Talbenn ar C'hornôg (Eil Brezel-bed)

Talbenn ar C'hornôg eo an dachenn ma reas ar brezel e reuz e Kornôg Europa e-pad an Eil Brezel Bed. Pa reer anv eus Talbenn ar c'hornôg e reer anv eus an emgannoù c'hoarvezet e Danmark, Norvegia, Luksembourg, Belgia, an Izelvroioù, ar Rouantelezh-Unanet, Frañs, Italia, hag Alamagn.

Talbenn ar C'hornôg (Eil Brezel Bed)
war front
Rann eustalbenn Europa an Eil Brezel-bed Kemmañ
Lec'hNorzh Europa Kemmañ
Deiziad3 Gwe 1939 Kemmañ
Deiziad kregiñ1939 Kemmañ
Deiziad echuiñ1945 Kemmañ

Sellet e vez ouzh an emgannoù e su Europa hag e lec'h all evel tachennoù brezel disheñvel diouzh hini ar C'hornôg. Daou brantad emgannoù bras a voe war Talbenn ar C'hornôg. E-pad ar prantad kentañ e kodianas Luksembourg, an Izelvroioù, Belgia, ha Frañs e-kerzh miz Mae ha miz Mezheven 1940 goude dezho bezañ faezhet e Belgia hag e norzh Frañs, a-raok kenderc'hel gant ur brezel en oabl etre Alamagn ha Breizh-veur a reer emgann Bro-Saoz anezhañ. E-doug an eil prantad e voe emgannoù war ur skeul vras war an douar (harpet gant ur brezel strategek nijerezioù hag a weler evel un talbenn e-unan), hag a grogas e miz Mezheven 1944 gant ar gevredidi o tilestrañ e Normandi hag a gendalc'has betek ma voe faezhet an Trede Reich e miz Mae 1945.

1939–1940: Trec'h an Ahel

kemmañ

D'ar 1añ a viz Gwengolo 1939 e krogas an Eil brezel bed gant aloubadeg Polonia gant Alamagn. Evel respont e tisklerias Breizh-Veur ha Frañs ar brezel ouzh Alamagn d'an 3 a viz Gwengolo. Ar mizioù da heul a voe anvet ar Brezel Drol.

Brezel Drol

kemmañ

Brezel Drol e veze graet eus deroù an Eil Brezel Bed, arouezet gant un nebeud oberiadurioù brezel er c'hevandir goude aloubadeg Polonia betek Emgann Frañs. Daoust ma oa disklêriet ar brezel etre ar galloudoù europat, ne oa argad ebet etreze. Sañset e oa ar Rouantelezh-Unanet ha Fraañ harpañ Polonia hag harpell ebet n'he deus bet daoust d'an emglev sinet etreze.

An nerzhioù gall a reas un dagadenn e Saarland a-enep Alamagn met paouez a rejont ha distroiñ d'o bro. E-pad ma oa ar braz eus Arme Alamagn o stourm e Polonia, e oa gwardet al linenn Siegfried (al linenn kreñvaet d'en em ziwall diouzh Frañs) gant un lodennig all. En tu all gant al Linenn Maginot e chome ar C'hallaoued, tra ma veze savet ul linenn ouzhpenn war harzoù Belgia gant ar Saozon. Ar Royal Air Force a vannas traktoù propaganda a-us Alamagn hag ar bagad kanadian kentañ a zouaras war Breizh-Veur, tra ma vane sioul kornôg Europa e-pad ar 7 miz da heul.

Kerkent ma voe diskleriet ar brezel e krogas Breizh-Veur ha Frañs da brenañ ur bern armoù digant ar Stadoù-Unanet e-kichen ar re krouet ganto. Kemer a reas perzh ar SUA o werzhañ paramantadurioù d'ar gevredidi e prizioù izel. Youl Alamagn da skoilhañ an eskemm treuz-atlantel gant ar gevrididi a loc'has Emgann an Atlantel.

