As (aerlu)
Un As, pe nijer mailh, a vez graet eus ur sturier kirri-nij brezel hag a zo deuet a-benn da bilat 5 karr-nij enebour pe ouzhpenn, e-kerzh un emgann en oabl. An niver resis a drec'hioù en aer a ranker tizhout evit bezañ degemeret evel As en un doare ofisiel a zo disheñvel hervez ar vro. ALies eo ar sifr pemp hag a zo an hini izelañ.
Mennozh an "as" a zo deuet war-wel e 1915 e-kerzh ar C'hentañ Brezel-bed, pa oa ar c'hentañ emgannoù etre kirri-nij. Da gentañ e oa un droienn propaganda evit lakaat tud an adreñv ha soudarded an talbenn da gaout harozed da azeuliñ pa oa ar brezel-bed o treiñ da unan uz gant kolloù spontus. Er brezel-se e oa diaes gwelet anat hiniennoù troadegiezh o tont war-wel hag obererezhioù an Asoù a oa kalz aesoc'h da implij. Krouet e voe skeudenn harozed evel marc'heien ar Grennamzer. E-kerzh ul lajad amzer verr, pa oa deroù ar stourmoù en aer, an nijerien varrekañ a c'helle eilpennañ da vat un emgann en aer. Evit darn eus ar brezel, siwazh, skeudenn an as a oa pell diouzh gwirionez ar brezel en aer, an nijerezioù brezel a nije e skouadrennoù o klask tagañ pa vezent niverusoc'h hag a-dreñv-kein. Ouzhpenn-se a-feur ma pade ar brezel, an aerluioù a oa muioc'h-mui mestr war an oabl dre an danvezioù diazez a oa tu da bostañ er brezel-se. Implij an droienn "as" evit ober anv eus an nijerien-se a oa kroget neuze e-kerzh ar C'hentañ Brezel-bed, pa oa bet ar c'hazetennoù eus Frañs oc'h ober anv eus Adolphe Pégoud, lesanvet l'As (an As) goude ma vije bet ar c'hentañ levier o vezañ bet pilet pemp karr-nij alaman. Ar Saozon a rae-int gant "star-turns" (ur ger implijet er show business).