Digeriñ al lañser pennañ

Pondi

kumun ar Mor-Bihan
(Adkaset eus Pondivi)

ArdamezioùAozañ

 
 En gul, a nav mailhenn en aour, 3, 3, 3 
Tiegezh Roc'han, 1222
Andon : d'Hozier, 26.03.1698

IstorAozañ

VIIvet kantvedAozañ

Hervez ar richenn e oa bet krouet Pondivi gant ar manac'h sant Ivi er VIIvet kantved.

XIXvet kantvedAozañ

Emsavadeg ar Bonedoù ruz e 1675

Trubuilhoù a voe e kêr d'an 21 ha d'an 22 a viz Gouere 1675 [2]; taget e voe ti ur bourc'hiz hag evet ar gwin a oa eno. Aloubet e oa bet kêr Bondivi d'an 21 « gant 2000 peizant a lonk pe skuilh 400 muid eus feurm an deverioù » ; dieubet eo bet gant « e vourc'hizien » d'an 21 a viz Even. [3]
Digolloù a voe paeet gant parrezioù Noal-Pondivi (8 000 lur), Malgeneg (1 500 lur), Stival (500 lur) ha Bizhui-an-Dour (400 lur) d'an aotrou de la Pierre ha da tud all eus Pondivi goude an distrujoù bet graet e kêr e-pad an emsavadeg [4].

Dispac'h GallAozañ

Krouet e voe ar gumun e 1790 e departamant ar Mor-Bihan. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet Pondivi da bennlec'h ur c'hanton, hini Pondivi, gant kumun Pondivi ennañ hepken, ha da benn ur bann, seizh kanton ennañ : Baod, ar Gemene, Klegereg, Logunec'h, Noal-Pondivi, Pluniav ha hini Pondivi. E 1795 e voe dilamet ar bann. E 1800 e voe lakaet Pondivi da bennlec'h arondisamant Pondivi bet krouet gant al lezenn eus ar 17 a viz C'hwevrer 1800. Brasaet e voe kanton Pondivi dindan anv Kanton Pondivi ivez gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix [5][6][7].

NapoléonvilleAozañ

Adalek an 9 a viz Du 1804 betek ar 14 a viz Ebrel 1814 e oa anvet Pondivi "Napoléonville" war urzh an diktatour ha danvez-impalaer Napoleone Buonaparte. Evel La Roche-sur-Yon, Napoléonville e Vendée, e oa bet soñjet gant Napoleon e vefe ur gêr pouezus evit derc'hel kornôg Frañs ha Breizh. C'hoant en devoa da sevel adal ar gêr 3 000 annezad enni « er peoc'h, ur greizenn-genwerzh veur, hag er brezel, ur greizenn vilourel bouezus ».

Napoleon a soñje gantañ e oa Pondivi ur gêr a c'hellje bezañ pouezus-tre ma vije kleuzet kanolioù evit al listri-brezel a c'hellfe treuziñ Breizh pell diouzh re ar Saozon a oa mistri war ar mor : kanol ar Blavezh ha kanol Naoned-Brest.
Krouet e oa bet diouzhtu ur c'harter nevez gant ur blasenn-armoù, un isprefeti, ur c'hazarn hag ul lise.

XIXvet kantvedAozañ

D'an 29 a viz Genver 1806 e voe staget kumun Stival ouzh kumun Pondivi [8].

1864: tizhet e voe Pondivi gant an hent-houarn.

Krouet e voe kumun Ar Sorn d'ar 1 a viz Meurzh 1869 diwar lodennoù eus tiriadoù kumunioù Bizhui, Gwern, Malgeneg, Pondivi ha Stival [9][10].

Brezel 1870-1871 : pevar gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel.

XXvet kantvedAozañ

Brezel-bed kentañ

316 gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, da lavaret eo 3,35 % eus he foblañs e 1911 [11].

