaerops productions (Skignadenn gentañ : France 3, 7 a viz Du 2003)

Pennadoù liammet

kemmañ