8 Eost
deiziad
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
DarvoudoùAozañ
- 1786 : evit ar wech kentañ e teu daou zen a-benn da grapat betek penn uhelañ ar Menez Gwenn en Alpoù : Jacques Balmat ha Michel-Gabriel Paccard.
- 1940 : krog kirri-nij Alamagn da dagañ ar Rouantelezh-Unanet.
- 1942 : kentañ bannadenn ar film tresadennoù-bev Bambi e Londrez (Bro-Saoz).
- 1944 : dieubet eo Douarnenez, Kemper, Montroulez gant ar Gevredidi.
- 1945 : disklêriañ a ra an Unaniezh Soviedel ar brezel da Japan hag aloubiñ a ra Manchouria.
- 1949 : dont a ra Bhoutan da vezañ dizalc’h.
- 1966 : embannadur Revolver er Stadoù-Unanet, seizhvet albom gant ar strollad The Beatles.
- 1967 : ganidigezh Kevredigezh Broadoù Gevred Azia.
- 1969 : bet savet gant Iain MacMillan al luc'hskeudenn mil vrudet a yelo d'ober golo Abbey Road gant The Beatles.
SportoùAozañ
- 1984 : Pierre Quinon, atletour gall, a ya da gampion olimpek al lammat gant ar berchenn e Los Angeles.
- 2008 : digoradur an XXIXvet C'hoarioù Olimpek hañv e Beijing gant Hu Jintao, prezidant Sina.
GanedigezhioùAozañ
- 1732 : Johann Christoph Adelung, geriadurour alamaneg († 10 a viz Gwengolo 1806 e Dresden (Alamagn)).
- 1748 : Johann Friedrich Gmelin, kimiour ha naturour alaman.
- 1759 : Jean Marion, beleg katolik breizhat, person Edig, skrivagner brezhonek († 17 a viz Eost 1824 en Enez Edig).
- 1839 : Otto Finsch, ergerzher, naturour ha tudouriour alaman.
- 1879 : Emiliano Zapata Salazar, penn Dispac’h Mec’hiko († 10 a viz Ebrel 1919 e Chinameca (Mec'hiko)).
- 1919 : Jean Fréour, kizellour breizhat († 11 a viz Mezheven 2010 e Bourc'h-Baz).
- 1932 : Zito, melldroader etrebroadel brazilian.
- 1937 : Dustin Hoffman, aktour amerikan.
- 1952 : Jostein Gaarder, skrivagner norvegek.
MarvioùAozañ
- 117 : Trajan, Impalaer roman (° 8 a viz Gwengolo 53 e ?).
- 1533 : Lucas van Leyden, livour hag engraver izelvroat (° 1494 e Leiden (Izelvroioù)).
- 1879 : Immanuel Hermann Fichte, prederour alaman (° 18 a viz Gouere 1796 en Jena (Alamagn)).
- 1985 : Louise Brooks, aktourez amerikan (° 14 a viz Du 1906) e Cherryvale (Stadoù Unanet).
- 1991 : James Irwin, astraer amerikan (° 17 a viz Meurzh 1930 e Pittsburgh (Stadoù Unanet)).
- 1998 : László Szabó, mestrc'hoarier echedoù hungarat (° 19 a viz Meurzh 1917 e Budapest (Hungaria)).
- 2001 : Jean Dorst, bevoniour gall (° 7 a viz Eost 1924 e Mulhouse (Haut-Rhin)).
LidoùAozañ
- Katoligiezh:
- Sant an deiz : Sant Elid.