Tour-tan Sant-Pêr
Tour-tan Sant-Pêr (Phare d'Eckmühl e galleg) zo un tour-tan e Sant-Pêr, e kumun Penmarc'h, etre Keriti ha Sant-Gwenole.
MONUMANT ![]() |
---|
Tourioù-tan | |
---|---|
Tour-tan Sant-Pêr | |
![]() | |
Lec'hiadur | 47°47'54" N - 4°22'22" K |
Bro | Breizh |
Savet e | 1890 |
Uhelder | 60 m |
Uhelder diwar live ar mor | 64,80 m |
Hed-gwel | 25 mil mor |
Gouloù | 1 sked gwenn bep 5 eilenn |
Gweladenniñ | ya |
Annezet | nann |
Emgefreekadur | 17 Here 2007 |
Savet e oa bet an tour-tan zo bremañ e 1890, gant arc'hant profet gant Adélaïde-Louise d'Eckmühl de Blocqueville, markizez Blocqueville, merc'h d'ar marichal Louis Nicolas Davout, bet lakaet da briñs Eckmühl gant an impalaer Napoleon Iañ goude emgann taer ha trec'h an arme c'hall er gêriadenn-se eus Bavaria, e 1809. Koshoc'h eo an anv brezhonek avat, diwar anv ar gêriadenn ma oa bet savet, Sant-Pêr. Echuet e voe al labourioù e 1897. Sevel a ra an tour-tan betek 60 metr uhelder a-us d'an douar ha tri c'hant seizh pazenn zo ennañ. Gwelet e vez war-hed 91 km war vor. N'eus mui gward ebet ennañ, pa ya en-dro an tour-tan e-unan abaoe 2007. |