Luftwaffe (Wehrmacht)

(Adkaset eus Luftwaffe (1933-1945))
Luftwaffe (1935-1945)
Banniel Skoed-ardamez
Banniel ha skoed-ardamez al Luftwaffe
Padelezh 26 a viz Ebrel 1935- 8 a viz Mae 1945
Bro Trede Reich
Sujidigezh Adolf Hitler

Oberkommando der Wehrmacht
Oberkommando der Luftwaffe)

Skourr Wehrmacht
Doare Nijlu

Harz lammerien

Lec'h pennañ Reichsluftfahrtministerium, Leipziger Strasse e Berlin
Brezel Brezel Spagn

Eil Brezel-bed

Pennoù Hermann Göring

Robert Ritter von Greim

Ment Karbedoù nij 119,871 (produet); izili 3,400,000 (hollad er servij etre 1939 ha 1945)

Al Luftwaffe a oa nijlu ar Wehrmacht alaman e-pad an Eil Brezel-bed. Nerzhioù nijlu alamagn e-pad ar C'hentañ Brezel-bed, al Luftstreitkräfte eus al lu douar hag ar Marine-Fliegerabteilung evit ar morlu Kriegsmarine, a oa bet roet lam dezhi e 1920 hervez disoc'h Feur-emglev Versailhez a redie Alamagn da chom hep kaout eus un nijlu.

Nijerezioù Junkers Ju 87 Stuka o tibradañ da vont da dagañ Polonia, miz Gwengolo 1939.

E-pad ar mare etre an daou Brezel Bed, an nijourien alaman a oa gourdonet dre guzh o tremen e-biou eus ar feur-emglev e bazenn nij Lipetsk. Gant ma oa ar strollad Nazi o kemer nerzh ha dre torridigezh Feur-emglev Versailhez ganto, al Luftwaffe a oa bet krouet d'ar 26 a viz Ebrel 1935. Al Lejion Kondor eus al Luftwaffe a gemeras perzh e Brezel diabarzh Spagn. Ar brezel a zuio da vezañ ul lec'h gourdoniñ evit an nijerien, ar c'hirri-nij hag ar strategiezhoù brezel. An disoc'h a voe da lakaat al Luftwaffe da vezañ arbennikaet, ha gant ul lañs teknikel brasoc'h evit darn an nijluioù dre ar bed. Pouezus e voe an darvoud-se dre ma roio lañs bras da nerzhioù an Trede Reich e 1939.

Hañv 1939, al Luftwaffe a oa savet gant 28 Geschwaders (flodad).

Aozadur al Luftwaffe Aozañ

 
Aozadur al Luftwaffe
 
Bruno Loerzer, Hermann Göring hag Adolf Galland

Pennadoù kar Aozañ

Rummadoù kar Aozañ

Rummad:Nijvaoù al Luftwaffe e Breizh

Rummad:Nijerezioù alaman aet d'ar strad e Breizh e-pad an Eil brezel-bed