Oberiadur-brezel Seelöwe
Oberiadur-brezel Seelöwe, Unternehmen Seelöwe en alamaneg a oa anv-kod un oberiadur-brezel gant nerzhioù lu an Trede Reich evit dilestrañ er Rouantelezh-Unanet e-pad Emgann Bro-Saoz e-kerzh an Eil Brezel-bed. Goude diskar Bro-C'hall, an nazied a soñje dezho e vefe goulennet un arsav-brezel gant ar Saozon. Un aloubadeg eus ar vro a oa rakwelet evel ur rediñ goude ma vefe bet klasket gant an holl duioù kaout ar peoc'h gant Bro-Saoz.
Rann eus | Eil Brezel-bed, Emgann Bro-Saoz |
---|---|
Anv ofisiel | Unternehmen Seelöwe |
Stad | Trede Reich |
Deiziad | Gwengolo 1940 |
Deiziad echuiñ | 17 Gwe 1940 |
Order of battle | Operation Sea Lion order of battle |
Bukenn | Rouantelezh-Unanet |
Hervez ar steuñvioù savet, an aloubadeg a oa ret bezañ kaset da benn gant mestroni an aer hag ar mor. Dre ma ne voe ket tizhet pal ebet e voe harzet ar prientadurioù d'ar 17 a viz Gwengolo 1940 , ha nulet goude-se dre urzhioù Hitler. Bigi trevourien e-leizh a oa bet kroget da vezañ troet da vigi dezougen brezel evit an oberiadur da zont. Pennoù uhel al luioù alaman na gredent ket e oa posubl betek-re kas da benn ur steuñv evel hini an oberiadur raksoñjet, darn an istorourien a-sav a-du gant ar soñj-se.