E 1603 e oa bet savet chapel Sant Langiz, e Plougastell-Daoulaz. Ur savadur eeun-tre eo, un nev hepken. Meur a zelwenn vrav a zo er chapel, ur werc’hez kaer eus ar XIVvet kantved en o zouez. Met piv an diaoul eo Sant Langiz? Na glaskit ket anezhañ war deiziadur an Iliz Katolik ha Roman nag e parrezioù all Breizh zoken. Anavezet e oa ar sant en tu-hont da harzoù parrez Plougastell koulskoude ha dont a rae tud da c’houlenn e sikour eus an tro-war-droioù, Landerne, Brest ha Goueled Leon.

Delwenn ar sant a ziskouez un den barvek blev hir gantañ. Pedet e veze evit kleñvedoù grevus, bugale paket gant al “langiz” dreist holl. Evitañ da gavout un tamm startijenn en-dro e oa ret taoler ur pezh dilhad a oa bet douget gantañ e dour feunteun Sant Langiz zo war lez ar stêr Elorn, ur c’hilometr bennak izeloc’h eget ar chapel. Ma chome an dilhad war neuñv e dour ar feunteun e oa sin fall. Aes eo kompren perak e oa bet lesanvet Sant Tu pe Du ! Ur sant evel-se ne oa ket evit plijout re d’an Iliz ha meur a wech e voe klasket divadeziñ ar chapel. Itron Varia ar C’heloù-Mat e 1774, Itron Varia ar Veaj Vat e 1782 pe Santez Blandin e 1805, met en aner. Evit Plougastelliz e chomo da viken Chapel Sant Langiz. Ur sant bet ganet diwar ijin ha fent unan bennak a chomo dizanv da viken met ur farser en deus bet graet berz !


Pennad kar

kemmañ