Karl Dönitz

Karl Dönitz (Doenitz a skriver a-wechoù), bet ganet d'ar 16 a viz Gwengolo 1891 hag aet da Anaon d'ar 24 a viz Kerzu 1980, a oa un amiral alaman pouezus e-pad an Eil Brezel-bed. Lakaet e voe da hêr an Trede Reich gant Adolf Hitler a-raok e emlazh.

Karl Dönitz o evezhiañ Bazenn listri-spluj Sant-Nazer e Breizh, Even 1941

Karl Dönitz en doa kroget evel martolod brezel e Kaiserliche Marine Alamagn a-raok ar C'hentañ Brezel-bed.
E 1918, pa oa kabiten al lestr-spluj UB-68, e voe rediet gant ar morlu saoz da ouelediñ e lestr ha prizoniet e voe.
E-kerzh e amzer er c'hamp prizonidi brezel ez embannas e vennozhioù kadoniezhel evit ar morlu, ar pezh a voe anvet goude-se Rudeltaktik ("kadoniezh a-vandoù", brudetoc'h evel "bagad bleizi", Wolfpack e saozneg).

Pa grogas an Eil Brezel-bed e oa pennofiser listri-spluj ar C'hriegsmarine. E miz Genver 1943 e tizhas ar renk a Großadmiral ("amiral meur"). Kemer a reas post an amiral meur Erich Raeder evel penn uhelañ morlu an Trede Reich.

Political Testament of Adolph Hitler 1945 page 7.jpg
Testamant Hitler (pajenn 7)
a lakae Dönitz da hêr Hitler
evel prezidant Alamagn.