Eil Brezel-bed
 
Anv H. Gaillard, un den eus Pondivi, ouzh monumant ar re fuzuilhet e Porzh-Loeiz

Tremen 3 000 repuad deuet eus hanternoz Bro-C'hall a oa e Pondivi e miz Even 1940 [12].
D'an 18 a viz Even 1940 e tegouezhas al lu alaman e Pondivi. [13].
E miz Here 1940 e voe harzet ar gantreidi er Mor-Bihan ; bac'het e voent e kamp Toulboubou e Pondivi, 18 tiegezh hag eizh den o-unan, da lavaret eo 32 waz, 28 maouez ha 56 bugel ; war urzh an Alamaned e voent kaset gant un tren betek kamp-bac'h Maezon-ar-Stêr e miz Du 1940 [14].
E miz Gouere 1944 e voe kemeret 150 000 lur en ti-post gant tud eus ar Rezistañs [15].
D'ar 4 a viz Eost 1944 e voe dieubet Pondivi. [16]
D'an 23 a viz Mae 1945 e voe kavet korfoù marv tri den eus ar gumun e-tal gwikadell Porzh-Loeiz. Er Rezistañs e oant ; fuzuilhet e oant bet gant al lu alaman. [17]
Mervel a reas 96 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel [11].

Trevadennoù

BrezhonegAozañ

Ya d'ar brezhonegAozañ

  • D'ar 4 a viz Eost 2004 e oa bet votet ar garta « Ya d'ar brezhoneg » gant kuzul-kêr ar gumun.
  • D'an 21 a viz Kerzu 2007 e oa bet roet d'ar gumun al label « Ya d'ar brezhoneg » live 2.

DeskadurezhAozañ

  • Klasoù divyezhek a zo eno abaoe 1984.
  • E distro-skol 2018 e oa 172 skoliad enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek (11,4 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez). [18].

Redadeg 2010Aozañ

 
E Pondivi ez echuas ar Redadeg e 2010

Monumantoù ha traoù heverkAozañ

  • Kastell ar Gêr nevez
  • Iliz Itron Varia ar Joa, XVIvet kantved
  • Iliz Sant Meriadeg, e kêriadenn Stival, XVIvet kantved
  • Chapel ar Gelenneg
  • Chapel Santez-Trefin
  • Karterioù kozh gant tiez XVvet-XVIvet-XVIIvet kantved
  • Porzh

Tud brudetAozañ

Tud bet ganet enoAozañ

Tud bet ganet enoAozañ

DouaroniezhAozañ

Emdroadur ar boblañs abaoe 1793Aozañ

 
  • Mammennoù : Cassini hag EBSSA.

MelestradurezhAozañ

GevelliñAozañ

Liammoù diavaezAozañ

Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Daveoù ha notennoùAozañ

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. (fr) Yvon Garlan ha Claude Nières, Les Révoltes bretonnes de 1675 - papier timbré et bonnets rouges, Éditions Sociales, Pariz, 1975, p. 113
  3. Auguste Dupouy, Histoire de Bretagne, p. 265, Embannadurioù Boivin, 1932, adembannet gant an embannadur Calligrammes, Kemper, hag embannadurioù Ar Morenn, Ar Gelveneg, 1983.
  4. Les Révoltes bretonnes de 1675, pp. 159-160.
  5. Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965
  6. Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, p. 290.
  7. Cassini - EHESS - Pondivi - Fichenn ar gumun
  8. Histoire de la Poste dans le Morbihan, p. 378.
  9. Histoire de la Poste dans le Morbihan, p. 14
  10. Cassini-EHESS
  11. 11,0 11,1 ha11,2 Monumant ar re varv
  12. "Le Télégramme", 18 a viz Even 2010
  13. Le Morbihan en guerre 1939-1945, Archives départementales du Morbihan, 2009, p. 23
  14. 14,0 ha14,1 Annik Le Guen, Le Morbihan sous le Gouvernement de Vichy, Miz Kerzu 1993
  15. Histoire de la Poste dans le Morbihan, p. 297
  16. Le Morbihan en guerre 1939-1945, p. 130.
  17. René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pp. 315-316.
  18. Ofis publik ar Brezhoneg