Adolf "Dolfo" Joseph Ferdinand Galland ganet d'an 19 a viz Meurzh 1912 e Westerholt e Westphalia hag aet da anaon d'an 9 a viz C'hwevrer 1996 e Remagen-Oberwinter[1]) a oa ur jeneral alaman eus al Luftwaffe met ivez ur mailh (pe un As) dre m'en devoa tizhet 104 c'harr-nij enebour en holl war talbenn kornôg an Eil Brezel-bed[2] Kaset en deus 705 nij-brezel da benn, ha tizhet ez eo-eñ bet dre beder gwech.

Adolf Galland.

Adolf Galland ha brezel Spagn kemmañ

Bet eo bet engouestl a youl vat e 1937 e brezel Spagn. Nijal a rae el Lejion Condor dindan stumm tagadennoù-nij war zu an douar o reiñ harp d'ar vroadelourien dindan urhzioù Francisco Franco El Caudillo. Pa echuas e zro-brezel e 1938 Adolf Galand a vez kaset da labouret e ministrerezh an aer Alaman da sevel levrigoù strategiezh ha teknikel da geñver e skiant-prenet evel blenier kirri-nij tag war zu an douar. War ar memes koulz-amzer e vez kelenner evit ar strolladoù blenerien kirri-nij tag war zu an douar.

Adolf Galland en Eil brezel-bed kemmañ

Pa erru mare aloubadeg Polonia e miz gwengolo 1939 e ya gant nijal hag un-dro nijoù-brezel tag war zu an douar. E-penn kentañ ar bloavezh 1940 e vez klasket gant Adolf Galland da gendrec'hiñ e ofisourien da lakkat anezhañ da vont gant hent ar blenerien kirri-nij stourm.

Galland a vez o nijal gant ur Messerschmitt Bf 109 e-pad emgann Bro C'hall hag emgann Bro-Saoz. E-fin ar bloavezh 1940 ez eo pignet an niver a dizhou gantañ etrezek 57 karr-nij enebour.

Evit ar bloavezh 1941 e chom Galland gant ar stourm a-enep ar Royal Air Force (RAF) a-us da mor Breizh ha norzh ar Frañs. E miz-du 1941 ez eo pignet e niver dizhoù etrezek 96 karr-nij enebour.

 
Special Film Project 186, Adolf Galand ha dirazhañ Hans-Ulrich Rudel

Adolf Galland penn ar chase Alaman kemmañ

Miz du 1941 e ya da anaon Werner Mölders, penn an holl strolladoù kirri-nij chase Alaman General der Jagdflieger, en ur gwallzarvoud-nij. Adolf Galland a vez kaset d'e lerc'h hag a chomo gant ar garg'se betek miz genver 1945.

Gant ma oa penn an holl strolladoù kirri-nij chase Alaman e oa bet diffenet groñs dezhañ da gemer perzh en nijoù-brezel.

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