Sant-Pêr
pajenn disheñvelout Wikimedia
Sant-Pêr zo un anv-lec'h brezhonek, diwar anv Sant Pêr. Diwar levezon ar galleg ez eus bet dibabet skrivañ an anv gant ur varrennig-stagañ(Daveoù a vank).
Anvioù-lec'h
kemmañA-wechoù e klot gant an anv Saint-Pierre e galleg, ha kement-se zo gwir evit ar re-mañ :
- Sant-Pêr-Kiberen, e Ledenez Kiberen
- Sant-Pêr-Plewenn er c'hreisteiz da Sant-Maloù
- Sant-Pêr-Kilbignon, bet ur gumun, staget ouzh Brest e 1945.
- Sant-Pêr, porzh bihan e Penmarc'h
A-wechoù ne ra ket, ha kement-se zo gwir evit :
- Sant-Pêr-Pou-Aled, pe Sant-Pêr-Poualed, e Bro-Sant-Maloù
- Sant-Pêr-Raez, e Bro-Naoned
- parrez Sant-Pêr, pennlec'h an enezeg
Ilizoù ha chapelioù
kemmañMeur a iliz hag a chapel zo anvet "Sant-Pêr". Meur a chapel zo anvet "Chapel Pêr" ivez.
- Penniliz Sant-Pêr e Roma
- Iliz-veur Sant-Pêr Roazhon
- Iliz Sant-Pêr Plougastell
- Iliz Sant-Pêr Gwiglann
- Iliz Sant-Pêr Irvilhag
- Iliz Sant-Pêr Pluzunet
Meur a iliz ha chapel zo anvet "Sant-Pêr ha Sant-Paol". Meur a chapel zo anvet "Chapel Pêr-ha-Paol" ivez.
- Iliz-veur Sant-Pêr ha Sant-Paol Naoned
- Iliz Sant Pêr ha Sant Paol Argol
- Chapel Pêr-ha-Paol, etre Pleuzal ha Peurid
A bep seurt
kemmañ- meur a skol gatolik (pe bet katolik) a zo anvet Sant Pêr e Breizh:
- Skolaj Sant-Pêr, e Sant-Brieg
- straed Sant-Pêr, anv meur a straed, da skouer e Naoned, nepell eus an Iliz-veur
- Tour-tan Sant-Pêr, e Penmarc'h
Tud
kemmañ- Vefa Sant-Pêr (1872-1967), skrivagnerez