Plougastell-Daoulaz
Plougastell-Daoulaz | ||
---|---|---|
![]() Plasenn a-dal d'an iliz. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Plougastel-Daoulas | |
Bro istorel | ![]() | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Penn-ar-Bed | |
Arondisamant | Brest | |
Kanton | Daoulaz (betek 2015) Gwipavaz (abaoe 2015) |
|
Kod kumun | 29189 | |
Kod post | 29470 | |
Maer Amzer gefridi | Dominique Cap 2020-2026 | |
Etrekumuniezh | Brest Meurgêr ar Mor | |
Bro velestradurel | Bro Brest | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 13 277 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 284 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 0 m — brasañ 145 m | |
Gorread | 46,83 km² | |
kemmañ ![]() |
Plougastell-Daoulaz a zo ur gumun eus departamant Penn-ar-Bed, war ribl Morlenn Brest. E Bro-Gerne emañ. War riblenn Su aber an Elorn emañ a-dal da Wipavaz. Plougastelliz eo anv an annezidi, met lavaret e vez ivez ur Plougastell evit ur paotr a orin eus ar barrez, hag ur Blougastellenn evit ur plac'h. Brudet eo Plougastell evit ar sivi a c'hounezer eno hag evit an dilhad hengounel liesliv brav a veze gwisket eno. Brudet eo ivez evit he c'halvar.
DouaroniezhAozañ
War lez aber an Elorn emañ Plougastell.
AnvAozañ
Stummoù kozh eus an anv ː Ploecastel, 1172; Plou Gastel, 1173; Ploecastell, Plebe Castelli Ciscoet ?, 1196; Plebe Casteli, 1218; Plogassel, 1262; Plou Castelli, Guic Castelle, 1330; Ploecastel, 1363; Ploegastel, 1373; Guicastell, 1405; Ploegastel Doulas, 1516; Ploegastell Doulas, 1536; Ploecastell, 1546[2]
ArdamezioùAozañ
Palefarzhet ha lammellet ː ouzh 1 ha 4, en glazur e gregilhenn en gwirion; ouzh 2 ha 3 en geot e sivienn en gwirion; e lammell en argant balirant karget ouzh kondon gant un tour ivez en argant dreist karget gant ur vrizhenn erminig en sabel.
IstorAozañ
Unan eus parrezioù kentañ Breizh eo Plougastell bet savet er VIvet kantved. N'eus kastell ebet er barrez avat hag an anv a c'hellfe dont diouzh un oppidum e Roc'h Nivelen met diaes eo gouzout. Marteze ivez e teufe an anv diouzh ar reier bras a sav diouzh tu hanternoz ar gumun e stumm ur seur moger naturel. Meneget eo anv ar barrez dre skrid evit ar wech kentañ en XIvet kantved. Abati Landevenneg en doa douaroù er C'hourenez d'ar poent-se. E 1173 emañ ar pep brasañ eus douaroù ar barrez e dalc'h Abati Daoulaz a savas prioldi Roz ar Venec'h er Feunteun Wenn. Gwechall ez ae tiriad Plougastell betek Landerne ha Daoulaz war zouaroù Loperc'hed, Dirinonn, Lannurvan, Sant Tomaz Landerne hag hanternoz Daoulaz.
Brudet eo Plougastell evit he sivi. Ar re gentañ a voe degaset diouzh Bro-Chile er XVIIvet kantved gant Améde-François Frézier. Buan e reas berz war douaroù stujus ha klouar ar c'hourenez. Kreskiñ a raent mat-tre war an tachennoù durc'haet d'ar c'hreisteiz ha gwarezet diouzh an avel. Ur c'henwerzh frouezhus a voe aozet gant Plougastelliz. Ezporzhiet e veze war-zu Pariz pe Bro-Saoz. E 1937 ez ae ur c'hard eus douaroù ar gumun d'ober sivi. 2 000 tonenn sivi a vez produet c'hoazh bep bloaz d'an deiz hiziv memes ma'z eo troet muioc'h an atantoù bremañ war-zu an tomatez pe ar bleunioù a vez labouret e tier-gwer bras gant peizanted bodet alies e kooperativoù bras.
E-pad pell e oa chomet gwarezet ar c'hourenez diouzh levezon Brest hag Eskopti Leon gant ar stêr Elorn. A-raok na vije savet ar Pont Albert-Louppe (Pont Plougastell) e 1930 e oa ur vag oc'h ober an treizh war-zu Kerhuon. An Treizh eo anvet atav al lec'h-se a-bep tu d'ar stêr. A-drugarez da se he deus dalc'het ar barrez lod eus he gizioù kozh hag he ferzhioù dezhi, pe anvioù familh stank e-touez ar boblañs evel ar Gall pe Kervella.
Dispac'h GallAozañ
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe nac'het al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant ar person, Cornily e anv, hag ur c'hure, Nicolas Joffrey; ur beleg anvet Claude Le Gleau a reas al le[3].
XXvet kantvedAozañ
- Eil brezel-bed:
- d'an 31 a viz Genver 1942 e kouezhas un nijerez Hampden I marilhet AT149 ha kodet PL-? eus ar 144th Squadron eus ar Royal Air Force (aerlu ar Rouantelezh-Unanet) en Enez-Hir; lazhet e voe he fevar nijour, beziet int e Bered Kerfaotraz e Brest. D'an 13 a viz Eost 1944 e kouezhas un nijerez Lancaster I marilhet ME757 ha kodet WS-O eus ar 9th Squadron eus ar Royal Air Force e Plougastell, lazhet e voe he seizh nijour, c'hwec'h anezhe a zo douaret e bered ar gumun hag an hini all e Hottot-les-Bagues War Cemetery (Bro-C'hall)[4];
- dieubet e voe Plougastell-Daoulaz d'an 28 a viz Eost 1944 gant lu ar Stadoù-Unanet[5].
