Goulven Jacq

skrivagner brezhonek


Goulven Jacq a oa skrivagner brezhonek, ganet e Plougastell e 1913, ha marvet e Kiberen d’an 18 a viz Genver 1993. Ganet e oa bet en ur familh paour eus Plougastell ha chomet e oa paour a-hed e vuhez. E vugaleaj a gont en e levr eñvorennoù “Pinvidigezh ar Paour”.

Goulven Jacq
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv-bihanGoulven Kemmañ
Anv-familhJacq Kemmañ
Deiziad ganedigezh1913 Kemmañ
Lec'h ganedigezhPlougastell-Daoulaz Kemmañ
Deiziad ar marv18 Gen 1993 Kemmañ
Lec'h ar marvKiberen Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetbrezhoneg, galleg Kemmañ
Micherskrivagner Kemmañ


Goulven Jacq
Obererezh Skrivagner, troour
Ganedigezh 1913
e Plougastell, Banniel Kerne Kerne, Breizh
Marv 18 Genver 1993
e Kiberen, Bro-Wened Bro-Wened, Breizh
Yezh skrivañ Brezhoneg
Enorioù Priz Langleiz e 1976
Oberennoù pennañ
Pinvidigezh ar paour

Goulven Jacq e-pad an Eil Brezel-bed

kemmañ

Er Vezen Perrot e oa bet e dibenn an Eil Brezel-bed gant ar renk a SS-Oberscharführer (gant al lesanv “Maout”). Gloazet e voe en dorn memes d'ar mare ma varvas Auguste le Deuff lesanvet Verdier, lazhet gant ur paotr eus ar strouezheg a guzhas ur bistolenn en e vered pa voe harzet ha pa dennas warno.

Goulven Jacq goude ar brezel

kemmañ

War-lerc’h ar brezel en doa kavet repu e Spagn, e kamp Miranda de Ebro. Goude e oa aet da chom da Vrazil hag e São Paulo e oa chomet e-pad 8 vloaz. Eno en doa savet ur gelaouenn vrezhonek anvet An Trede Diskuliadur ma tisplege kredennoù ar speredourien eus Brazil.

An distro da Vreizh

kemmañ

Ur wech distroet da Vreizh en doa graet e annez e Sant-Brieg ha graet en doa skol vrezhoneg en Oaled Abherve. Bloavezhioù diwezhañ e vuhez en doa tremenet e Kiberen. Desket en doa mat meur a yezh ha pa oa marvet e laboure war ur geriadur brezhoneg-nederlandeg, ur yezh en doa desket e kamp Miranda de Ebro.

Oberennoù

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ
  • Lionel Henry, Dictionnaire biographique du mouvement breton, Yorann embanner (432 pajenn), miz Du 2013 ( ISBN 978-2-916579-59-7)