Digeriñ al lañser pennañ

An anvAozañ

  • Dont a rafe an anv "penn marc'h" eus stumm an aodoù. N'eo ken nemet ur vartezeadenn avat. Klotañ a ra an anv brezhonek-se gant an anv "Kab Kaval" a zo e gevatal-rik hag a zo a-orin latin. Kab Kaval a ra dave d'ar rannvro istorel a-bezh a zo un tamm bihan brasoc'h eget ar Vro Vigoudenn a-vremañ.

BrezhonegAozañ

Ar Brezoneg er SkolAozañ

  • 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol [2].

Ya d'ar BrezhonegAozañ

DouaroniezhAozañ

Lec'hiet eo ar gumun e penn su bae Gwaien. Unan eus kumunioù pobletañ ar Vro Vigoudenn eo. Plaen hag izel a-walc'h eo tachennad ar gumun-se. Geunioù aod zo, anvet loc'hoù; darn zo bet disec'het da sevel tiez, e Sant-Wennole dreist-holl.

Peder rann a zo er gumun:

ReierAozañ

Ar C'heloù a vez graet eus ar c'herreg a gaver dirak porzh Keriti-Penmarc'h.

IstorAozañ

Dispac'h GallAozañ

XXvet kantvedAozañ

Eil brezel-bedAozañ

 
Skritell o kemenn barnadenn ha marv François Péron
  • François Péron, ur pesketour eus Sant-Wennole, a voe fuzuilhet gant an Alamaned e Kerioled e Konk-Kerne d'ar 21 a viz C'hwevrer 1941; barnet e oa bet d'ar marv e Kemper goude bout bet o'n em gannañ ouzh soudarded alaman e Sant-Wennole [4].
  • Un nijerez alaman Junkers Ju 52 A-1 (marilhet WNr 5589 ha kodet 1Z+M) a gouezhas e Penmarc'h d'ar 16 a viz Du 1940; pemzek milour a voe lazhet, beziet int e Plouzeniel [5].
  • D'ar 6 a viz Meurzh 1943 e kouezhas ur c'harr-nij B-17F-45-BO (marilhet 42-5262 ha kodet PU-F) eus aerlu ar Stadoù-Unanet, er mor nepell eus Sant-Yann, gant dek milour en e vourzh; eizh anezhe a voe tapet gant an Alamaned, ne voe ket adkavet an daou all[6].

Monumantoù ha traoù heverkAozañ

Emdroadur ar boblañs abaoe 1793Aozañ

Emdroadur ar boblañs adalek 1793 betek 2013

 

MelestradurezhAozañ

TudAozañ

Tud bet ganet ha douaret enoAozañ

  • François Péron, ur pesketour eus Sant-Wennole, bet fuzuilhet gant an Alamaned e 1941.

Tud bet marvet enoAozañ

  • 1887 : Yann-Vari Gwilhoù, beleg, bet savet meur a gantik e brezhoneg (Patronez dous ar Folgoad en o zouez) gantañ.

GevelliñAozañ

ArzAozañ

Livourien Penmarc'hAozañ

Meur a livour zo bet deuet da livañ da Benmarc'h.

Liammoù diavaezAozañ

Notennoù ha daveoùAozañ

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 265, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
  3. Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 50
  4. Ordre de la Libération
  5. Pertes Luftwaffe Finistère
  6. Pertes USAAF Finistère