- E 1994 e oa savet Pont an Hirwazh a zeue da aesaat d'ar c'hirri-tan an hent war-zu Brest a oa gwall ziaes abred diouzh ar mintin pe war dro 6 eur abardaez. Da heul digoradur ar pont nevez eo kresket buan ar boblañs hag emañ bremañ Plougastell e-barzh Brest Meurgêr.
BrezhonegAozañ
Ar Brezoneg er SkolAozañ
- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[6].
Ya d'ar brezhonegAozañ
- D’an 28 a viz Here 2005 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
- D'an 21 a viz Ebrel 2006 e oa bet roet d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 1.
- D'ar 14 a viz Genver 2011 e oa bet roet d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 2.
- Al live 3 oa bet roet d'ar gumun.
DeskadurezhAozañ
- Klasoù divyezhek zo eno abaoe 1995.
- E distro-skol 2022 e oa enskrivet 457 skoliad er c'hlasoù divyezhek (26,7 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[7]
BugaligoùAozañ
- Ar Vagouri La Bambinerie hag an Diwallerezh Mini-Mômes a zo gant un tañva d'ar yezh.
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
- Kalvar gant 180 den kizellet outañ (XVIIvet kantved)
- Iliz Sant Pêr (Plougastell) Adsavet goude an Eil Brezel-Bed)
- Karnel (XVIIvet kantved) deuet eus ar C'hloastr-Pleiben hag adsavet nes d'an iliz-parrez Sant-Pêr
- Pont an Hirwazh savet e 1990-1994
- Pont Albert-Louppe (“Pont Plougastell”) savet e 1927-1930
- Roc'h Koad Pehen pe Roc'h an Impalaerez
- Koad Kererod
- Chapel Itron Varia ar Feunteun Wenn (XVIvet kantved)
- Chapel Sant-C'hlaoda (XVIvet ha XVIIIvet kantved)
- Chapel Sant-Treveur (XVIvet ha XVIIvet kantved)
- Chapel Sant-Wenole (Sant-Nolo) (XVIvet kantved)
- Chapel Sant-Dren (XVIvet kantved)
- Chapel Langristin (XVIvet kantved)
- Chapel Sant-Langiz (XVIIvet kantved)
- Chapel Sant-Yann (XVvet ha XVIIvet kantved)
- Mirdi ar Sivi hag ar Glad
- Maner Kererod
Roc'h Koad Pec'hen, pe Roc'h an Impalaerez
An Treizh eus tu Plougastell. A-dal emañ aod Kerc'horr.
Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumunAozañ
Bro | Niver a vilourion |
---|---|
Aostralia | 4 (Aerlu) |
Rouantelezh-Unanet | 2 (Aerlu) |
Hollad | 6 |
Izili un ekipaj nijerez e oant holl. Mervel a rejont e-pad an Eil Brezel Bed d'an 13 a viz Eost 1944 pa gouezhas o c'harr-nij (Lancaster I marilhet ME757 ha kodet WS-O) e Plougastell-Daoulaz[8],[9].
Emdroadur ar boblañs abaoe 1793Aozañ

GevelliñAozañ
Gevellet eo Plougastell gant:
bro | kêr | abaoe |
---|---|---|
Iwerzhon | Cathair na Mart | 1977 |
Kernev-Veur | Essa | 1987 |
Sikilia | Ciminna | |
Transilvania | Nyárádremete |
TudAozañ
- Klaoda ar Prad, skrivagner brezhoneg, en deus tremenet e vugaleaj eno.
Tud ganet enoAozañ
- 1869: Félix Le Dantec, bevoniour.
- 1913: Goulven Jacq, skrivagner brezhoneg.
- 1946: Yann Gerven, skrivagner brezhoneg.
Tud marvet enoAozañ
- 1928: Charles Filiger, livour.
- 2013: Kristian Brisson, skrivagner brezhoneg.
Ardamezeg ar familhoùAozañ
Audren,
aotrounez la Villeneuve / Kernevez |
En argant e c'hilhog en sabel | |
SiviAozañ
Brudet eo sivi Plougastell. Diwar o fouez eo bet savet stumm brezhonek ar ganaouenn saoznek Strawberry Fields Forever.
LevrlennadurAozañ
- Jacq, Goulven, Pinvidigezh ar Paour, Al Liamm, 1977 (eñvorennoù eus e vugaleaj e Plougastell).
- Marie Joseph Quintin - Kervella, Hervé Quintin, Plougastel de ma jeunesse, Éditions Le Télégramme 2005.
- Lan Rozmoal, Plougastell, torret e ziouaskell !, Emgleo Breiz, 1995 (notennoù yezh).
Liammoù diavaezAozañ
Daveoù ha notennoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajennoù 45 ha 46
- ↑ Pertes RAF Finistère
- ↑ Éric Rondel, Les Américains en Bretagne, p.8, Éditions Astoure, 2008
- ↑ Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 265, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
- ↑ Distro-skol ar c’helenn divyezhek
- ↑ Pertes RAF Finistère
- ↑ Commonwealth War Graves Commission
- ↑ Cassini hag EBSSA
- ↑ Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014