Kriegsmarine
Kriegsmarine (Morlu) a oa morlu alaman an Trede Reich eus 1935 betek 1945. Kemeret en doa plas ar c'h-Kaiserliche Marine (Morlu impalaeriel Alamagn), hini ar C'hentañ Brezel-bed, hag ar Reichsmarine, ar morlu alaman etre an daou vrezel. Ar C'hriegsmarine a oa unan eus an tri skourr ofisiel e nerzhioù lu an Trede Reich, gant an Heer (tirlu) hag al Luftwaffe (aerlu), an holl anezho suj d'ar Wehrmacht.



Ar C'hriegsmarine a oa bet diorroet prim e-pad an Aufrüstung, steuñv adarmañ ar morlu alaman e-pad ar bloavezhioù tregont (Feur-emglev Versailhez en devoa termenet un niver a vigi, ha difennet groñs da sevel listri-spluj alaman).
Ar c'hentañ gwech ma voe implijet ar morlu alaman a voe e-pad Brezel Spagn, pa voe kaset lod eus ar bigi brezel tro-dro ar vro e-pad ar brezel diabarzh spagnol. An digarez a oa evit ma vefe talet ouzh broioù all da gemer perzh er brezel. E gwirionez e oa ar morlu alaman ad-u gant Franco en oberiadur-brezel Ursula.
Bigi brezel Aozañ
Pa oa kroget an Eil Brezel-bed, darn bigi ar Kriegsmarine a oa reoù modern: bliv, armet hag hobregonet mat. ur choaz e oa bet gant pennoù uhel al lu kement ha gant ar fed ober van da zoujañ ouzh difennoù Feur-emglev Versailhez a-fed flodadoù brezel. En desped da-se, pa oa kroget ar brezel, ar morlu alaman a oa dindan ar palioù bet fiziet dezhi met dreist-holl dindan reoù morlu Bro-C'hall ha Bro-Saoz.
U-Boot Aozañ
- Pennad spisoc'h U-Boot
Pa voe kroget an Eil Brezel-bed, ar C'hriegsmarine ne oa ennañ nemet 57 lestr-spluj U-Boot.
274,333 tonenn (47 bag d'ar strad) | Otto Kretschmer |
225,712 tonenn (43 bag d'ar strad) | Wolfgang Lüth |
193,684 tonenn (34 bag d'ar strad) | Erich Topp |
186,064 tonenn (29 bag d'ar strad) | Karl-Friedrich Merten |
171,164 tonenn (34 bag d'ar strad) | Victor Schütze |
171,122 tonenn (26 bag d'ar strad) | Herbert Schultze |
167,601 tonenn (28 bag d'ar strad) | Georg Lassen |
166,596 tonenn (22 vag d'ar strad) | Heinrich Lehmann-Willenbrock |
162,333 tonenn (30 bag d'ar strad) | Heinrich Liebe |
160,939 tonenn (28 bag d'ar strad), ouzhpenn da-se ar bigi-brezel HMS Royal Oak (08) e Scapa Flow |
Günther Prien |