Oberiadur Weserübung

kemmañ

Tarzh ar brezel a grogas e norzh Europa gant Emgann Norvegia heuliet gant oberiadur Weserübung, an aloubadeg eus Danmark ha Norvegia gant an Alamaned. Raktreset e oa bet gant ar gevrididi ober un dilestradeg war holl aodoù Mor an Hanternoz evit stankañ degasadennoù danvezioù eus Sveden da Alamagn. Hogen bountet e oant bet er-maez adarre gant ar Wehrmacht. Ar 'c'h-'Kriegsmarine, a c'houzañvas kalz a golloù memestra e-pad he daou viz a seziz lakaet war Norvegia.

Emgannoù evit Luksembourg, an Izelvroioù, Belgia ha Frañs

kemmañ

E Mae 1940 e krogas an Alamaned Brezeliadenn ar C'hornôg (Der Westfeldzug). Kevredidi ar C'hornôg a blegas buan a-walc'h dindan strategiezh ar Blitzkrieg. Ar braz eus an nerzhioù gall ha saoz a dec'has davet Dukark. Pa oa an emgann o vont d'an trec'h e soñjas an Alamaned penaos e vo graet gant Breizh-Veur. Ma vefe nac'het ar feur-emglev-peoc'h gantañ, e chome dibarzh an aloubadeg. Hogen, ar gKriegsmarine a gollas ul lodenn ken bras eus e nerzhioù e Norvegia ma ne c'hall ket azaoueziñ un dilestradeg, ha ret-holl e voe d'an alamaned tapout an drestelezh war an aer gant al luftwaffe.

1941–1944: an ehan

kemmañ

Al Luftwaffe ne zeuas ket a-benn da drec'hiñ war ar RAF e-pad emgann Bro-Saoz, ar soñ da aloubiñ Breizh-Veur a voe dilezet. Tra ma veze engervet ar Wehrmacht en aloubadeg ar Unvaniezh Sovietel e krogas savadur Moger an Atlantel a-hed aodoù Mor Breizh. Graet e voe da ziarbenn aloubadeg ar gevredidi.

 
Tornaod ha traezhenn Dieppe goude argadoù an 19 a viz Eost 1942. Ur c'harr Daimler Dingo dilezet.

E 19 a viz Eost 1942 e krogas an Dilestradeg Dieppe e Frañs. Peurvuiañ ar bagad a voe Kanadian gant un nebeud eus Saoz, SUA harpet gant listri saoz ha poloniat. An argad a voe ur gwallreuz dre ma voe kollet un drederenn eus an nerzhioù. Hogen desket eo bet kalz diwar an oberadur hag adimplijet e vint en aloubadegoù a heul.

E-pad hogos daou vloaz ne voe ket dilestradeg a-hed aodoù ar c'hornôg nemet un nebeud gwezhiadurioù Komando gouvrezel savet gant ar rezistañs harpet gant an SOE ("Special Operations Executive") hag an OSS ("Office of Strategic Services"). Neoazh eo bet savet gant ar gevredidi ur gwezhiadur bombezadeg war vro-Alamagn a-bezh kaset a-benn d'an deiz gant an amerikaned ha d'an noz gant ar saozon.

A-c'houde an hañv 1943 e voe azaouezet un dilestradeg e korôg evel gallus gant an alamaned, hag aozadur ar bagadoù alaman a-hed an aodoù a voe renet gant Gerd von Rundstedt hag a oa e penn tri strollad: ar Wehrmachtbefehlshaber Niederlande pe WBN ("Wehrmacht Izelvrroioù"), evit an aodoù belgiat hag izelvroat, an Heeresgruppe B evit norzh Frañs gant ar 15vet arme alaman (penngarterioù e Tourcoing) e takad ar Saena, ar 7vet arme (penngarterioù er Mañs), etre ar Saena hag al Liger o tiwall ouzh Mor-Breizh hag an aodoù atlantel, hag a Heeresgruppe G evit ar Pleg-mor Gwaskogn ha takad Vichy,gant an arme gentañ, (penngarterioù e Bourdel), gant an 19vet arme, (Penngarterioù e Avignon), evit diwall ouzh aodoù Mor Kreizdouar.

