10 Here
deiziad
(Adkaset eus 10 a viz Here)
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
kemmañ- 732 : Emgann Poitiers.
- 1846 : kavet eo Triton, loarenn vrasañ ar blanedenn Neizhan, gant William Lassell.
- 1868 : kregiñ a ra Brezel Dek Vloaz e Kuba.
- 1870 : diwar un taol-mor eo bet beuzet ar prefed Levainville hag e familh e Penmarc'h (Kerne - Penn-ar-Bed).
- 1915 : da-geñver Devezh Penn-ar-Bed eo galvet an holl gant prefed an departamant da reiñ arc'hant evit ar soudarded a zo war an talbenn, ar re a zo gloazet pe prizoniet[1].
- 1928 : Chiang Kai-chek a ya da brezidant Republik Sina.
- 1948 : Bodadeg-meur kentañ Aozadur ar Broadoù Unanet e Londrez (Bro-Saoz).
- 1954 : achu eo Va Zammig Buhez gant Jarl Priel.
- 1964 : digoradur an XVIIIvet C'hoarioù Olimpek hañv e Tokyo gant Hirohito, Impalaer Japan.
Ganedigezhioù
kemmañ- 1646 : Françoise Marguerite de Sévigné, merc'h Marie de Rabutin-Chantal (Markizez Sevigneg).
- 1656 : Nicolas de Largillierre, livour gall.
- 1684 : Antoine Watteau, livour gall.
- 1700 : Lambert Sigisbert Adam, kizellour gall.
- 1731 : Henry Cavendish, fizikour ha kimiour breizhveuriat.
- 1813 : Giuseppe Verdi, sonaozer operaioù italian.
- 1817 : Serafino Dubois, mestrc'hoarier ha skrivagnour echedoù italian.
- 1861 : Fridtjof Nansen, skiantour, ergerzher ha politiker norvegat.
- 1871 : Thomas Gwynn Jones, skrivagner kembraek.
- 1901 : Alberto Giacometti, livour ha skulter suis.
- 1903 : Ferdinand Le Drogo, marc'hhouarnour breizhat, kampion Bro-C'hall e 1927 ha 1928.
- 1930 : Harold Pinter, skrivagner saoznek, tapet gantañ Priz Nobel al Lennegezh e 2005.
- 1942 : Radu Vasile, politiker ha barzh roumanat.
- 1956 : Martina Navratilova.
- 1958 : Tanya Tucker.
- 1964 : Suat Atalık, mestrc'hoarier echedoù turk.
- 1967 : Gavin Newsom.
Marvioù
kemmañ- 1659 : Abel Tasman, ergerzher izelvroat.
- 1714 : Pierre Le Pesant de Boisguilbert, armerzhour ha skrivagner gall.
- 1720 : Antoine Coysevox, kizellour gall.
- 1834 : Thomas Say, amprevanoniour, kreginoniour ha stlejvilour stadunanat.
- 1837 : Charles Fourier, prederour gall.
- 1914 : Carol Iañ, roue Roumania.
- 1963 : Édith Piaf, kanerez c'hall.
- 1985 : Yul Brynner, aktour stadunanat.
- 1985 : Orson Welles, filmaozer stadunanat.
Lidoù
kemmañ- Iliz katolik roman:
- Sant Gereon, Sant Viktor, Sant Mallosus, Sant Kasius ha Sant Florent, merzherien lazhet e Bonn (Alamagn) en hevelep deiz (Eil kantved);
- Sant Kler, eskob kentañ Naoned;
- Sant Adeodat, diagon, diskibl Sant Kler;
- Sant Riware, penitiour, breur da santez Riwanon ha sant Urfol, eontr sant Herve, enoret e Lanriware (Bro-Leon - Penn-ar-Bed) (VIvet kantved);
- Sant Paolin, abostol Breizh-Veur, manac'h beneadat, diazezer eskopti York (VIIvet kantved).