Iliz Sant Pêr (Plougastell)

Er XVIIvet kantved e oa bet savet iliz kozh Plougastell e-lec'h un iliz koshoc'h c'hoazh eus ar XIVvet kantved bet savet gant Konted Leon a yae o domani betek Ploe-Kastell. Gouestlet e oa d'an ebestel Sant Pêr ha Sant Paol ha prioldi Abati Daoulaz e oa. Pa oa bet echuet ar c'halvar e oa bet soñjet reneveziñ an iliz. Un nev nevez a voe savet e 1635 hag ur porched stumm an azginivelezh e 1640. Ne chom kazi roud ebet ken eus ar savadur-se d'an deiz hiriv. Distrujet e voe an iliz e 1870 evit sevel un iliz brasoc'h stumm gotek-nevez gant arkitektour an eskopti J. le Bigot. Dalc'het e voe ar porched ha digoret an iliz nevez e 1872. Pa voe echu an Eil Brezel Bed ne chome mui nemet dismantroù eus iliz Plougastell, a oa kouezhet dindan bombezennoù ar c'hirri-nij amerikan d'an 23 ha d'ar 24 a viz Gouere 1944. Pulluc'het e oa bet orgraoù kaer Heyer, hag ar font-badez bet savet gant ar c'hizeller Casimir Derrien . Buan e voe adsavet an iliz etre 1946 ha 1957. An tour betoñs hag al letern karrez a ro ur stumm ponner d'ar savadur nevez na zegouezh ket gwall vat gant ar c'halvar kaer zo e-kichen.

Iliz Sant Pêr, iliz ar barrez

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.