1944–1945: An eil emgann

kemmañ

Dilestradeg ar gevredidi e Normandi

kemmañ
 
Hentoù dilestradegoù an "D-Day".

E 6 Mezheven 1944 e krogas an Oberiadur-brezel Overlord evit dieubiñ Frañs. Gourizet e voe 200,000 alaman e chakod Falaise. 150,000 alaman a c'hallas tec'hel an takad en ur leuskel aveadurioù a-bouez ha 50,000 alaman a voe lazhet pe brizoniet.

 
Talbenn ar C'hornôg e 1944

Daveoù

kemmañ
  • Szélinger, Balázs (2010). "Magyar katonák idegen frontokon", in Duzs: Küzdelem Magyarországért: Harcok hazai földön (in hu). Kisújszállás : Pannon-Literatúra Kft.. 94 p. ISBN 978-963-251-185-6. 
  • Clarke, Jeffrey J. (1993). Riviera to the Rhine, United States Army in World War II., European theater of operations. Washington D.C. : Center of Military History. CMH Pub. 7–10. ISBN 978-0-16-025966-1. 
  • Ellis, John (1993). The World War II Databook: The Essential Facts and Figures for all the combatants. BCA. ISBN 978-1-85410-254-6. 
  • Frieser, Karl-Heinz (1995). Blitzkrieg-Legende: Der Westfeldzug 1940, Operationen des Zweiten Weltkrieges (in de). München : R. Oldenbourg. ISBN 3-486-56124-3. 
  • Gootzen, Har and Connor, Kevin (2006). "Battle for the Roer Triangle" (ISBN 978-90-90-21455-9).See [1]
  • Hastings, Max. (2004). Armageddon: The Battle for Germany, 1944–1945. New York: Alfred A. Knopf. (ISBN 0-375-41433-9)ISBN 0-375-41433-9.
  • Holland, James. Normandy '44: D-Day and the Epic 77-Day Battle for France (2019) 720pp
  • Hooton, E. R. (2007). Luftwaffe at War; Blitzkrieg in the West. London : Chevron/Ian Allan. ISBN 978-1-85780-272-6. 
  • Hooton, E.R. (2010). The Luftwaffe: A Study in Air Power, 1933–1945. London : Classic Publications. ISBN 978-1-906537-18-0. 
  • MacDonald, Charles B. [1973] (1993). The Last Offensive, Special commemorative, United States Army in World War II., European theater of operations, Washington D.C. : Center of Military History. CMH pub. 7-9-1. OCLC 41111259. 
  • Matloff, Maurice. Strategic Planning for Coalition Warfare, 1943–1944 (1959). online
  • Murray, Williamson and Millett, Alan R. (2000). A War to be Won: Fighting the Second World War. The Belknap Press of Harvard University Press. (ISBN 0-674-00680-1)ISBN 0-674-00680-1.
  • Seaton, Albert (1971). The Russo-German War. New York: Praeger Publishers.
  • Shepperd, Alan (1990). France, 1940: Blitzkrieg in the West. Oxford : Osprey. ISBN 978-0-85045-958-6. 
  • Weigley, Russell F. (1981). Eisenhower's Lieutenants. Bloomington: Indiana University Press. (ISBN 0-253-13333-5)ISBN 0-253-13333-5.
  • Willis, Frank Roy (1962). The French in Germany, 1945–1949. Stanford : Stanford University Press. .
  • Zaloga, Steve (2006). Remagen 1945: Endgame against the Third Reich. Oxford : Osprey Publishing. ISBN 1-84603-249-0. .
  • Zaloga, Steve (2015). Armored Champion: The Top Tanks of World War II. Stackpole. ISBN 978-0811714372.