Steredouriezh
- Da ziwall, arabat kemmeskañ gant steredoniezh
Ar steredouriezh, pe astrologiezh, eo studi lec'hiadur ar c'horfoù-egor (ar planedennoù, eleze an droienn “lenn ar planedennoù da unan bennak”) en oabl da c'houzout al levezon o dije war buhez an dud ha war darvoudoù ar bed. “Steredour” pe “astrolog” a reer eus un den a ra war-dro ar studi-se. Diwar lec'hiadur ar c'horfoù-egor en oabl d’an eur-mañ-eur e lavar gallout gouzout peseurt temz-spered e c'hall kaout henn-ha-henn hag ivez gouzout diouzh an darvoudoù da zont.
Gwechall-gozh ne veze ket lakaet kemm etre “steredouriezh” ha steredoniezh (pe “astronomiezh”), bremañ ez int daou zanvez disheñvel a-grenn. Ar steredoniezh a zo lakaet da vezañ un danvez skiantel-rik, hag ar “steredouriezh” a zo lakaet da vezañ ul ledskiant pe un danvez diskiantel.
Ar sinoù steredouriezh
kemmañE steredouriezh sevenadur broioù ar gornaoueg e ranner ar bloaz e 12 rann gevatal, ha roet da bep hini anv ar steredeg ma tremen an Heol enno hervez plan an ekliptik. Graet e vez “arouez” pe “sin” eus pep hini anezho. Setu-i:
Sin (arouez) | Deiziadoù | ||
---|---|---|---|
Tourzh | (an Tourzh) | eus an 21 Meurzh d'an 20 a viz Ebrel. | |
Tarv | (an Tarv) | eus an 21 a viz Ebrel d'an 20 a viz Mae. | |
Gevelled | (ar C'hevelled) | eus an 20 a viz Mae d'an 20 a viz Mezheven. | |
Krank | (ar C'hrank) | eus an 21 a viz Mezheven d'an 21 a viz Gouhere. | |
Leon | (al Leon) | eus an 22 a viz Gouhere d'an 22 a viz Eost. | |
Gwerc'hez | (ar Werc'hez) | eus an 23 a viz Eost d'an 22 a viz Gwengolo. | |
Mentell | (ar Ventel pe ar Balañsoù) | eus an 23 a viz Gwengolo d'an 22 a viz Here. | |
Krug | (ar Grug) | eus an 23 a viz Here d'an 21 a viz Du. | |
Saezhataer | (ar Saezhataer) | eus an 22 a viz Du d'an 21 a viz Kerzu. | |
Gavr | (ar C'havr) | eus an 22 a viz Kerzu d'an 20 a viz Genver. | |
Skuilher-dour | (ar Skuilher-Dour) | eus an 21 a viz Genver d'an 19 a viz C'hwevrer. | |
Pesked | (ar Pesked) | eus an 20 a viz C'hwevrer d'an 20 a viz Meurzh. |
Steredouriezh ar Reter
kemmañE steredouriezh broioù Azia ar Reter e vez kevredet bep bloaz gant ul loen a-douez daouzek ; gant eil loar nevez goude goursav-heol ar goañv,krog ar bloaz nevez.
Pep devezh (24 eurvezh) a vez rannet e 12 rann, pep rann o vezañ kevredet gant unan eus al loened ; hervez levezon al loen-se e vez termenet planedenn pep den.
Evit anaout ho loen euriek e c'hallit sellet ouzh an daolenn amañ dindan[1]
Ganedigezh e Brest |
Ganedigezh e Roazhon | ||
---|---|---|---|
Eur an hañv |
Eur ar goañv |
Eur an hañv |
Eur ar goañv |
|
|
|
|