Kiberen
kumun ar Mor-Bihan
Kiberen | ||
---|---|---|
![]() An draezhenn. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Quiberon | |
Bro istorel | Bro-Gwened | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Mor-Bihan | |
Arondisamant | an Oriant | |
Kanton | Kiberen (pennlec'h) | |
Kod kumun | 56186 | |
Kod post | 56170 | |
Maer Amzer gefridi | Bernard Hilliet 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | an Alre Kiberen Douar Atlantel | |
Bro velestradurel | Bro an Alre | |
Lec'hienn web | www.ville-quiberon.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 4 659 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 528 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 15 m bihanañ 0 m — brasañ 33 m | |
Gorread | 8,83 km² | |
kemmañ ![]() |
Kiberen a zo ur gumun eus Breizh e departamant ar Mor-Bihan. Pennlec'h Kanton Kiberen eo.
DouaroniezhAozañ
AnvAozañ
ArdamezioùAozañ
En glazur e eor en aour, gwisket ha flammet kevliv, ar ouel karget gant teir flourdilizenn en gul ; e gab gwriet en gul, e gaerell tremenant, gwakoliet a Vreizh.[2] |
BrezhonegAozañ
Ar Brezoneg er SkolAozañ
- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[3].
IstorAozañ
Dispac'h GallAozañ
- Melestradurezh: krouet e voe ar gumun e 1790; gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet e penn kanton Kiberen gant div gumun ennañ: Kiberen ha Plouharnel[4]; e Bann an Alre e oa; miret e voe ar c'hanton dindan anv Kanton Kiberen gant al lezenn eus an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix. Lakaet e voe Kiberen en Arondisamant an Oriant bet krouet e 1800[5].
- Dilestradeg c'hwitet ar roueelerien, etre an 23 Mezheven 1795 hag an 21 Gouere 1795. Ur bajenn a vo savet diwar-benn roll ar re bet fuzuilhet gant ar Republikaned.
XIXvet kantvedAozañ
- Krouet e voe kumun Sant-Pêr-Kiberen d'an 13 a viz Even 1856 diwar ul lodenn eus kumun Kiberen[6].
XXvet kantvedAozañ
- Mervel a reas 128 den eus ar gumun abalamour d'ar brezel, da lavaret eo 3,46 % eus he foblañs e 1911[7].
- Implijet e voe an nijva gant al Luftwaffe (aerlu alaman); bombezet e voe gant ar Royal Air Force en noz etre ar 4 hag ar 5 a viz C'hwevrer 1941[8].
- D'ar 2 a viz Kerzu 1941 e kouezhas un nijerez (Beaufort I marilhet AW216 ha kodet OA-P) eus aerlu ar Rouantelezh-Unanet (Royal Air Force) er mor nepell eus Kiberen; mervel a reas ar pevar nijour a oa en he bourzh, tri anezhe a voe douaret e bered ar gumun, ne voe ket kavet korf an hini diwezhañ; un nijerez all eus ar Royal Air Force (Wellington, marilhet Z1422 ha kodet UV-W) a gouezhas e Kiberen d'ar 4 a viz Eost 1942, he femp nijour a varvas, ur c'horf a voe kavet hepken, douaret e voe e bered ar gumun; ur c'harr-nij all eus ar (Royal Air Force), ur Wellington IV, marilhet Z1476 ha kodet SM-F, a gouezhas e Kiberen d'an 23 a viz Gwengolo 1942, e bemp nijour a varvas, ur c'horf a voe kavet hepken, douaret e voe e bered ar gumun[9].
- Mervel a reas 47 den abalamour d'ar brezel, unan anezhe, Antony Simon Fleur, ur c'helenner alamaneg war e leve e kamp-diouennañ Auschwitz (Polonia)[10]; harzhet e oa bet e Kiberen e penn-kentañ miz Genver 1944 gant an Alamaned.
- E Sankenn an Oriant edo ar gumun[11].
- Dieubet e voe ar gumun d'an 10 a viz Mae 1945 goude emzaskoridigezh an Alamaned[12].
Brezelioù didrevadenniñ
- Tri gwaz a varvas e Brezel Indez-Sina ha tri all e Brezel Aljeria[13].
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
- Monumant ar re varv.
Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumunAozañ
Bro | Niver a soudarded |
---|---|
Aostralia | 2 (unan anezhe chomet dianv) |
Polonia | 1 |
Rouantelezh-Unanet | 3 |
Hollad | 6 |
Karrnijourion e oant holl. Ar Vreizhveuriz a voe lazhet pa gouezhas o c'harr-nij Beaufort I er mor, nepell eus Kiberen d'an 2 a viz Kerzu 1941 [14], unan ag an Aostralianed pa gouezhas e garr-nij Wellington e Kiberen d'ar 4 a viz Eost 1942[15] (egile, chomet dianav, a oa bet beziet e Houad da gentañ), ar Polonad pa gouezhas e garr-nij Wellington IV e Kiberen d'an 23 a viz Gwengolo 1942 [16], e-pad an Eil Brezel Bed [17].
DezougenAozañ
- E penn al linenn hent-houarn Kiberen-An Alre emañ Kiberen.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962Aozañ
Niver a annezidi

MelestradurezhAozañ
TudAozañ
Ardamezeg ar familhoùAozañ
GevelliñAozañ
- Josilin ( Breizh)
- Le Grand-Bornand ( Savoia)
- Kempten ( Alamagn)
- Logh ( Kernev-Veur)
Liammoù diavaezAozañ
LevrlennadurAozañ
Daveoù ha notennoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Aozet gant Loïc Ermoy ; Kuzul ar Gumun : 1974.
- ↑ Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 266, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 310
- ↑ Cassini - EHESS - Kiberen - Fichenn ar gumun
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 14
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ Eddy Florentin, Quand les Alliés bombardaient la France 1940-1945, Embannadurioù Perrin, 1997, pajenn 26
- ↑ Pertes RAF Morbihan
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ Roger Leroux, Le Morbihan en guerre 1939-1945, Imprimerie de la Manutention, Mayenne, 1991, pajenn 587
- ↑ Roger Leroux, Le Morbihan en guerre 1939-1945, Imprimerie de la Manutention, Mayenne, 1991, pajenn 622
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ Pertes RAF Morbihan
- ↑ Pertes RAF Morbihan
- ↑ Pertes RAF Morbihan
- ↑ Commonwealth War Graves Commission