Ar Mañs
Ar Mañs | |||
---|---|---|---|
An iliz-veur a-dreñv al liorzhoù Pierre-de-Ronsard. | |||
![]() | |||
Anv gallek (ofisiel) | Le Mans | ||
Bro | Maine | ||
Melestradurezh | |||
Stad | ![]() | ||
Rannvro | Broioù al Liger | ||
Departamant | Sarthe (prefeti) | ||
Arondisamant | Ar Mañs (pennlec'h) | ||
Kanton | Pennlec'h nav c'hanton | ||
Kod kumun | 72181 | ||
Kod post | 72000, 72100 | ||
Maer Amzer gefridi | Stéphane Le Foll (PS) 2020-2026 | ||
Etrekumuniezh | Le Mans Métropole (sez) Pays du Mans (sez) |
||
Lec'hienn web | www.lemans.fr | ||
Poblañsouriezh | |||
Poblañs | 145 155 ann. (2020)[1] | ||
Stankter | 2 749 ann./km² | ||
Douaroniezh | |||
Daveennoù lec'hiañ | |||
Uhelderioù | bihanañ 38 m — brasañ 134 m | ||
Gorread | 52,81 km² | ||
Lec'hiadur | |||
|
|||
kemmañ ![]() |
Ar Mañs (Le Mans e galleg, distaget /lə mɑ̃/) zo ur gumun e kornôg Bro-C'hall. He froviñs hengounel eo ar Maine hag he rannvro velestradurel eo Broioù-al-Liger. Sez prefeti departamant ar Sarthe eo ivez. Treuzet eo gant ar stêr Sarthe.
IstorAozañ
Meneget ez eus bet gant Ptoleme ur gêr eus an Impalaeriezh roman anvet Vindinium, kêr-benn an Aulerci, ur rann-veuriad eus an Aedui. Anvet eo ivez evel Civitas Cenomanorum (Kêr ar Cenomani).
Gregor a Deurgn a veneg ur rann-roue frank Rigomer, lazhet gant Lodwig.
Anavezet eo ar Mañs evel aplud an Impalaerezh Plantagenet. Taliñ ar Saozon diouzh ar C'hallaoued e-pad ar Grennamzer.
XXvet kantvedAozañ
Dieubet e oa ar gêr gant 5vet rann-arme Stadoù Unanet Amerika e-pad an Eil Brezel Bed, d'an 8 Eost 1944.
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
Ar gêr gloz, anvet c'hoazh n'eus ket pell Le Vieux Mans, a zo bet adanvet La Cité Plantagenêt gant an ti-kêr.
- iliz-Veur Sant Julian (eskob c'hentañ Ar Mañs).
- chom a ra mogerioù gall-ha-roman brav e kreiz-kêr.
TouristerezhAozañ
Roet eo bet al label Kêrioù ha Broioù Arz hag Istor dezhi.
ArmerzhAozañ
DouaroniezhAozañ
PoblañsouriezhAozañ
293 159 annezad zo er veurgêr hervez niveridigezh 1999, gant 144 500 den er gêr hec'h-unan e 2006. dave : http://www.insee.fr/fr/ffc/docs_ffc/psdc.htm
MelestradurezhAozañ
SportAozañ
- 24 eurvezh ar Mañs, redadeg kirri brudet tro-dro ar bed.
- e-touez ar c'hluboù sport e kaver "Le Mans Sarthe Basket" hag "UC72" e mell-droad.
BouedAozañ
Rilhetez (pe kig rous) eo meuz dibar tolead Ar Mañs.
Tud ganet er MañsAozañ
- Geoffrey eus Goreham (?) pe Gorron, deuet da vezañ abad St Albans, e Hertfordshire e Breizh-Veur, ganet e 1119
- Jafrez V, kont Anjev, ganet e 1113, a oa kont Maine ivez,
- Herri II, roue Bro-Saoz, ganet e 1133, mab Jafrez V,
- François Fillon, ganet e 1954, bet kentañ ministr Bro-C'hall.
- Stéphane Le Foll, ganet e 1960, politikour gall.
- Loeiz ar Pelleter, yezhour war ar brezhoneg, ganet e 1663
- Sébastien Bourdais, ganet e 1979, bleiner otoioù
- Gilles-François de Beauvais, ganet e 1693, ur Jezuist.
- Emma Mackey, aktourez, ganet e 1996
GevelliñAozañ
- Bolton, Rouantelezh-Unanet
- Haouza, Sahara ar C'hornôg
- Paderborn, Alamagn, en ur mod ofisiel abaoe 1967, met en ur mod hengounel abaoe 836 (ar goshañ darempredoù etre kêrioù en Europa).
- Rostov-war-Don, Rusia
- Suzuka, Japan
- Volos, Gres