Emgann Norvegia
Emgann Norvegia pe Brezeliadenn Norvegia a oa bet un heuliad emgannoù ag an Eil brezel bed bet kroget d'an 9 a viz Ebrel 1940 hag echuet d'an 10 a viz Even 1940. Div lodenn vras a zo bet : an hini gentañ eo an dagadenn anvet Oberiadur brezel Weserübung, an eil a voe moug an nerzhioù difenn a glaskas talañ ouzh nerzhioù lu an Trede Reich en desped da harp ar re kevredet
Ur vro neptu e oa Norvegia. Evit troc'hañ hent an houarn ezporzhiet gant Sveden war-zu Alamagn e voe lakaet minennoù-mor gant Breizh-Veur ouzh aodoù Norvegia. Taget e voe Norvegia gant Alamagn an Trede Reich. Lu Norvegia a gendalc'has da stourm e-pad tri miz, daoust d'al lodenn vrasañ eus ar vro bout mestroniet gant an Alamaned. Breizh-Veur ha Bro-C'hall a gasas soudarded ha bigi-brezel da Narvik. Ne voe ket fonnus trec'h Alamagn war Norvegia e norzh ar vro met pa voe kroget Emgann Bro-C'hall e miz Mae e voe rediet ar Gevredidi da dec'hout diouzh ar vro evit reiñ harp d'an talbenn nevez. E fin ar c'hampagn e voe aloubet ar vro a-bezh gant Alamagn ; an nerzhioù norvegiat a c'hoantae kenderc'hel gant ar stourm a yeas kuit eus ar vro. An 62 zevezh emgann e Norvegia a laka ar vro-se da vezañ an eil o talañ da geñver amzer ouzh Alamagn goude an URSS.
Gerdarzh
kemmañAr Rouantelezh Unanet hag ar Frañs o devoa sinet feurioù-emglev skoazell milourel gant Polonia, ha daou zevezh war-lerc'h Tagadenn Polonia gant Alamagn an Trede Reich d'ar 1añ a viz Gwengolo 1939 e voe disklêriet brezel ganto d'an Alamagn Nazi. En desped d'ar feurioù-emglev ne voe ket sikouret kalz Polonia a voe trec'het dre ar Blitzkrieg (Tagadenn bliv). Ur wech trec'het Polonia e krogas mare an Drôle de guerre Winston Churchill a vounte evit kas ar brezel war un hent tagañ, met ar C'hentañ ministr Neville Chamberlain a oa a-enep evel darn eus pennoù brezel ar Rouantelezh Unanet ha re Bro-C'hall.