Sahel
- Evit implijoù all, gwelet Sahel (disheñvelout).
Ar Sahel (eus an arabeg ساحل sahil a dalvez kement ha marz pe aod) — anv hag a vefe da zistagañ e brezhoneg gant an “h” — a zo ur rannved tremen (koulz evit a sell an hin, an douaroniezh hag ar vevoniezh) etre ar Sahara, un dezerzh, en norzh hag ar savanennoù soudanat, er su. Evel ur vandennad en em led ar Sahel eus ar Meurvor Atlantel d'ar Mor Ruz, war-hed 5 400 km, hag e treuz eta kevandir Afrika a-bezh a gornaoueg da reter.