Ar Junkers Ju 52, lesanvet Tante Ju ("Moereb Ju") gant an Alamaned hag Iron Annie ("Annaig Houarn") gant an Amerikaned, a oa ur c'harr-nij brezel dezougen trimotor savet gant an Alamaned adalek 1931 betek 1952.
Implijet eo bet ken gant an drevourien, ken gant soudarded an aerlu e-pad ar bloavezhioù 1930 hag ar bloavezhioù 1940. Evit an drevourien e oa bet 12 karr-nij dezougen tud pe varc'hadourezhioù o nijal, gant an embregerezhioù Swissair ha Deutsche Luft Hansa. Da geñver an implij milourel, e nijas evit al Luftwaffe gant ar gefridi dezougen soudarded, dezougen dafar brezel hag e-pad ul lajad amzer berr evel bombezer kreiz.

Junkers Ju 52
Junkers Ju 52 pradet
Junker Ju 52/3m pradet
Deskrivadur
Kefridioù Dezouger
Bombezer kreiz
Aerdreizher
Farder Junkers Flugzeug
und Motorenwerke AG
Alamagn Alamagn
Ergrafer Ernst Zindel
Implijer kentañ Luftwaffe
Skouerennoù 4 845
Kenderc'hadur Alamagn Alamagn 1931-1945
Bro-C'hall Bro-C'hall 1945-1947
Banniel Spagn Spagn 1945-1952
Tresoù (kentel Ju 52/3m)
Tres ur Ju 52
Soudarded Fallschirmjäger, harzlammerien an Trede Reich, o lammat eus ur Junkers Ju 52 e-kerzh emgann Kreta e 1941

Ar Ju 52 a gendalc'has da vezañ implijet goude an Eil Brezel-bed, koulz gant ar soudarded ha gant an drevourien, betek ar bloavezhioù 1980 en aerlu suis evit ar re ziwezhañ.

Istor ar Ju 52

kemmañ

Krouidigezh

kemmañ

Dammheñvel ouzh ar Junkers W 33 eo ar Ju 52, nemet ez eo ledanoc'h. E 1930, Ernst Zindel gant e skipailh ijinourien a sevenas mennad ar Ju 52 e labouradeg Junkers lec'hiet e Dessau. Ar c'harr-nij a implije en un doare diordin metal duralumin houlennet ; Junkers a oa bet e-touez ar re gentañ oc'h implij an dafar-se evit kreñvaat korf diavaez an nijerezioù e-pad ar Brezel-bed kentañ.

En e gentel ziazez, anvet "Ju 52/1m", e oa bet savet ar Ju 52 evel ur c'harr-nij gant ur c'heflusker dre enleskiñ hepken, ur BMW IV pe ur Junkers V-12 yenaet dre zour.

Siwazh, gwan betek re e oa ar c'harbed unkeflusker : goude pemp pimpatrom e voe divizet e vefe savet ar c'hirri nij war-lec'h gant tri motor steredennek, alese an anv Ju 52/3m (drei motoren, "3 c'heflusker").

Implij milourel 1932-1945

kemmañ

Aerlu Kolombia en devoa implijet tri Ju 52/3mde bombezer dafaret evit dont da vezañ dournijerezioù e-pad brezel Kolombia-Perou e 19321933. Goude ar brezel e prenas tri Ju 52mge all evit an dezougen ; chom a reas an nijerezioù-se e servij goude an Eil Brezel-bed.

Levrlennadur

kemmañ
  • (pt) Aniceto Afonso & Carlos de Matos Gomes, Guerra colonial, Lisboa : Editorial Notícias, 2000 (ISBN 978-972-46-1192-1)
  • (en) William Green, Warplanes of the Third Reich, London : MacDonald's & Jane's, 1979 (ISBN 978-0-356-02382-3)
  • (en) Major General Fritz Morzik, German Air Force Air Lift Operations, Arno Press, 1961

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.