Henvoulladur
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Graet e vez henvoulladur eus ul levr moullet en eil hanterenn ar XVvet kantved en Europa. Teknik ar moullañ ne oa ket c'hoazh ken ledet ha ma voe e-doug ar c'hantved da-heul, ken e kemeras plas an dornskridoù fardet gant an eilskriverien.
Renablet ez eus bet war-dro 30 000 henvoulladur, e latin an div drederenn anezho. An hini koshañ eo Ar Bibl war 42 linenn, moullet e 1454, a-drugarez da Johannes Gutenberg, Peter Schoffer ha Johann Fust.
Termenadur
kemmañDre gendiviz e anver henvoulladur kement levr a voe moullet a-raok ar 1añ a viz Genver 1501 en Europa[1]. An termen latin, incunabulum (liester : incunabula) a zo bet implijet, evit ar wezh kentañ, e 1569, gant Hadrianus Junius, el levr Batavia.
Daou seurt henvoulladur zo bet : an henvoulladurioù arouezennel hag ar re brennengravadurel.
Ober a reer "goudehenvoulladurioù" eus ar moulladurioù fardet etre 1501 ha 1550, met e broioù zo e reer henvoulladurioù anezho ivez.