Emgann Bro-C'hall

(Adkaset eus Emgann Bro C'hall)

Emgann Bro C'hall pe Frankreichfeldzug en alamaneg pe Fall of France e saozneg, a vez graet eus aloubadeg an Izelvroioù, Belgia ha Luksembourg kement ha Bro-C'hall gant lu an Trede Reich e-penn kentañ an Eil brezel-bed. Kroget e oa an argadenn Alaman d'an 10 a viz Mae 1940, o lakaat un harz da goulzad amzer an « drôle de guerre », hag o welet an argadenn o chom tost dizehan ha didrec'h. Ur wech toullet an talbenn e Sedan o lakaat an nerzhioù lu Saoz, Gall ha Belgiat da gilañ en desped da emgannioù evel hini Dyle, emgann Gembloux, emgann Hannut, emgann la Lys hag hini Dukark ec'h echuas Emgann ar Frañs d'an 22 a viz Even 1940 gant trec'h an Trede Reich ha sinadur un arsav-brezel gant gouarnamant ar Marichal Pétain.

emgann Bro-C'hall
emgann
Rann eusTalbenn ar C'hornôg (Eil Brezel Bed), Eil Brezel-bed Kemmañ
StadBelgia Kemmañ
Lec'hLuksembourg, Belgia, Frañs, Izelvroioù Kemmañ
Deiziad kregiñ10 Mae 1940 Kemmañ
Deiziad echuiñ25 Mez 1940 Kemmañ
Order of battleorder of battle for the Battle of France Kemmañ

An tiriadoù aloubet e peder bro a voe lakaet e dalc'h nerzhioù an Trede Reich met gant doareoù disheñvel : evit Bro-C'hall e voe rannet e tri zamm gant ur zonenn dindan dalc'h Alamagn en norzh ha kornôg, ur zonenn vihan evit an Italia faskour e gevred ar vro, hag ur zonenn dieub "zone libre" dindan sujidigezh gouarnamant Vichy.

Er zonenn norzh aloubet eus ar Frañs e voe krouet ur « zonenn verzhet » enni departamantoù an norzh adstaget ouzh gouarnamant milourel Belgia, dindan urzhioù hollveliek ar jeneral Alexander von Falkenhausen. Lodenn german a yezh Belgia e reter ar vro a zo staget ouzh Alamagn. Ar memestra a vezo evit an Elzas ha departamant ar Moselle ha Dugelezh Luksembourg. An Izelvroioù a voe lakaet dindan sujidigezh ur gouarnour o tont eus ar strollad Nazi (ur gauleiter), hag a vez hollveliek dre urzhioù Hitler. Hollad an tiriadoù-se ne vint dieubet eus dalc'hidigezh an Alamanted nemet dre argadennoù ar Gevredidi etre Even 1944 ha Mae 1945.

Adal an 18 a viz Even 1940 e oa bet skignet ur galv gant ar Jeneral De Gaulle, Galv an 18 a viz Mezheven o c'hervel an holl geodedourien c'hall da genderc'hel gant ar stourm, penn kentañ ar Rezistañs eo. Sinadur an eil Arsav-brezel e Compiègne etre nerzhioù an Trede Reich hag ar marichal Pétain a voe penn-kentañ mare ar C'henlabourerezh er Frañs, war ar memes tro e oa fin an Trede Republik.

Kenarroud

kemmañ

Er bloavezh 1939, ar Rouantelezh Unanet ha Bro-C'hall a savas un emglev difenn gant Polonia kenkaz ma vije aloubet Polonia gant Alamagn. D'ar 1añ a viz Gwengolo 1939 e krogas aloubadeg Polonia gant nerzhioù lu an Trede Reich. Bro-C'hall hag ar Rouantelezh Unanet a zisklerias ar brezel d'an 3, goude un ultimatom d'an nerzhioù aloubiñ alaman o c'houlenn dezho mont war-gil. Ne voe ket respontet d'ar goulenn-se. Broioù all a heulias : Aostralia (3 a viz Gwengolo), Zeland-Nevez (3 a viz Gwengolo), Afrika Su (6 a viz Gwengolo) ha Kanada (10 a viz Gwengolo), a zisklerias ar brezel da Alamagn.

Implij er propaganda

kemmañ

Un implij bras a zo bet eus ar c'hampagn-se e propaganda an Trede Reich. Daou abeg : da gentañ e oa bet trec'het an enebour daonet diskleriet da vezañ trec'het e Mein Kampf, da eil primm e oa bet dre implij armoù modern ar pezh a oa arouezius eus nerzh didrec'h an Vroadel-sokialouriezh. Ar marichal Pétain hag a bledas kerkent ha sinet an arsav-brezel evit ur c'henlabourat gant an Trede Reich a sikouras dre-se propaganda an nazied war-zu ar C'hallaoued badaouet gant un trec'h ken bras warno ha fiziañs eno e trec'her Verdun.