Tavistock
Tavistock zo ur gêr e kontelezh Devon, e mervent Bro-Saoz. Emañ war lez ar stêr Tavy, un adstêr d'an Tamer. E 2001 e oa 11 018 a dud o chom e Tavistock.[1]
Roud a gaver anezhi kerkent hag ar bloavezh 961, pa voe savet Abati Tavistock, ur savadur hag a chom aspadennoù anezhañ e kreiz kêr.
Kerioù gevellet
kemmañGevellet eo Tavistock gant ar c'hêrioù-mañ :
Tud brudet
kemmañ- Francis Drake (1540-1596), moraer
- William Browne (c.1590–c.1645), barzh
- Pete Quaife (1943-2010), soner gitar-boud
Notennoù
kemmañ- ↑ Office for National Statistics (2001), '2001 Census, statistics for Tavistock Parish', Office for National Statictics